a-zivout Money Monster

Money Monster gant Jodie Foster, USA, 2016

Emeur e bed an arvestoù. Pep tra zo digarez da lakaat skeudennoù dirak fri an dud.
Un den a zeu e-kreiz ar c’hoari, an hini nemetañ o buhezañ an darvoudoù, o lakaat e vuhez en arvar.
Siwazh, n’ eus plas ebet er gevredigezh veveziñ d’ an dud na glaskont nemet bezañ eus an denion.

C’hoarzhin a reer, mousc’hoarzhin, minc’hoarzhin a feur m’ en em zispleg an drama dirazomp.
Pa c’hell un hinienn paket er bed-mañ emouezañ ouzh ar pezh a zo direizh, droug, ez adkemer buan hent ar sodelloù, hent e asiedad boued, pa c’hell.
Truez ebet evit ar re a fell dezho kompren.

Savet brav eo ar film.

Dudius e tlefe bezañ ar film-se d’ an dud a soñj e vo graet ur plas dezho dindan ren ar varc’hadourezh. Disoñjal a reont ez int marc’hadourezh er bed-mañ, traken.
Pe e savont ur bed all, pe ne vint netra.
Aesoc’h neuze da bep hini sevel ul lochenn glet en dro dezhañ, labour, tiegezh, kornbrogarouriezh…

penaos emañ ar bed ?

Gwelet ’m eus dre zegouezh ar film American pastoral, gant Ewan McGregor, Stadoù-Unanet, 2016.
Ar filmoù war skramm ar skinwelerezh n’eo ket filmoù. Nemet ul louzoù da lakaat da dremen ur vuhez divlaz n’ eo ken seurt skramm.
Azezet ’m eus dirak ar benveg da lazhañ un tamm buhez en dije gallet bezañ ken prizius, ha gwelet ’m eus dre zegouezh skeudennoù kentañ American Pastoral.
Ne ouien netra diwar-benn ar film. Ne anavezen ket titl ar film zoken, ha nebeutoc’h c’hoazh dremmoù an dremmourion.
Ur souezhadenn eo bet. Ur feulster didrouz a strilhe diouzh ar film, hini ar gevredigezh ma vevomp, a zistruj milionoù a dud war o femdez, a vagadoù, pe hinienn ha hinienn o kas skeudennoù heugus en o ziez dre ar skramm milliget.
Dinoaz eo an distruj. Plarik e tegas ar media dirak daoulagad an dud elfennoù marvus, pa ne soñjent nemet kenderc’hel gant ur bed a gredent madelezhus.
Labour an denion zo deuet e gouloù da wellaat bepred ar bed, da reiñ d’ an dud ur vuhez pinvidik, da zizoleiñ bepred muioc’h a gened, a garantez… Nann erfin ! Feulster a vez krouet bemdez betek e kreizig madelezh an dud dallet gant ar mad a soñjont ober.
Betek ar penn e kredo tudenn an ozhac’h dont a-benn da ratreañ torfed ar gevredigezh ha kendeurel d’ he derc’hel en e blom. Goût a oar eo huñvreal a ra. Goût a oar ez a da get ar bed kozh hag e huñvreoù. Kaer a vo dezhañ herzel ouzh distruj he merc’h ne c’hello ket adtapout he buhez laeret.
Feuls eo ar film, ha kaer evel ar vuhez gant he dislavaroù, gant an holl brenestroùigoù digor war dremmwelioù estlammus.
E-kichen niver brasañ ar filmoù a zislonk ar skramm hiniennel santel eo film Ewan MacGregor unan eus an ezreolderioù a ra eus ar filmoù un arz hag eus ar skinwel ur benveg talvoudus daoust a vezañ arvarus.

monstre sacré

Monstre sacré, titl orin : National Treasure, erbarad Jack Thorne, kenwerc’hañ Marc Munde, 3 eur 12 min, film skingaset e 4 rann, Breizh-Veur (2016)

Iskisat dibaboù. Ober eus prosez un den a galite un abadenn lipet cheuc’h, un handerc’had a sell ouzh ar vuhez evel ouzh ur film, un handerc’had daouel.
Troc’het eo bet al liammoù gant ar vuhez evit ober un displegadenn war begen diaes eo evit ur den brudet bezañ tamallet dezhañ bezañ gwallet merc’hed.

