Mab den a ra hep gouzout pezh a zevoudo e ober.
Soñj ‘m eus eus un dassonwezourez a oa kalz muioc’h eget ur galvezourez.
An dud a c’houlenne diganti un dra dic’hallus, gouzout en a-raok petra a vefe eus ar bugel da c’henel.
Tu zo da rakwelout un dra pe un all, kalz muioc’h avat a chom dianav. Genel zo reiñ buhez a lavare, ha reiñ marv ivez.
D’an den asantiñ bezañ den.
Merañ ar bev a denn war hir dermen da nac’h an denelezh.
Me gav din e ‘m eus kavet e skridoù Hannah Arendt e oa ar genel bugale ur c’hrouiñ, arouezel, skouer. Marteze n’ eo ket bet skrivet ganti.
Evel nep krouiñ e chom dargouezhel ar genel ha ne ouzer ket petra a zevoudo. Drezañ eo kemmet ar bed. Hag e tegaso buhez pe varv ?
Mestroniañ pe, krediñ e c’haller mestroniañ ar bev zo klask diverkañ an dargouezh. Penn an hent da nac’h nep krouiñ e gounid ar merañ eo.
Tennañ a ra da lakaat ar galloud etre daouarn kalvezourion o devo an diviz war ar vuhez hag ar marv.
Strizh e teu an dremmwel da vezañ, diverket eo an hent da vat, terket eo gourhent ar c’henderc’hañ hag ar merañ. Steuziet eo an hontkenderc’hañ e gounid ar beveziñ ha bevezet e vo an dud da heul an tireoul.
Ne c’hoarvezo ket avat, re a dud droch a-walc’h a zibab chom bev.