Ur bugel ne oar ket, ne ijin ket.
Klask a ra, deskard digor e spered, en ur bed o c’henel da bep kammed. Mont a ra e zaoulagad bras digor.
El linenn treset war ar paper e wel an dremmwel, al leur, un nadoz, ur vuzhugenn, ur vlevenn, un neudenn…
Ouzhpennet div linenn a bep tu e wel un delienn, ur graoñenn, ur vell, un hamburger, ur vesklenn, ur genou…
Ar bugel ne ijin ket, buhezañ a ra. Alese e spont gant mamm-yar ar sorbienn kaset gant ar c’hazh-tigr.
– Petra eo deuet da vezañ ar vamm, emezañ e dibenn ar marvailh ?
– Ne ouzon ket. Ne ouzon nemet ar pezh a ouzon. Ha petra a soñjit c’hwi ?
– Debret eo bet ?
– Deuet eo a-benn da dec’hout ?
– Deuet eo er-maez eus an tigr lazhet pa’ z eo bet digoret e gof.
– Aet e oa da guzhat da welout petra a rafe hepti he folezi…
Ar bugel zo digor e spered, dirazañ e vuhez diharz, dezhañ oberoù pemdeziek diniver ha war e lerc’h un istor berr hogen pinvidik.
Hag an oadour ? An aliesañ ez ersav evel un den n’en deus mui netra da glask pe da zizoleiñ. N’eo mui evitañ ar sorbienn nemet un diduamant da veveziñ. Ne ouezo nemet lavarout mat e oa, pe fall e oa, pe ne blij ket din. Marteze e kavo ur rebech kalvezel bennak d’ ober d’ ar sorbiennour.
Padal er sorbienn ez eus diduamant gwir eo, hogen ivez skiant ha furnez. Pep hini a dapo ar pezh a zo mat evitañ er sorbienn a selaou, gant ma vo bet barrek ar sorbiennour da vuhezañ an holl liveoù-se ha da lezel un digor d’ ar selaouer da gavout e hent.
Ar sorbiennour ne c’hell ket bezañ paouroc’h eget ur bugel.