an dibareg

Un darvoud, pegen bihan e vefe, mennet pe get gant an oberour (gwezher), zo ennañ e lod a hollvedegezh, munut marteze, diheverzh, hogen a c’hellfe devoudañ un hontkenderc’hañ.

A-wechoù, e-lec’h klevout an hontkenderc’hañ ne daoler pled nemet ouzh ar c’halvezañ, ouzh dibaregezh an darvoud. (Ober a ran gant klevout evit merkañ n’ eo ket alvezel an hontkenderc’hañ. Hag eo azas ar ger ?)
Miret e vo arlivioù lec’hel, henvoazel, askenderc’het ur yezh, sellet evel dibarek, hep gwelout e c’hell he lod a hollvedegezh bezañ aet da amparañ doareoù all bev hiziv an deiz hag azasoc’h ouzh ar bed ma vennomp buhezañ.
Dalc’het e vo d’ ur furm kozh, a zo risklet en anistor, e grignol an istor, hep e veizañ en emdroadur ar yezh, hep gwelout barregezhioù hollveziadekaat ar yezh a-vremañ, hep e lec’hiañ en emdroadur ar bed, e-barzh niñvañ ur gumuniezh denel bev.
Ur meizadur eus an istor eo, meizadur anistorek leal.
Seurt meizadur a ra eus ar brezhoneg ur rannyezh eus kornog Frañs dindan beli ar galleg degemeret da yezh a sevenadur nemetañ gant rannyezherion vrezhonek.
Ar re a glask sevel ur yezh pobl hiziv, ur parlant «hollveziadek» n’ o deus evit gwir keal resis ebet eus ar bobl, eus ur gumuniezh tud, eus an istor. Dave a reont d’ ur bed a zo bet evel ur skeudenn gozh karet eus tud n’ o deus ket anavezet.
An istor zo evito un heuliad darvoudoù bet kaset da benn dre youl hiniennoù, elfennoù dibarek a stagont kenetrezo dre youl o from, o angerzh. N’ eus evito nemet hiniennoù eus ar vrezhonegerion, an hinienn ez int o vezañ e penn ar re all o reiñ e ali hiniennel, mouezh e drivli. «Pep hini zo libr». Frankiz ar re varv eo se, frankiz ar sujidi pe ar sklaved, bevañ ha n’ eo ket buhezañ.
Merañ a reont ar yezh evel ma vefe un danvez neptu, ur c’halvezad eus ar boutinañ. Merañ a reont ar vuhez evel ma vefe alvez ha beved : chom bev ha merañ kalvezadoù.
O yezh, o fobl, zo mojennek, un handerc’had, un c’halvezad hep buhez. Dal int d’ an istor pa ne reont nemet amprestañ «kealioù» digant stuzegezhioù estren dezho evel traezoù. Ne reont nemet dedalvezout kealiadurezh ur stuzegezh a c’houzañvont muioc’h eget ne berzhiont enni.
Penaos emouezañ ouzh ar bed pa vezer en anistor, destuziet ?

Hag e c’hellfe bezañ un hent aesoc’h da adkavout an istor ? Ne gav ket din. N’eo nemet pouezh ha gwered ar stuzegezhioù beveziñ. Moarvat emañ ar stuzegezhioù beveziñ en hil ar stuzegezhioù hollveliour.
Spontus eo galloud ar renadoù hollveliour war ar yoc’hoù. An hevelep pouezh a lakaont war an hiniennoù ha frammadur ar c’hampoù bac’h pe ar sklaverezh. Divarrek eo an hinienn enno keit ma ne dec’h ket diouzh galloud ar gumuniezh ren, keit ma ne sav ket e gumuniezh digor war an hollved.

Pegen dister e vefe avat, pep darvoud denel zo en hollved.
Chom e c’hell e hollvedelezh er par galloudel, pe amparañ ur c’halvezad dibarek a zoug e sammad hollvedelezh a-raok na vefe bet merzet, meizet, niñvet.
Bez e c’hell, avat, bezañ devouder un hontkenderc’hañ ha degas buhez, seveniñ bed…

A-wechoù e c’haller tremen hep an hontkenderc’hañ ha kemer da zremmwel ar c’halvezañ, dibaregezh ar c’halvezad, ha krediñ ent leal kavout ennañ an hollved.
Ar bed ne vefe neuze nemet dastumad ar c’halvezadoù dibarek lakaet kichen ha kichen en o lieselezh. War ar skouer-se e vo miret holl arvezioù lec’hel ha tremenet ur yezh, yezh dalc’het evel kalvezad, dastumet en anistor grignol pep hini, hep keal eus emdroadur ar yezh a-unan gant emdroadur ar bed e maezienn ar vuhez.