War zigarez ar skrij eo graet pezh a c’hoarvez en ur bern handerc’hadoù en amzerioù-mañ eleze lezel an arvesterion en entremar.
E lec’h dibuniñ darvoudoù un istor eus an derou betek an dibenn e roer skeudennoù lipet eus pezh a zo c’hoarvezet hag eus soñjoù an tudennoù evel ma vefent c’hoarvezet…
Aes eo neuze d’ an arvester chom pell eus an darvoudoù diskouezet ha kenduañ gant ar benndudenn digudenn ma ne wel ket an arverkoù, a zo peuz diwelus en abeg da furm ar film.
Ar gwaller zo un dremmour lorber, azeulet, an darvoudoù zo un arvest en arvest hag ar film un handerc’had da ziskouez ampartiz an aozerion war o micher sevel skeudennoù.
Chomet eo an aozerion er-maez eus an darvoudoù un tammig evel oc’h ober stadegoù, pe ur renabl eus darvoudoù gwirion o klotañ gant dodenn ar film. Ne gav ket din e vefe spirus d’ un handerc’hañ pinvidik ha digor.

Deurus eo seurt kalvezerezh emichañs, ha pleustret eo kalzik abaoe pell, hogen displijus eo evidon, evel kalvezerezh ar fals roudoù, evel ma lavar ur mignon din, a zo ur c’halvezerezh boaz er filmoù polis. Paotaat a reont ivez er seurt filmoù skingaset e tammoù. Un doare da zerc’hel an arvester betek an dibenn, diwar goust an danvez avat. C’hoari brount.

Amañ e tiskouez mat ar filmaozer bezañ arzour a-vicher. Labour mistri eo ar skeudennoù hag ar sonerezh.
An istor avat n’eo nemet un digarez da sevel un oberenn.
N’ en deus ket an aozer kontet dimp un istor hogen meret danvez en un doare brizhergorek. Kalz re vrav eo skeudennet ar bennduden avat ha livet kalz re verr ha reuzeudik ar merc’hed a zo en orin ar prosez evit ma vefe ergoregezh en oberenn.
Talvezout a ra ar boan sellout outañ, paneve nemet evit ar livioù glas-gwer-ruz-teñval hag ar benndudenn, an haroz, ken skedus ha ken denek.

kultur

E-barzh Telerama n° 3538, ez eus ur pennad berr entitlet En Andalousie le flamenco traverse les générations, gant Emmanuelle Bouchez, ha skrivet e lizherennoù bras e-kreizh ar bajenn : LA DICTATURE C’EST FINI !

Anv ez eus dreist holl eus ar flamenko er salioù abadennoù kefridiel.
Ar frazenn e pennlizherennoù a dennfe da hevelebiñ an henvoaz ouzh renad Franco… Fent emichañs ?

Un digarez eo bet evidon da brederiañ war ar geriaoueg.
Petra a dalvez evit an aozerez hag evit ar gorollerion ar gerioù «tradition, folklore, art, modernité…» (henvoaz, folklor, arz, arnevezelezh…)

Evit gwir e komzer eus ar c’hultur, hini ar stuzegezh ren europat a c’heller arvestiñ e galvezadoù e salioù c’hoariva Spagn ha Frañs. An arnevezelezh eo.

E nep lec’h ne reer anv eus un arz pobl hogen eus un henvoaz.
Zoken un arzour kozh bet aterset a gomz eus an henvoaz.
Petra a c’hellfe ober a hent all pa ‘z eo gourlakaet gant ar stuzegezh ren ez eo ar stuzegezhioù pobl henvoazioù sonnet eus un tremened a oa ken sonnet all.
Ar vuhez a grog gant diorreadur ar greanterezh…
Kalz tud a gred e krog an istor hag ar bed ganto.
Evel morianed Amerika a oa bet adkemeret ganto e barzhoniezh ar plantadegoù ar c’hlichedoù ledet gant ar vourc’hizelezh gwenn amerikan war o divoud, Andalouziz o deus degemeret d’ o hini ar c’hlichedoù spagnat war o stuzegezh.

