Setu ar paotr nevez en e zilhad eured.
Nag ur gwiskamant tonius e mezer louet mouk lugernus.
Nag ur jiletenn louet gwenn gant ur roched gwenn kann.
Ar skoulm valafenn zo heverk, ruz, pe orañjez.
Botoù hirbegek du a ra dezhañ kammedoù houad.
War e benn, sanket betek e zivskouarn, un tog feltr teñval a ra dezhañ ur penn marmouz.
Neuz un houlier zo gantañ, pe ur mafiaour, pe un enklasker a ‘r fabourz.
Ar plac’h nevez zo kaer he brozh sklaer, un tiegez pemont vloaz war he dilhad sul. Mont a ra a zen da zen, gwenanenn ar ruskenn, mousc’hoarzhus, fraoñv-difraoñv.
Nag un torkad bugale, pevar gantañ ha pemp ganti. Dre chañs eo bras an ti.
Trenk eo da galon ?
Lavar pegen kaer int. Penaos o deus strivet d’ emwiskañ e priedoù nevez, da zegemer tremenet kant den da vodañ o foblañs, tiegezh, mignoned, anaoudegezhioù, da reiñ dezho ur prantad plijadur en ur gouel a dalvezas dezho sizhunvezhioù prientiñ. Lavar pezh zo da lavarout d’ o zrugarekaat.
Bevet ar priedoù nevez !