Techet eo pep hinienn digenvezet er yoc’h da dreiñ kein ouzh amparadur ur gumuniezh denion a emdro gant ar bed. Yoc’hekaat poblañsoù ar bed a zistruj barregezhioù an denion da amparañ kumuniezhioù istorekaus.
Petra a c’hell kavout un hinienn repuet e-barzh he c’hrogen-c’hrignol kollet en un yoc’h-yod disneuz ? Netra nemet an eurvad hag ar marv.

fistilh ar gwagennoù

Keuz ‘m eus da geleier skingomzet un amzer a zo bet. Keleier e oa, bet skrivet gant ur c’helaouenner ha lennet gant ur speaker (komzer, kinniger).
Ar pellder lakaet gant an dud a vicher etrezo hag an danvez kinniget, etrezo hag ar selaouerion a roe tro d’ ar selaouer ober e ziviz war an devoudoù.
Ar skrid a oa bet savet gant ur c’helaouenner a-vicher ha lennet gant ul lenner a-vicher, derc’hel a rae an dud-se war o mennozioù ha war o zrivliadoù evit kinnig ur c’halvezad.
Un nebeut pozioù imor a oa ivez, graet gant kronikerion pe vleinskridourion.
Fraezh e oa war be dachenn e komze pep hini.

Hiziv an dud a gomz diouzh ar beure war France Inter n’int na kelaouennerion, na komzerion, na kronikerion. Ambilherion skinkasadennoù int, pe marteze brizhdremmourion o tezerc’hañ un dudenn, hini un den a zo mignon ar selaouer o komz er skingomzer. Ne lakaont pellder ebet etre danvez ar stlennañ hag o zrivli.
Pa lavaran ambilherion eo faziek. Pezh a reont zo ledañ o imor war a bep seurt traoù, o savpoent hiniennel, pe o zrivli nemetken, kinniget evel un dezrevell feal eus an devoudoù. Ha gwazh a se d’ ar re n’int ket ali ganto.
N’eo ket kudennek. Ret eo gouzout avat hag e kinnigont ar pezh a reont evit ar pezh ez eo. Marteze emañ ar gudenn gant ar selaouer a c’hortoz kelaouiñ el lec’h ma kinniger dezhañ un diduamant.
Lakomp e vennfent kelaouiñ. N’ eo ket nevez o emzalc’h forc’hellek.
Soñj ‘m eus e oa bet aterset un den gant ur c’helaouenner eus Le Monde er bloavezhioù seikont. Ar c’helaouenner a oa o sevel ur pennad diwar-benn ar Mouvement breton. Ar c’helaouenner en doa heuliet e vennoz war an divoud hep menegiñ an elfennoù degaset dezhañ gant an den aterset, pe e oant bet distreset evit klotañ gant e soñj eleze brudañ tost an holl klichedoù endalc’het gant ar c’heal Mouvement breton d’ an ampoent, klichedoù eztaolet gant trouzerion ar Mouvement breton o-unan. Graet o deus berzh abaoe ha n’eus mui den ebet hiziv evit mont donoc’h war an danvez.

Diouzh ar beure-se er skingomz, ar saviad a oa boutin ha beleg iliz kefridiel ar c’helaouiñ yoc’hek a oa o tifenn e genseurted a-enep an diaoul Melenchon a oa bet o skrivañ an derc’hent war e vlog e soñj a-zivout metoù ar wask. An den taget ne oa ket bet pedet evel just pa oa anv da ziskar e savpoent ha d’ e ziskouez evel un diaoul.
Ne oa nemet un abadenn vantrus da veuliñ beleion ar relijion kefridiel, hini ur metou tud bet stummet en hevelep skol, o tebriñ en hevelep pretioù, o vevañ en hevelep karterioù, hini sternion vihan ar galloud, tud a gultur.
Politikerion, kelaouennerion, chobiznesourion ha biznesourion a vev kenetrezo. Un doare intelligenstia. Unan a zo politikour un deiz a vo patrom un deiz all, un all a yelo eus ambilher skinwel da bolitikour hag a-geveskemm… An disoc’h zo e vezont pep tra war un dro, ha diaes digejañ ar pezh a zo kelaouiñ diouzh ar pezh a zo moederezh pe kehentiñ en o c’homzoù.

