ren an Deuzion

Deuet eo Luoz an Deuzion. 
Pellaet o deus an dud diouzh o denelezh, staliet ar vistri nevez hag o c’hoskor e kêrioù meurdezus o kelc’hiañ mirdioù ha salioù arvestiñ ma verniont un arz hag ur skiant kempleg, gwaredet ha frammet start.
Bodet o deus poblañs al labourerezed en dro d’ un nebeut greantioù genel dindan dorn ha lagad an urzh veur.
Tolpet o deus al labourerion e-barzh tiez bihan kampoù divent o kelc’hiañ gourtachennoù greanterezh ha kalvezouriezh, kelc’hiet d’ o zro ar c’hampoù gant tachennadoù ec’hon gourstalioù ha goarvaoù savet war ar fuajoù.
Mouget o deus nep ersav un disterañ buhezel a-berzh o c’hoskor labour, pellaet nep riskl a welout o bed lakaet en arvar gant ar bihanañ elfenn niñvañ.
Sonet o deus o bed aet da spes kent mont da get.

Tammoù buhezañ bihan a chom, dirgel, er maez kelc’hioù ar bed koz.
Tonkad ar roñfl lavek zo pell a vezañ diogel. 

amzer gollet

En ti bras e vezemp degemeret a-wechoù gwechall gozh.

Ur wech em boa bet bod eno evit un nebeut devezhioù.
N’edon ket degouezhet abaoe pell ma vin prederiet gant va sac’h dianket. Ret groñs e oa din e gaout.

Treuziñ a raen ar sal vras e traoñ an ti bras, kollet e-mesk an dud hag o divizoù. Tud a anavezen, ha reoù all na anavezen ket, daoust m’ o doa holl neuz tud anavezet avat. Fiziout a raen enno.
Va sac’h beajiñ. Ret e oa gwiriañ ne oa ket bet kollet, disoñjet, hogen renket moarvat er gambr bet miret evidon en ti bras.
Mankoù a oa alies gant va spered. Tammoù bras pe vras eus ar pezh a raen bemdez er maez eus an ti bras a steuzie.

Tremen a ris a-dreñv ar steudad tud azezet ouzh an daol vras.
E-kichen an oaled edo mestr an ti o komz. Tost outañ mestrez an ti, sioul, kompez. Parañ a reas e sell seder war va zreu diboell.
Komz a rafe ouzhin mar befen tost outi.
Kenderc’hel a ris avat sachet gant an hent na vije termen dezhañ nemet gant va sac’h, pe gant ur soñj resis eus al lec’h ma oa ha gant darvoud all ebet, zoken sell an ostizez ouzh va fediñ.
Bountañ a ris dor ar gambr e-tal an diri e solieradur diwezhañ an ti, ar gambr ma vezen lojet da bewech ma tremenen en ti bras.
– Demat.
Ur veleganez he c’horf hir ha noaz a oa e-kreiz disheol ar gambr. War ar gwele e oa astennet ur vrozh ruz ha dilhadoù dindan dantelez gwenn.
– Ho kambr eo ?
– Ya.
– C’hwi zo Alan.
– Ya. Va c’hambr e oa.
– Gwechall, pe… En dazont…
– Añ, an amzer zo lusenn hag e stumm dizehan predoù a gemm. Ne ouzer mui ha bremañ eo, pe dec’h, pe warc’hoazh.
– Diaesaet hoc’h ouzh va gwelout en noazh ?
– Nann, kaer hoc’h, kenedus ur marzh e disheol ar gambr. Ho prozh hag ho tilhadoù dindan zo ken kaer. Ho korf a sip kement bann heol a dreuz ar stalafioù ken ma teu da vezañ heol ar gambr, ho kambr.
– Trugarez.
– Kenavo.
– Kenavo. Kavit ho kambr.
– Va sac’h.

