breudeur tramor

breudeur-tramor

 

 

 

 

 

Perak mont dre ar bed war-lerc’h huñvreoù ?
Ne adkavimp eno nemet hon skoilhoù.

Tud ar bed zo deuet c’hoazh d’ hon kaout
dre o yezhoù
o mouezhioù bresk ha taer.
Torret o deus karc’har hon mistri
ha roet dimp eskell
da vont daveto, breudeur a ‘r bed.

Skeudennoù, sonerezh, istorioù a vil vern
a gasont dimp da brof.
Puilhentez hon nozvezhioù tomm,
pinvidigezh hon devezhioù.

Mignoned a bell vro
nag a zenelezh a brofec’h divuzul.
Diganeoc’h eo deuet an digor d’ ar bed
a ziouere tud hon bro.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.