Diwar vont, ha peogwir eo arveret alies ar gerioù-se gant an dud-se, e kavan ez eo diaes komz eus kevredigezhel keodedel war o divoud. Ur wir gumuniezh a amparont a c’hoarvez eus tud a zo war un dro politikourion, chobizourion, biznessourion, e berr komzoù iskefredourion o ledañ un iskealiadurezh eskoret eus ar stuzegezh ren.
Diaes eo lakaat seurt kumuniezh er gevredigezh keodedel p’ emaint an holl anezho un troad er politikerezh war o femdez. Diaes ivez pa hañvalont e giz-se en em hevelebiñ ouzh peurrest ar boblañs a zo ken pell diouto, int a zo ur benveg galloudus e yoc’hekaat ar boblañs dre an arver a reont eus ar mass media.
E pelec’h emañ ar geodedelezh ? E pelec’h emañ ar gevredigezh ? N’ouzon ket evit gwir kement e perzhiont da veskañ pep tra.

Aet on da lenn ar skrid kablus meneget gant ambilher France Inter.
Ne oa ket e prezegenn an ambilher un dezrann pe menegoù eus ar skrid. Ne oa nemet un eztaol eus e gasoni ouzh an aotrou Melenchon, savet diwar pesketañ un nebeut gerioù er skrid da vagañ e imor ouzh un den a lakae en arvar e gredenn.
Da’ m soñj ne gav ket paotr France Inter en defe ar Melenchon ur galloud bennak. E dagañ a ra peogwir eo digredenn da geñver e relijion. N’ en deus ket graet seurt prezegenn goullo da ziskar ar Melenchon kennebeut. Graet eo bet evit difenn brientoù a gav eñ hag e genseurted kaout a rafe anezho tud a-bouez, dreistdiraez, en urzhaz ar gevredigezh beveziñ a anvont a-wechoù republik, a-wechoù gwerinelezh.
N’int nemet furlukined ar roue erfin. O roll zo ledañ dre ar boblañs ar mennoz he eus ur pezh mell chañs da gaout tud ken speredek a ziviz eviti petra zo mat petra zo fall.
Trugarez vras dezho.

eost

Ar primeoster, paotr hegarat ha ki-labour, a lavare din e oa ar re gozh evel ar vugale vihan, gwan ha bresk. Ret e oa ober war o zro evel war dro ar vugale vihan.
En ur maladur eus an ankoù paeron, an ankoù a respont da c’houlenn e gomper a-zivout ar gouleier un dra damheñvel. Bresk ha gwan eo gouloù ar re-gozh ha ret eo ober war o zro, o frederiañ evel bugale.
Diaes eo da empentiñ en ur bed ma ‘z a pep hini diouzh e du, lakaet da grediñ ez eo eñ an hini nemetañ barrek war ar pezh a ra, evel soudarded un impalaeriezh a gred pep hini kefleuniañ al labour ken prizius fiziet ennañ gant an impalaer, gant ar ouenn.
Gwazh a se d’ar re vlin !

Dic’hallus eo resisaat petra zo prizius er pezh a reomp, pezh a ra da bep hini krediñ ez eo eñ kreizig-kreiz an denelezh ? Ha n’ eo ket aze azonoù ur gevredigezh diempret, ur gumuniezh tud aet da yoc’had ma vrein pep hinienn stishaet e ved d’ al labour, beved hag alvez, traken ?

Kaer eo mousc’hoarzhoù ar re gozh e drama ur denelezh na oar mui petra eo un den. Trehontiñ ez int, trec’h war ar skiant voutin a ra eus ar re-gozh boued an ospital, trec’h war ar beved a ra anezho kelanoù daleet.