Diaes e oa din mont da skeiñ ouzh dor pep kambr, daoust d’ ar blijadur ez eo bale en ti bras ha dizoleiñ kambroù dianav.
Skoet ouzh an nor am bije graet ma ne vijen ket bet trellet va spered gant ar sac’h dianket.
Kemmet e oa bet dasparzh ar c’hambroù en abeg da niver an dud kouviet en ti bras an deiz-se, anat ! Droch a-walc’h din na vezañ soñjet en un dra ken eeun.
An ti bras a werede evel kuzulier ganin koulskoude, kelenn a rae din an doareoù dereatañ d’ en em ren dirak an dud stuziet.

Ne oa ket an doareoù dereat ur redi er c’harterioù trobarzhel ma ‘z aen boas, pe un dereadegezh all a oa ganimp.
Va buhez gwirion a oa er c’harterioù-se, er straedoù louet, gant o savadurioù louet a bep tu a bigne betek an oabl louet, e-kichen ar ster louet.
Me blije din al loued-se. Bevañ a raemp disoursi gant nebeut a dra. Asantet hor boa d’an degouezh ma ne oa ket dimp gouloù an heol.
Bevañ a raemp en un hanternoziñ dindan gouloù tredanek.
Pep hini en doa e lod gouloù tredan en eskemm eus e vuhez roet d’ al labour evit dud an ti bras, tud kaer, tud stuziet, tud brokus hon degemere zoken evit o gouelioù bras kinniget en enor d’ an traoù estlammus a savent war-bouez hon labour ken dister.
An trobarzh louet a oa andon kened evidomp, pezh a oa er maez krap ijin tud an ti bras.
Tud berr o spered ha distuj edomp evito. Speredoù pout ha teñval.
En o madelezh e taolent evezh da vouchañ gouloù an heol pa vezemp degemeret ganto da genlidañ ar berzh a raent er bed.

Hag e teue ar vaouez lugernus eus ar c’harterioù louet ivez ? Ya, ne oa nemedomp evit enbarzhañ an heol a zioueremp… Breudeur ha c’hoarezed an heol e vezemp.
Un deiz, piv oar, e tarzhfe er bed ar gened c’hlan a oa hon hini.

skiant diskiant

Tec’hout
a-raok ma’ z afe diouzhin ar bed
keit ma chom un elfennig diwezhañ a boell
kemer an hent a gas d’ar c’hoadeier
sankañ e-mesk ar gwez
ramzel, meurdezus


ur wech c’hoazh klevout frond an druzad
bezañ barrek da glevout c’hoazh,
blizidik ur pennadig daoust da reuzioù an amzer
priziañ an aer fresk
priziañ al livioù
pa vin c’hoazh un tammig un den


ha treiñ da loen
magañ spontoù un empenn diroll
aet d’ un oad na c’hoantaen ket
reuzied ur skiant diskiant
a laka al loen da badout
dic’halloud
diskiant
blin
furlukin


pec’hed a lorc’h
plijadur ar sifroù
ar berniañ loened chatal
pa steuz an den
bet skarzhet eus ar bed ez vihan
loen a-raok deuet poent distreiñ da loen


ya, tec’hout o vezañ c’hoazh un den
ha mont da zruzad
e peoc’h ec’hon an douar
kousket ouzh troad un dervenn
ambrouget gant kanaouennoù an delioù

beure mat

Ha petra nevez e kêr Dundee ?
Amzer flour, glav munut?

Abred eo.
Ket kalz a dud gant ar straedoù.
Kleier an iliz zo mut en tour.
Kousket eo c’hoazh ar gouelini.
Dihuniñ a reont.
Garm trouzus,
amañ, ahont.

Kousket eo c’hoazh an dud a dremen.
Rouez.

Hag eo savet endeo implijadez ar Macdo ?
Tremen a ra dirak stal an dilhadoù kozh ha digoust.
Ur vantell domm a yafe mat ganti.

Ar studierion a labour e kambrig o c’henfeurm.
Tud yaouank deuet eus ar bed a-bezh.

Noz a beg ouzh dour ar stêr Tay.
Louet glas.

Ha gwelet e vo an heol hiziv ?

Warc’hoazh e vo digwener,
Bier ha komzoù
Diwezhat en noz.
Ur sizhun all a vo !