Ar pezh a reont henvoaz anezhañ zo bet arz bev a-raok bezañ distrujet gant an destuziadur deuet gant ar stuzegezh ren.
Pezh a ranker mont da glask en arz tremenet n’ eo ket furmoù da ziduiñ an arvesterion hogen ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ a zo bet en o orin, a oa diziouerus d’ar stuzegezh pobl, evel da nep stuzegezh, da berzhiañ er sevenadur ha da ziorren ur vuhezañ diles.
Zoken disleberet ur stuzegezh e chom en arz roudoù eus buhezañ an dud o doa he amparet.
An nevez-korollerion flamenko ne reont nemet degas e koroll kempred ar stuzegezh ren furmoù kozh sonnet ar stuzegezh pobl. Evito n’eus ket eus ur stuzegezh pobl p’ o deus treuztiriet en arz ar stuzegezh ren. Askenderc’hañ a reont an troc’h a zo c’hoarvezet etre stuzegezh pobl ha stuzegezh ren
Dont a reont eus ar bobl emezont. Padal o labour n’eo ket hini Picasso gant an arz afrikat. Picasso ne lavare ket e oa an arz afrikat er bed arnevez. Ne lavare ket dont eus Afrika. Tostaat a rae e vicher ouzh furmoù un arz na oa ket beuzet e-barzh pompadoù ha klichedoù ensavadurel an arz kornogat. Arzour e oa er stuzegezh ren kornog-europat.
Siwazh evit an arzoù o tont eus ar stuzegezhioù pobl europat, an dud a embann bezañ nevesaerion an arzoù eskoret eus ar stuzegezhioù-se a ziazez er stuzegezhioù ren estren dezho.

Diazezoù solut ha pinvidik zo d’ ar stuzegezh pobl : bezañ tost ouzh an dud hag eskoriñ war ar prim. An arz flamenko evel pep arz pobl a zo steuzidik, pinvidik e gennotadurioù, maget gant pemdez an dud ha gant o spioù, o iziunadoù, o finvezhioù.
Diaes tre eo da empentiñ pa vezer en ur stuzegezh yoc’hek a vag an dud gant klichedoù chaoket hag adchaoket na reont nemet derc’hel ar poblañsoù dindan galloud ar stuzegezh ren diorreet er-maez o c’hrap hag o femdez.
Ar stiradoù pellwel zo ur c’has dispan a batromoù stuzegezhel ren ma veuz skiant vat ar bobl.

Dalc’herion ar stuzegezh ren ne fell ket dezho eus ur stuzegezh pobl oc’h emdreiñ, bev, er mare-mañ hag er stad m’ emañ Kornog Europa da nebeutañ.
Ar re a fell dezho lakaat ar flamenko, pe ar sorbiennoù e renk an arz, a glask evit gwir lakaat o c’halvezadoù e renk ar stuzegezh uhel (high culture). Pell a ziorren ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ diles e sevennont kalvezadoù kefridiel, o kemplegañ da nevid ren ar c’halvezadoù arzek. (Labour Luzel zo ur skouer all eus seurt argerzh, embann e galleg.)
Moarvat e c’hounezont a fet kalvezerezh ha neuze resisted o labour, pinvidigezh geriaoueg o micher, hogen ur c’halvezerezh amprestet ha n’eo ket diles eo, sevenet e langaj ar stuzegezh ren (koroll, arz, ha yezh).
Seurt gounid ne c’hell ket kempouezañ ar c’holl bras a reont war an nesaegezh, an dihanteradegezh etre ar buhezañ hag ar c’halvezañ. Hag e tizhont mont pelloc’h eget ar c’halvezañ e seurt plegenn ?

Hervez ar rumennoù savet gant Hanna Arendt evit studiañ ar gwezhiañ denel e c’heller lavarout e koller war dachenn an niñvañ hag e pellaer an arz diouzh e berzhioù buhezel evit e gantañ d’ al labour, eleze d’ e berzhioù bevedel hag alvezel.
Ar c’horoller meneget er pennad a vir eus Don Kic’hote e dokarn hag un tamm eus e houarnwisk ha ne ra anv ebet eus nesaegezh skridoù Cervantes ouzh ar stuzegezh bobl hag ouzh pemdez tud ar bobl trevezet ha goapaet gant an noblañsoù, ar vourc’hizion hag ar berc’henned douar.

Evel an holl arzoù pobl ez endalc’h ar flamenko perzhioù a steuz war leurennoù ar c’hoarivaoù. El lec’hioù-se e tenn da vezañ ken aner hag an abadennoù evit touristed kasaet gant koroller ar pennad.