Klañv on, kozh, kement-se on bet da viskoazh, kollet e-kreiz ur yoc’had a vlej, a c’hoarzh, a red evel loened gouez dindan gwask ur jabadao sonet gant loened ambilh ur sterniad aet diroll.
Mervel a ran rak bezañ kutuilhet mousc’hoarzhoù ken soutil, kened berrbad ha stank.

leterc’had ?

E pe zegouezh e c’hellan ober gant ar ger leterc’had ?
Ent kalvezel, eo termenet evel «ambredañ A dre ober gant an arouez o tenotañ B, ken e vez diskogellet an arc’hwel denotañ ha digoret hent ar c’hennotañ» e-barzh Lavar 09, KIS-359, p. 83

Pa lennan ar skridoù niverus gant GE (Guy Étienne) ma ra anv eus leterc’had e kavan eo arveret evit menegiñ ur gwezhiañ a zo kalz ledanoc’h eget ar barzhiñ, an arz, pe ar yezhoniezh, ar ouezoniezh ma ra anv anezho.
Marteze n’ on ket gwall ampart evit mont war an tachennoù pleustret gant GE.
Pa dostañ an aozer ouzh an arz, e kav din e chomer hanter hent etre ar ouezoniezh hag un dra all n’eo ket spisaet gwall resis a denfe d’ an hontkenderc’hañ, d’ an nit ?
Hañval a ra din e chom ar ger arz ur c’halvezad, ur ger a glasker termenañ hep reiñ da anavezout ar pezh a zo endalc’het gantañ… Un tammig evel ma vefer gennet gant an termenadur danzeet gant ar stuzegezh ren, hini ar ger gallek art.

Pinvidik kenañ eo avat ar skridoù embannet gant GE e-barzh PREDER hag ar gelaouenn EMSAV. Pinvidik eo ar geriaoueg sevenet gant an aozer ha digeriñ a ra war un dezevout diles ha nevezus.
Dispellaet on gant al labour graet ha war un dro eo al labour-se, e-touez meur a draoù all, a ro din kalon da glask fraeshaat va ferzhiadur en denelezh.

Da viskoazh on bet techet da veskañ pep tra. Moarvat eo peogwir da ‘m meno ne gaver morse e buhez mab-den elfennoù a c’hellfe bezañ renket dindan ur c’heal nemetken. Ar c’healioù ne dalvezont nemet da labourat. Ar gwezhiañ disterañ gant mab-den a denn bepred da veur a dachenn.
Ur gwezhiañ denel klok ha diles a-berzh mab-den, a endalc’h war un dro labourat, oberiañ ha niñvañ. Lakaat a ra e brall perzhioù buhezel mab-den hag e berzhioù alvezel ha bevedel. Bras pe brasoc’h e vo pep hini eus an elfennoù-se hervez an degouezhioù ha diaes e kavan tevel war an arvez-mañ-arvez war zigarez bezañ efedus.
Marteze ne c’hoarvez nemet e degouezhioù ‘zo d’ ar gwezhiañ denel bezañ klok, ha diemouez eo.
Ha n’ eo ket an emouezañ bevennet d’ ar soliadelezh, d’ ar ouezoniezh, d’ an alvez ? Trec’h e vefe neuze an oberiañ ? An nit ne vefe nemet dargouezh glan ?

Daoust d’ e emdarzhegezh, an nit ne c’hell c’hoarvezout nemet mar bez sevenet amveziadoù e vezusted gant an den (hinienn bevedel ha loen keodedel) er bed savet gantañ, e-touez ur gumuniezh tud, hag ar bezañs enni eus hil ar gwezhiañ a remziad da remziad e stumm kalvezadoù ha taolioù nit, kalvezadoù padus ha taolioù nit steuzidik (an den zo barrek da anavezout, pe da vuhezañ ar pezh na wel ket, na veiz ket. Ha n’ emañ ket aze roll pinvidikañ al leterc’had ?).

