beurevezh

beurevezhUr beurevezh fresk mor, ur c’hafedi.
Urzhiet hon eus ur banne kafe. Al levrdier, ur boulom sioul, hegarat ha prederiet gant e labour. Emañ o paouez digeriñ e stal.
Da c’hortoz e trec’hfe war ar benveg kafe ez eomp da arvestiñ ouzh an diskouezadeg.
Tresañ, pastel, akrilik… Ar pastelennoù eo a zalc’h va selloù, a sip va freder.
Gwelet ‘m boa c’hoazh war gartennoù post al labour-se ha ne oan ket bet tizhet. Gant ment an taolennoù e c’hoari an danvez, al lusk e kenaozadur an tres hag al livioù a gav e voud.
Ur bed a c’han, gant tudennoù, plijadurioù, poanioù, meiz, leurennet gant un den e sell digor. Reiñ a ra d’an hini a sell muioc’h eget ar pezh a zo er skeudenn. Reiñ a ra dezhañ an tro da embregiñ e voud.
Penaos e teu ar besked da zebriñ an dud kement ha d’ o magañ, da zieubiñ ha bac’hañ o freder tro ha tro.
An toun a lonk al labourer hag al lonkadur-se a grou bed keit ma chom diseblant an tremeniad, arvester laouen, kofek sioul na wel ket ar pezh a c’hoari dirazañ.
Glas ar besked a zeu da aloubiñ an dachenn a-bezh, binvioù ha tud.

Distreiñ a reomp d’hon banne kafe.
Plijet bras eo va c’hendivizerez.

Ma, an tresadennoù, a zo muioc’h eget berrtresañ, eeunaet, frammet, a c’hallfe reiñ un danevellañ nerzhek ha pinvidik a lakfe al lusk hag an tudennoù da dremen eus un dresadenn d’egile. Ken pinvidik hag al livadurioù pastel e c’hallfe bezañ, o pinvidikaat hag o munudaouiñ an eztaol.

Diskouezadeg e Sant-Gwenole, librairie La Joie de Lire, 1añ – 31 gouere 2015

un taol lagad war labour Steven Maze

Evit ar c’heñver etre ar c’hartennoù hag al livadurioù eo c’hoarvezet ganin an hevelep tra gant Gauguin ha Le Douanier Rousseau. Plijus e oa bet din ar skeudennoù war ar boestoù gwastilli hag an deiziadurioù. Pa ‘m eus dizoloet al livadurioù en o mentoù gant o danvez eo bet mont evit gwir e-barzh bedoù ne ‘m boa ket soñjet e oa anezho.

Pa ‘z eus anv eus tresañ ha berrtresañ e venegin Mathurin Méheut, na anavezan ket kalz, ha Jules Gandjouan. O c’havout a ran pinvidik evit an doare ma vuhezont ar bed a zo dirak o selloù. N’int ket testoù eus ur furm a zo d’ ur mare hogen eus an tamm denelezh divent a eskor er pred. Zoken m’ en deus Grandjouan labouret a-zevri war aozioù micherourion derou an ugentvet kantved e ro kalz muioc’h eget an kez aozioù. Heñvel evit Méheut a ro d’ an hini a sell ouzh e labour kalz muioc’h eget «Breizh gwechall». Ouzhpennañ a reont d’ ar bed.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.