Goanag, yalc’h treut, ha kalon vat.
Tud Dundee.

ur ger

Petra a chom en islonk ar vuhez,
petra a chom eus ar buhezañ ?
Bruzhun,
a eskor diouto un tamm kened,
lod ur savadur bresk,
moan,
a savo uhel en dazont
e-mesk an atredoù,
e ludu hon trevell.


Dreist d’ hon plijadur,
kuit a emgarantez,
e chom
profoù bihan,
ur ger silet
en ur dremen
e skouarn un den,
munut,
kenedus,
na c’hortoze tra eus an eskemm,
Teñzorig dister.


Hon holl vadoù
dimp-ni
denion.

an hini gozh

Ar gozhiadez, 
uzet korf ha spered
a leñv bemdez.
He merc’h, he bugel yaouankañ, zo taget gant ar c’hleñved,
an droug divent a zistro diastal.
Kalonek he merc’h, evel na vefe den all ebet.


Stourm a ra kalonek ouzh ar reuziad,
ouzh al louzeier
a dag he c’horf koulz ha ma harzont ouzh barradoù an droug.
Sevel a ra, ha kouezhañ, ha sevel,
a vloavezh da vloavezh, a vizvezh da vizvezh.


Hi, an hini gozh,
a sell,
a bell,
divarc’het,
dinerzh,
digenvez.


A-vec’h mar dalc’h outi he zammig buhez,
hi a youlfe saveteiñ,
ober d’ he merc’h buhez flour,
un hir a vuhez kaer,
mirout d’ he merc’hed bihan o mamm,
yaouankizoù leun a zeltu,
ne oar nemet distrujañ an tammig buhez a chom ganti,
e foranañ gant an dispi,
gant kasoni ouzh ur bed ken dister
a zegas kleñved koulz ha pare.


Disoñj kement a zaeroù mammig
ha lavar dimp komzoù flour
a vo koulz ha pare.

pelec’h ez in me ?

Lavarit c’hwi petra c’hoarvezo din-me.
Lavarit ’ta pelec’h ez in me, pa vo deuet noz du pod.
Pa vin sachet e-kreiz an noz, ruilhet a-hed ar milendall, kaset da c’hortoz a sal da sal,
Pouezet ha dielfennet, diskouezet din skeudenn va c’halon a dalm, hag a dalm, hag a dalm, kaer, gwan, treuzwelus, lugernus.
From kozhiad mut bountet dindan kas ar gleuzeurioù skarzh o gouloù a zibun ouzh lein an trepas, stered paour ar re baour hag ar re glañv.
Trenk, trenk, trenk a lavar rodoù ar c’hravazh.
Spiswel, sioul, ha skuizh ez a ene ar c’horf sachet disachet, bountet ouzh korf ar plac’h yaouank he c’homzoù flour, etre hun ha dihun, keit ma par burzhud ar skeudenn war ar skramm.
En o feurvuderezh e kej div ene.
C’hwec’h poliser en trepas a varvailh, uzañ an noz a reont, uzañ teod, uzañ aon.
Ha tavet eo chourikat ar galon ?
Nann avat ! Buhezañ a chom c’hoazh d’ ober.

apocalypse now

Un ekologour brudet er mediaoù a guit gouarnamant Frañs ?
Nag un darvoud ! Peadra da vagañ fistilh kehentaerion ar wask e-pad ur pennad. An ijinenn-se da sevel handerc’hadoù a droe afo. Ret e oa da vrizhdremmourion ar wask gwerzhañ, gwerzhañ ur varc’hadourezh priziet war nevid ar c’helaouiñ, gwerzhañ o zudenn kelaouenner, padout ha kreskiñ evel ar bevedeg eeunañ o tiogeliñ kendalc’h e spesad.