Kefredourion Europa dirak an abadennoù flamenko arnevez zo kevatal d’ an douristed dirak an diduamantoù kinniget dezho er c’hafedioù, bevezerion ha bevezerion.

Kement-se ne dalvez ket ez eo pep tra da deurel.

arz al leterc’hañ ?

Klevet ‘m eus er skingomz, diouzh ur beure bennak, ur politikour a genlaboure gant bagad arlevier ar republik frañses.
Ar gelaouennerez a c’houlenne outañ ha ne oa ket diaes kregiñ evel kannad ha na gaout ur pleustr eus ar vicher.
Respontet en deus an aotrou dezhi, o vont outi dre hec’h anv, e oa an hevelep saviad ma oa bet hi p’he deus kroget e France Inter.

Hag ul leterc’had eo se ?
E-lec’h komz eus an degouezh meneget gant e aterserez en deus meneget un degouezh all.
En ur ober kement-se en deus diflipet diouzh ur respont gwirion, diouzh un tamm preder hag eskemm, dre ginnig ur skeudenn a gavan me diazas mik.
Ar gelaouennerez (kelaouennerez pe ambilherez ?) zo bet paket mik gant seurt respont ha divarrek da brederiañ. (Pezh a ziskouez marteze e oa he goulenn diwar-c’horre. Adkemeret he doa pezh a lavarer er mass media, hep un tamm enklask eus he ferzh).
Anat e oa koulskoude, zoken evit ul leue eveldon ha ne oa ket bet fiziet enni ambilhañ un abadenn diouzh ar beure war ar skingomz hep m’he dije graet labourioù all eus ar seurt, hogen un tamm mat aesoc’h, en a-raok. Desket he deus he micher, gwellaet he barregezhioù gant labourioù all a-raok ma vefe fiziet enni seurt abadenn.

En degouezh-mañ, Hag e c’haller ober anv eus leterc’had ?
Amañ, ar politikour ne zegas nemet ur skeudenn diresis a gemer lec’h un dezrann resis eus un darvoud eus an alvez : arc’hwelerezh frammoù ar stad, lakaet da gevatal d’ un darvoud o c’hoarvezout e metou al labour dre vras. Me, selaouer an abadenn zo lakaet da soñjal : ret eo da bep hini kregiñ gant ul labour.
Pe evit aesaat deveizañ ar gelaouennerez e oa, pe evit na respont d’ he goulenn, pe peogwir n’en doa an den aterset deveizadur resis ebet eus an degouezh ma berzhie ennañ.
Souezhus kenañ e vefe pa oa gantañ doareoù ul louarn kozh eus ar politikerezh.

E degouezh ar politikour, ar skeudenn degaset a chome e-par ar c’halvezañ ha ne glaske tamm ebet bezañ un digor evit e gendivizerez pe evit ar selaouerion hogen ur pik echu d’ ur c’hendiviz na oa ket anezhañ evit gwir. Ne oa ket deuet ar paotr da gelaouiñ hogen da vrudañ.
Komzoù goullo a oa gant ar c’hendivizerion a oa divarrek d’ ober un diforc’h etre gwezhiañ en embregerezh France Inter a bleustr war ar moederezh hag an diduamant, ha gwezhiañ e framm stadel ur werinelezh vourc’hiz.

Hag e c’haller ober leterc’had eus keñveriadenn ar politikour ? Ar geñveriadenn a ra etre an dud o vont da gannaded hep pleustr politikel en a-raok hag ambilherez France Inter o kregiñ gant he micher a c’hell lakaat ar selaouerion da soñjal en ur bern traoù, zoken ez eo ar plac’h ul leueez a gentañ klas, degas da goun skeudenn an deraouad, degas da goun e vezer bepred deraouidi…
Me gav din avat n’eus digor ebet eus ar seurt gant keñveriadenn ar politikour alese ar paour kaezh plac’h o chom bout.

Gwelloc’h e kavan mirout ar ger leterc’had evit un niñvañ, ur gwezhiañ ma c’hoarvez bezusted ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ, un digor war bezusterioù diniver a eskor e pred ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ.

Ma fell deoc’h ober ho soñj war an eskemm, ken diresis eo pezh a skrivan, kit war load France Inter : an 24 09 17, le 7-9, Interactiv 8h38.
Evit ar pezh a sell ouzh keal al leterc’hañ eo gwell deoc’h lakaat ho fri e-barzh an dastumad LAVAR embannet gant PREDER, aze e kavot binvioù resis ha muioc’h zoken.

