brizhkredennoù

brizhkredennouUr beure bennak e oa aterset ur skrivagner er skingomz, un den priziet mat e skridoù emichañs, pe kenstriver ur priz bennak.
Komz a rae diwar-benn un tour-tan a oa meneget gantañ en e skrid marteze. Komz a rae eus an diri e spirale (troellenn) pa vije bet gortozet ar ger hélice (biñs) digant un den sañset bezañ arroutet war ar gerioù.
Mat, aze n’emañ ket ar gudenn, lakomp. Komzet en deus da heul eus superstitions (brizhkredennoù) ken kaer ha ken plijus an dud eeun…

Gwellout a ran aze un arvez eus emzalc’h an dud stuziet ouzh ar bobl dizesk.
Dindan ar ger-se an dud stuziet a renk handerc’hadoù al lennegezhioù pobl hag ar gravezioù pobl liessdoueek pe animegek. Ober a reont brizhkredennoù eus ar pezh a zo handerc’hañ ur stuzegezh arall. Tresañ a reont ar stuzegezh arall-se evel brizhstuzegezh, evel anistorek, troet war an unan ha n’eo ket war ar bed, troc’het diouzh an hollved. Distrujañ a reont oberennoù arzel, pe relijiel ar stuzegezh arall dre zianaout o savlec’hiadur er gevredigezh ma ‘z int eskoret.

Ha n’eo ket an dud-se, a gred n’eus nemet o sell a c’hell rentañ kont eus ar bed, a zo kouezhet er brizhkredennoù, a zo troc’het diouzh an hollved, divarrek da zegas d’ o heul ur bruzhunennig kened, da drehontiñ an enkadenn m’ emaint ? Marteze ne well an dud-se er bed nemet furmoù, traezennoù, kouezhet m’ emaint en trap astennet dezho gant brizhstuzegezh ar gevredigezh veveziñ ?

Ra gendalc’ho kanmeulourion vediaouek ar beveziñ gant o frezegennoù goullo ha kendalc’homp dister gant hon hent da sevel ur bed ma vo plas d’ an denion ha n’eo ket d’ o skeud.

War un arnod stenwezhañ graet gant enklaskerion er Vrier e derou ar bloavezhioù pemont e klever gwreg ar sorbiennour a lavar da dud Paris : C’hwi oar, ni a selaoue an istorioù-se hogen ne gredemp ket er pezh a oa e-barzh.
Emzalc’h an dud a zeue gant ur stuzegezh arall a redie an itron d’ en em zigareziñ, da glask displegañ diampart lec’h al lennegezh pobl en o stuzegezh o vont da get.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.