bilienn

biliennAn den a ya dre ar bed a oar.
Goût a oar n’emañ ket e-unan
e-kreiz ar bed.
En e geriaoueg jestroù
e zaouarn a eztaol kerzhout dre gammedoù o falvoù troet ouzh an douar.
Ezteurel ar wenodenn a ya dindan ar baleer a reont dre balvoù troet ouzh an oabl o vont gant an hevelep kammedoù.

Disterañ maenig ar wenodenn a rann gant an den e ober, a ampar e lod eus ar bed.
Ar vihanañ vilienn wenn n’eo ket gouzañvat.
Perzh a gemer e bale an den dre ar wenodenn.
Na emouezañ ouzh he labour,
he lakaat da implijad dizanv,
gouzañvat,
dindan kammedoù ar baleer,
da skor e zreistelezh,
e veurdez,
zo dismantr ar bed.

Bout ar bed zo sammad an holl voudoù,
ennañ ar vilienn wenn,
d’an den a oar bezañ lodek er bed.

Pelec’h emaon ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.