Leviathan

Trellañ an den a sell ouzh lein an iliz
dismantr
kened an ikonoù duet gant an tangwall
digenvez an den
dismantr
poltredoù goullo al levierion
aner ar galloud
dismantr
ar pennadurezhioù en iliz veur
deoliezh
soubenn ar gerioù
dilhadoù cheuc’h da ziskouez
berniet evel kelien en-dro d’ur pezh kig brein
breinoc’h an traoù brasoc’h ar banvez
ne chom tra ebet
pistri ar moneiz
disleberiñ al labour
stourm gallus ebet
e don ar c’halonoù
ne chom nemet un elfenn a gened.

Leviathan, film gant Andrey Zvyagintsev 2014

an den kozh

an-den-kozhPerak skrivañ un dra bennak a-zivout un danvez bennak mar ouzer en a-raok petra vo lavaret ?

Deuet on a-benn da sellout ouzh ar film Amerikan Sniper.
Brav ‘m eus kavet ar film. Danvez zo e-barzh. Hañval a ra din reiñ un alberz eus amjestregezh un den a ven bezañ brokus pa chom pizh evit gwir.

Un den a ven gwareziñ e vro hag a ya d’ ur vro all da zistrujañ an Droug.
Petra a gav, tud a glask gwareziñ o bro, o ziegezhioù ? Ouzh ur sniper amerikan e respont ur sniper lec’hel. Ouzh tud lazhet er Stadoù Unanet e respont tud lazhet en Irak.
An darn vrasañ eus an dud-se na felle dezho nemet bevañ sioul, e peoc’h, zo lazhet en anv kealiadoù a anad din bezañ difetis, dispredet, lu.

Penaos e teu un den da vezañ ur muntrer evit e vro ? Distrujañ ur vuhez n’eo ket un dra dister. Perak mont ken pell da wareziñ soudarded ar Stadoù Unanet a aloub ur vro na ouzont tra eus ar gevredigezh a lazhont hec’h izili ?
Hag e laka ar paotr e varregezh chaseour e servij ur finvez brokus, pe hag eo deuet da vezañ ur ardivink lazhañ ?
Lavarout a ra mirout buhez soudarded al luoz amerikan, pe buhezioù an tiegezhioù er Stadoù Unanet, ha koulskoude e weler penaos evit veñjiñ marv un den e laka un niver mat a soudarded amerikan da goll o buhez, ha penaos e tegas ar marv en un tiegezh lec’hel da glask kavout e gevezer sniper eus an tu enep.

Bezañ ki ar mesaer pe dañvad a glever gant e dad ? Un doare spontus eo da sellout ouzh an denelezh.

Daoust d’ e uhelvennadoù e teu bepred un hinienn digenvez da lazhañ evitañ e-unan, evit e vignoned nesañ, evit e damm eurvad, hep derc’hel kont eus an dud a vo lazhet en abeg d’ un emzalc’h ken pizh, ken paour, zoken mar embanne difenn e diegezh, e vroad.
Pell e vezer neuze eus un den stuziet, politikaet, atebek war e lec’h en ur gevredigezh.
Kement-se a ro da brederiañ war al lec’h a oa hini an dudenn er gevredigezh amerikan ha war stad ar gevredigezh amerikan hag hon stuzegezhioù.

Pa welan an ambrougadeg a zo graet da gelan ar sniper, al lid ramzel ma hej an dud o bannieloù e soñjan ez eo evit argas pell diouto o aon rak ar vuhez, rak darvoudoù kriz, e welan ur stoliadur, ur pedennoù, un droveni graet gant tud n’ o deus krap ebet war o buhez e diouer ur politikaat bennak, ur skiant voutin izekañ, e diouer un tamm denelezh. Soñjal a ran er bannieloù triliv a zo gourc’hemennet d’an dud hejañ e Frañs en amzerioù-mañ, pe er vreizhkarourion o hejañ o bannieloù gwenn-ha-du e diouer un egin a emsavelezh, e diouer ur c’hoant da sevel ur bed.