En degouezh petra a dalveze «ekologour» ? Un den a stourm ? Evit petra ? A-enep petra ?
An Aotrou an Arlevier ar republik en doa dibabet un den brudet da zezerc’hañ ar skritell ekologiezh peget war e leviadurezh frankizour digemplezh, ur bennadurezh vediaouek, un den a venne abaoe pell dezerc’hañ tudenn un den diziouerus da wellaat tonkad ar voull douar ma vevomp…

Setu un den en em zezerc’h eñ e-unan, e stumm un dudenn leurennet gantañ da viskoazh en e abadennoù skinwel.
Disterded mantrus ar stourm skritellet «ekologour» n’eo ken.
An ekologouriezh zo un danvez, bet marteze sirius, hogen a zo risklet buan war zachenn ar c’hantaezañ adal e eskoradur, atoret ma ’z eo bet gant ar c’hwiled a glask gounit mouezhioù keodedourion ar Stadoù en dilennadegoù, an abadennoù-se a zo sañset dezerc’hañ ar werinelezh.
Dezerc’hañ ne dalvez ket bout, hogen lakaat un dezerc’had da vout diwar elfennoù amprestet d’ ar veziadelezh. Tachenn an handerc’hañ eo.
Dezerc’hañ ar werinelezh n’ eo ket digeriñ an hent d’ar werinelezh, ha dezerc’hañ an ekologouriezh n’ eo ket digeriñ an hent d’ an ekologouriezh. D’ar muiañ eo reiñ d’ar boblañs abadennoù d’he diduiñ dre arvestiñ ouzh tudennoù a c’hell an dud kenduiñ ganto peogwir int eus an danvez a vouet o c’hantaezañ.

N’ eo ket bet dibabet an dudenn-se gant an arlevier evit plediñ gant un danvez resis e vefe bet barrek warnañ ar maodiern, hogen evit lorbañ ar boblañs, evit he c’hendrec’hiñ e vo kaset ar yoc’h hag e vesaerion war an hent mat.

Embannet e oa bet gant trompilhoù ha taboulinoù e vefe er gouarnamant tud ar «gevredigezh keodedel».
Ar ger-se n’ eo nemet ur benveg kehentiñ all, ul lugan. «Kevredigezh keodedel» a chom ken koumoulek hag «ekologiezh», padal e ro da soñjal er ger «keodedour» mat ivez da gantaezañ ar boblañs.
Evit gwir e labour an arlevier gant lern gozh pe yaouank eveltañ a zo arroutet gant kalvezerezhioù an hent a gas d’ ar galloud, pe hiniennel, pe armerzhel, pe bolitikel e vefe…
N’ eus ket eus ar «gevredigezh keodedel». N’ eo nemet un handerc’had a venn lakaat da grediñ hag ez eus keodedourion diouzh un tu ha tud arbennik, arroutet war ar vicher, a bledfe gant ar politikerezh, an armerzh, ar c’hultur ha me oar me…
Ar geoded zo sammad hec’h izili holl hag o holl bleustroù.
En ur werinelezh (mar bez eus an dra un deiz bennak) ar «geodedourion» o devo da bleustriñ gant politikerezh, armerzh, arzoù…
Seurtoù gwezhiañ n’ int ket nemet labour, tachenn perzhidi stummet mat war o micher, oberourion, dornwezhourion, hogen tachennoù ar c’halvezañ-trehontiñ, tachennoù tud stuziet ha digor d’ ar bed, tachennoù ar buhezañ.
Emeur war dalbenn kened ar bed, un dachenn buhezek ha kemmus, ma vez dic’hortoz heuliadoù pep gwezhiañ. Fiziout an tachennoù-se en arbennigourion zo en em lakaat en arvar a vezañ o sklaved.

Ar stourm ekologour zo ur farserezh, un doare da lakaat an dud da blegañ d’ un tonkad mantrus en ur c’hoari, en ur zezerc’hañ ur Salvidigezh peuz kravezel… Salvidigezh petra ?
An denelezh eo a zo distrujet ha n’ eo ket an tamm voull douar ma vevomp.
Stourm evit hon bugale ? Hon bugale n’int ket mui denion endeo hogen chatal a vo paket muioc’h egedomp c’hoazh gant ar pezh a vo kinniget dezho dre vruderezh termaji ar mediaoù.

Echu eo amzer ar stourmoù trouzus hag aner, amzer ar palastroù mamm-gozh war ur c’helan . Echu eo amzer ar c’healiadurezhioù sederaus hag amzer gozh an arc’hañ.
Ur bed zo da sevel a-raok ned afe ar bed-mañ da get ouzh hon c’has da stad loened reuzeudik. Bezomp denion laouen hag atebek.