Plac’h ar fast food n’ he deus ket dibabet he labour. N’ he deus ket dibabet labourat. Ur redi groñs eo dezhi.
Labour ten ar re enfredet evit an hañv zo he lod, a stael da stael, eus ar privezioù d’ar fritezerezh, euriadoù kemmus, teir amañ, teir aze, etre daou benn an deiz, un hanter eurvezh karr mont ha dont da bewech, etre div eur goude kreisteiz hag un eur diouzh ar beure.
Studiañ he deus dibabet ha ker e koust. Ret eo talañ evit studiañ ha n’eo ket nemet bezañ barrek. Diarc’hant eo, ha goût a oar e vo ten.
N’ he deus ket mezh rak labourat, ne glemm ket rak an aozioù labour, n’he deus ket mezh rak he gourc’hwel. Plijus eo ober war-dro an dud, aozañ dezho ur frapad didrabas. Kiañ a ra ha dister eo ar gopr, aze emañ an dalc’h.
Ar vezh zo gant sav ar gopr, frouezh un urzhaz frammet mat da zispriziañ an dud, da zistrujañ o barregezhioù priziusañ. N’ eo ket gopret diouzh talvoudegezh he labour. N’ eo ket gopret diouzh he ezhommoù. Gopret eo diouzh landreantiz ar gevrannegeion, diouzh an amzer a foranont da aozañ un orged a c’herioù cheuc’h d’ en em wennañ.
Daoust dezhi e pleg dindan dorn galloudus ar vistri o deus a bell ‘zo dilezet o barregezhioù da gaeraat ar bed evit kalfichat ur glogorenn kloz en dro dezho a anvont bed.
Plac’h ar fast-food ne wel ket ar re gripon o spered krez ha laer. Seveniñ a ra ar pezh a zo o tont. Ne soñj nemet emañ o sevel ur bed, ha mar kouezh dindan taolioù ganas aeledigoù Doue he sacho d’ an ifern he devo gwarezet diouzh o lastez un tamm kened.