Kement-se zo er film ha kalz muioc’h.
En tu all d’ar brezel, d’ ar feulster, e sav ar goulenn war emzalc’hioù ledetañ ar stuzegezh ma vevomp. Na welout pelloc’h eget e damm buhez, e damm greun. Mirout ! Emzalc’h loenel mar bez.
Daoust d’ ur saviad ken mantrus e chomer bepred un danvez den, ur skor d’ un ober rezidek.
Tudenn ar wreg zo un diskan da hini ar paotr, ken kollet hag eñ gant ur c’hoant ken bras d’ ur vuhez brokus na vo ket roet dezhi… Peogwir eo da sevel.

Sell Clint Eastwood war hon denelezh zo hini un aozer ledan e zremmwel.
Ar sell-se a stign atersoù ha siwazh, kalz tud o sellout ouzh e filmoù, bevezerion boas oberennoù kulturel, a glask respontoù o klotañ gant kendalc’herezh o eurvad sodellek traken.

Federico hervez Lorca

Federico-hervez-LorcaFederico segùn Lorca (Federico hervez Lorca) krouet e 2011 gant Eva Yerbabuena, gwelet war ar ristenn Arte + 7.

Abaoe pell e vez lakaet an dañs flamenko er salioù c’hoariva hag er skeudennvaoù.
Pezh a oa un eztaol eus ur bobl, berr, fetis, stag ouzh pemdez an eztaolerion zo deuet gant an amzer da vezañ lod eus un arz bourc’hiz, kevanekaet ouzh ar rouedadoù da zasparzhañ ar varc’hadourezhioù kulturel.

Ur sammad bras a labour zo bet lakaet da sevel Federico segùn Lorca. Ar stroll dañserion, kanerion, sonerion zo perzhek ha disi. Ar c’hinkladur hag ar gouleier, ar gwiskamantoù, zo bet lakaet ur sammad labour perzhek hag ur sammad arc’hant e-barzh.
N’eo ket displijus.
Hag eo evit enoriñ ar flamenko eo bet graet seurt labour ?
Ha ne oa nemet un danvez krai etre daouarn al leurennerez o klask he hent e metou an arz ?

Ne zeu ket an ilizoù-meur eus feiz ar bobl. N’int ket un eztaol eus ar bobl nag eus he feiz hogen un eztaol eus galloud an dud a iliz.

Ar flamenko war ul leurenn zo re bell diouzh an arvesterion hag e lavar a goll eus e nerzh.
Ar stuzegezh pobl zo nesaek. An dañser, ar c’haner, ar soner, a ya war eeun ouzh an dud, pezh a zo en andon ar stummoù eskoret eus ar boblañs flamenka.
E seurt arvest an dañser flamenko zo un dudenn ha n’ eo ket un den o tañsal.
Diaes eo d’an eztaol flamenko tremen dre ul lec’h arbennikaet, aveet gant un ardivink kalvezel ponner.
N’ eus na henvoazelezh nag arnevezelezh er stuzegezh pobl. Bevañ a ra ha tra ken, pe mervel a ra.

An abadenn a ginnig Eva Yerbabuena a ro dimp da arvestiñ ouzh ul leurennadur eus ar flamenko er-maez eus amveziadoù e vuhez. Moarvat e tenn d’an istor a fell dezhi lavarout dimp, padal ar c’hamp jipsianed a ginnig dimp n’eo nemet un derc’houezadur, disoc’h un handerc’hañ.
Ar c’haner zo kollet e liamm ouzh an dud a zo beuzet er yoc’had a arvesterion a zo er sal.
Sur eo bet plijet ar vevezerion c’hoariva, ar re o deus arc’hant da baeañ o bilhed, gant seurt labour. Kaer eo.
Daoust ma tremen gwelloc’h da ‘m menoz ar soutilderioù en abadenn filmet mat kinniget gant Arte, an den a oa o sellout ganin zo aet kuit a-benn un hanter eurvezh hegaset gant an tremen eus ur c’horoll re galvezel d’ ur flamenko henvoazel gant un talmadur un tammig emgefreek.
Marv ar flamenko evel stuzegezh pobl, evel sevenadur eo. Un doare mirdi bev. Ur varc’hadourezh evit tud stuziet.
Heñvel poch eo ouzh ar sell a ginniger e pep lec’h er bed war ar stuzegezhioù ezvevennet gant ar gevredigezh veveziñ.

An dud voutin a vesk stuzegezh pobl hag aspadennoù an tremened arveret evit plijout d’ an dud bet destuziet gant o araokaat en urzhaz krouet gant ar stuzegezh ren.

