Ul lazhadeg spontus ez eus bet hiziv war a’ m eus klevet.
Mistri nevez ar gêr o deus souprenet dalc’herion ar Roue en ur fabourz.
Ur chañs din na emellout e seurt traoù.
N’eo ket aes bevañ memestra en deizioù-mañ.
En abeg d’al labouradegoù e oa diaesoc’h da ‘m mestr kavout kompagnuned. Un darn vat anezho a gav gwelloc’h mont da labourat war al labouradegoù.
Da heul en deus bremañ va mestr kas ouzh ar vourc’hizion vras o deus kemeret penn an dinaz ha penn al labouradegoù abaoe ma ‘z eo bet skarzhet mignoned ar Roue.
Keneil e chom ganto p’ emaint a-enep brientoù an noblañsoù hogen e glevet ‘m eus o lavarout e vefent dibennet d’ o zro a-raok pell. Reizh e vefe, hervezañ, p’ o deus ur wech rastellet kalz arc’hant e kenwerzh ar c’hoad ebena prenet douaroù ha titloù. Aet int da noblañsoù int ivez erfin, ha gwashoc’h eget ar re ziagent pa ne zoujont tra nemeto.
Chalus eo. Edon e soñj klask fred en ul labouradeg. N’ eo ket gopret kalz, hogen e c’hell pep hini ober diouzh e c’hoant gant an arc’hant roet dezhañ. N’ eo ket rediet da lojañ en ur gambrig bihan strizh dindan an doen e ti e vestr, na da zebriñ an tamm boued treut goulezet dezhañ d’an eur lakaet.
Mar lazhont ar vourc’hizion war lerc’h an noblañsoù ez ay da get al labouradegoù. Petra a rin me ?
Treut e oa ar peuriñ evidon ha treutaet c’hoazh abaoe ma emell va mestr er stourm droch-se.
Mar lazh va mestr ar vourc’hizion a ren war al labouradegoù hag ar c’henwerzh, gant e vignoned, e virint evito o madoù, pizh evel m’ emaint. Serret e vo al labouradegoù. Va mestr a yelo war e leve ha gwashoc’h e vo din ar vuhez.
Tec’hout war ar maez ? Evit dalc’herion ar Roue a vev du-hont eo diaoulek kement a zeu eus kêr. Tapet e vin gant al loened-se hanter gouez ha feuls, ha lazhet e vin hep ket a var.
Chom a rin sioul un nebeut amzer c’hoazh ha gwelet e vo.
Keit ma chomer bev ne vezer ket marv.