Padal ar stuzegezh pobl zo diziouerus d’an denelezh da genderc’hel. Ne c’hell ket un den bezañ bevezer nemetken.

Sellit ouzh ar post ole ! da welout pegen luziet eo an traoù.

emvuhezskrid ?

emvuhezskridRiad Sattouf, l’Arabe du futur, une jeunesse au Moyen Orient (1978-1984), Allary Éditions 2014

War gein ar golo :
Ce livre raconte l’histoire vraie d’un enfant blond et de sa famille dans la Lybie de Kadhafi et la Syrie d’Hafez Al-Assad.

Ar vandenn dreset-se a hañval bezañ kinniget evel un emvuhezskrid.
Gwir e vefe ar pezh a zo danevellet, ar wirionez, ar werc’helezh marteze ?

Penaos e c’hallfe un oberenn bezañ an darvoudoù a veneg ? N’ eo nemet un oberenn, ken pell hag an oberennoù-all diouzh gwerc’helezh an traoù hag an darvoudoù.

En oberenn-se e kaver stlenn a-zivout darvoudoù tremenet a zo bet dastumet gant an aozer kalz war-lerc’h an darvoudoù, mesket gant eñvorennoù ur bugel re yaouank evit emellout en darvoudoù pe evit o meizañ, hag eñvorennoù tud all o doa buhezet an hevelep darvoudoù gantañ, danzeet gant ar pezh a zo bet buhezet abaoe gant an aozer, gant ar stuzegezh tapet gantañ da c’houde ar prantad danevellet, sturiet gant e drivliadoù a-vremañ.
Un desteriañ eo, un derc’hennañ forzh penaos.
Liketenn an embanner zo arwerzhouriezh eeun : istor gwirion, bugel blev melen, Libia Kadhafi, Siria Hafez Al-Assad, kement bommoù mat da dizhout un nevid ledan, o sellout diouzh tu titloù bras ar muiañ gwerzet ha ledet gant ar wask.

Al levr zo da lenn evel forzh peseurt handerc’had all, un handerc’had a gemer harp war eñvorennoù un den a gont un istor a-vremañ evit tud a-vremañ.
Hekleviñ a ra d’ un dra a zo steuziet tu-bennak en tremened ha na vo mui anezhañ morse. N’ eo ket displijus da lenn.

Ken faltaziek ha Le cheval d’orgueil gant Pierre Jakez Elias eo, a zo bet kinniget evel ken gwirion all. Dizoleiñ a reer e seurt levrioù ar pezh a c’houlenn ar vouc’hizion vihan gall d’ o zremened : gwrizioù faltaziet, un diaz poblañsel n’o deus ket mui dre berzh o destuziadur.

Kavout a reer e-barzh un hiraezh d’ ur bed a zo tec’het kuit, un deneridigezh ouzh ar bed-se war un dro gant ar blijadur a vezañ un den stuziet, er stuzegezh kornogat-se a gred bezañ ar Sevenadur. Argaset eo evit gwir an tremened e kement ma c’hallfe ober kudenn er bed a-vremañ. N’eo ket hepken dre e bellaat war-bouez un tremened mojennekaet hogen dre e lec’hiañ en ur stuzegezh all, Breizh ar ploue pe broioù arab krennamzerel. Troc’het eo istor an aozer hag en em livañ a ra un istor nevez ma ‘z eo argaset an troc’h.
Gwengelek eo ar bed deskrivet, an tudennoù. N’eo ket glanded tudenn ar bugel en amzer derc’henet en istor a welan, hogen ar glanded gwisket gant un Europad a-vremañ dirak ur gevredigezh arall. A-us d’ ar c’hrogad emañ an aozer. Padal, pezh a zibab an aozer diskouez n’ eo ket dinoaz. Emouez eo ouzh stad ar bed ha gouzout a ra e vo eus al lennerion.
N’eo ket ur blog, n’eo ket ur c’harned prevez savet a zeiz da zeiz.

Diaes eo d’un den na vezañ un tourist estren en e dremened.
Ar gudenn zo neuze lakaat al labour ret da anavezout gwelloc’h an tremened-se, da bellaat diouzh un trivli diwar-c’horre, d’ en em lec’hiañ en istor an denelezh, da adkavout ar bugel n’ eus ket mui anezhañ.
Ar bugel zo bepred ennon a glever a-wechoù. Ur bugel zo bepred ennomp hogen n’ eo ket mui an hini a zo bet. Didalvoud eo klask gwrizioù, pe zigarezioù d’ar pezh ez omp. Un den e-touez an denion omp. Atebek omp war an denelezh. Ensammañ e istor zo ensammañ e zislavaroù ha n’eo ket livañ ur vojenn a vo plantet ennañ klichedoù ar stuzegezh ren.

Ur bern tud a denn da lakaat atebegezh an oberoù vil war dud all. Feuket eo o glanded gant oberoù divalav ar re-all. Pep hini zo gantañ oberoù vil avat. Na skrijus eo an eñvor a-wechoù. Kriz omp ha n’eo ket ar re all.

Aon ‘m eus e vefe kar eztaol an aozer ouzh ar vojennouriezh yaelaus a ren e Breizh.
Arvar zo war ar bed, bepred, hag e-lec’h kregiñ gant sevel ur bed pinvidik ha digor, an dud a sav en-dro dezho un handerc’hañ d’ emwareziñ diouzh ar bed.
Bevañ a reont en un aezhenn flour keit ma kouezh endro dezho an denelezh en e boull.

lost in translation

lost-in-translationHag e ouzer pegoulz eo echu ?
Nann avat. Kement-se a zispleg perak e kendalc’her.
Padal e tilezer meur a wech ar pep priziusañ war ribl an hent.
Ne dalvez ket n’ eur ket bet davit teñzorioù all.

Lost in Translation. Hag ez eus gant an titl kement hag ez eus er film ? Hag he deus an aozerez pleustret a-zevri gant an hanter eus ar pezh n’ emañ ket er film hogen a ra danvez ar film ?

Souezhus eo klevout pezh a lavar an dud diwar-benn an oberenn.
Unan eus ar filmoù rouez a ro din ur soñj eus ar pezh a zo , pe a c’hell bezañ, an den eo. An danvez na c’haller ket touch, na c’haller ket muzuliañ, na c’haller ket derc’hennañ, dezerc’hañ.
Ha n’ eus ket eus translation ar pred, an etre-daou, an ober glan ?
Ne vezer e nep lec’h ha pep tra a c’hell c’hoarvezout, ar rezid etre un emframm hag un all, ma ne reer ket ar pezh a zo ret ober hogen ar pezh a zo hetus, gwirion, ket ar soliadelezh hogen hon denelezh donañ.
An div dudenn zo kaer, brokus, ouzh en em lakaat en arvar. Ne dec’hont ket rak o zonkad avat, nemet e tegasont kened ennañ, er bed tro dro dezho. Ar c’hrouiñ izekañ.
Siwazh ned aint ket pelloc’h gant ar pred burzhudus-se pa ne emouezont ket ouzh o saviad.
Ar gouloù o flistrañ a yelo da lutig arlezat en o buhez pavezet a sodelloù evel o labour bara, o friedelezh. Skrivañ ? Diskoulm hiniennel, handerc’hañ, tec’hadenn all…

Perak on bepred dipitet gant an dibaboù a ra an dud, peogwir int dibaboù ?
Digenvez, a lavare a-zivout an tudennoù an dud o doa labouret war ar film. Ya ha nann. Tudenn ar plac’h o treuziñ un dachenn ec’hon ha goullo e-kichen un neved zo an tostañ ouzh an holl zenion dre an doare ma ‘z eo filmet. Distremenet he deus goullo ar plac’h a c’hortoz he gwaz aet d’ al labour. Distremenet he deus fistilh safarus labourerion ar metaouioù arzel. Tizhet he deus ar sevenadur en tu all d’ ar stuzegezh japanat dre he buhezañ izekañ a zo mont a gammedoù sioul davit ar savadur. An tostañ ouzh un ober rezidek emeur. Dilezet eo bet an difreterezh boas er filmoù amerikan, pezh n’ eo ket lavarout ez eo fall an difretrezh-se pa ‘z eo savet gant tud barrek war o micher a zo oberiañ diduamantoù.

Kalz muioc’h eget treiñ pe treuzlec’hiañ eo an translation-se. Ur pred ma eskor ar vuhez eo.
N’ eus netra da lavarout, nemet sellout.

Lost in Translation, film gant Sofia Coppola, Stadoù-Unanet, Japan, 2003