Soñj ‘m eus eus daou zoare lakaet d’an  ober er bloavezhioù seikont : ar beveziñ, a zistruj an elfennoù arveret, pe an hontkenderc’hañ, a zistruj an elfennoù arveret ivez, hogen ez int adkavet e stumm un elfenn nevez a ampar ur c’halvezad nevez. Neuze e adkaver e seurt kalvezad ar c’halvezadoù kent hag an taolioù nit kent. Un hiladur ez eus, un istor.
Da ‘m meno ne c’hell bezañ eus an hontkenderc’hañ nemet e-serr un niñvañ.
Arvestiñ ha lenn, n’ eo ket hontkenderc’hañ, ret eo ober, ha komz.

An arz zo bezañt er c’halvezadoù arzel diziouerus emichañs d’ ar bed da vout.
An arz bev, an nit, n’ emañ ket er c’halvezadoù arzel, nag en arz ensavadekaet a zo stuzegezh, hollad ar c’halvezadoù, ha n’ eo ket sevenadur. Setu pezh a greden, arz ha sevenadur ne c’hellont bout nemet mar bez eus an nit
Ar galleg culture zo ur goumoulenn, ur c’halvezad, a dalvez da argas en ur bed all bezusted an nit empleget gant arver resis ar ger sevenadur (Alies eo arveret ar ger sevenadur evit ar galleg pemdeziek culture. Gwelloc’h e vefe en degouezhioù-se ober gant kultur peogwir e chomer e-par ar stuzegezh ren ha treuzplakañ a reer ar brezhoneg sevenadur war ar galleg culture hep derc’hel kont eus ar pezh a zo endalc’het gant ar ger brezhonek.
Ar ger sevenadur zo bet krouet gant Vallée emichañs, eleze e dibenn an naontekvet kantved, kavet e-barzh an Notennou diwar-benn ar Gelted koz adembannet e 1922, ha resisaet eo bet e ster gant al labourioù renet adal ar bloavezhioù 50 gant al labourioù embannet gant PREDER hag e-barzh ar gelaouenn EMSAV).

En hevelep doare ma ‘z eo risklet ster sevenadur da stuzegezh er brezhoneg komzet eo risklet ar politikaat da bolitikerezh (la politique), hag ar geoded da gevredigezh o tispellaat an hontkenderc’hañ e gounid ar c’halvezañ.
Stuzegezh, kevredigezh ha politikerezh zo kalvezadoù, frouezh an oberiañ, kenkoulz hag un daol pe ur gador. Arvezioù bevedel zo ganto ivez pa dalvezont da ziwall beved an dud dre o gwareziñ hag o magañ. N’ on ket sur ha ne vefe ket eus ar riskladur ster er brezhoneg resis zoken.

Ne gomprenan ket bepred pe zachenn zo d’ ar ger leterc’had gant GE.
Hañval a ra a-wechoù ne vefe ket a ziforc’h etre leterc’had ha derc’henn. Padal evidon e taveont da saviadoù diforc’h.
Heñvel eo ouzh tudoniourion ‘zo a ra eus ur sorbienn disleberadur ur vojenn. Daou dra disheñvel int evidon, eskoret e saviadoù diforc’h gant ur roll disheñvel.
Ken diziouerus int an eil hag eben avat.

An dro gaer betek amañ…

arz al leterc’hañ ?

Klevet ‘m eus er skingomz, diouzh ur beure bennak, ur politikour a genlaboure gant bagad arlevier ar republik frañses.
Ar gelaouennerez a c’houlenne outañ ha ne oa ket diaes kregiñ evel kannad ha na gaout ur pleustr eus ar vicher.
Respontet en deus an aotrou dezhi, o vont outi dre hec’h anv, e oa an hevelep saviad ma oa bet hi p’he deus kroget e France Inter.

Hag ul leterc’had eo se ?
E-lec’h komz eus an degouezh meneget gant e aterserez en deus meneget un degouezh all.
En ur ober kement-se en deus diflipet diouzh ur respont gwirion, diouzh un tamm preder hag eskemm, dre ginnig ur skeudenn a gavan me diazas mik.
Ar gelaouennerez (kelaouennerez pe ambilherez ?) zo bet paket mik gant seurt respont ha divarrek da brederiañ. (Pezh a ziskouez marteze e oa he goulenn diwar-c’horre. Adkemeret he doa pezh a lavarer er mass media, hep un tamm enklask eus he ferzh).
Anat e oa koulskoude, zoken evit ul leue eveldon ha ne oa ket bet fiziet enni ambilhañ un abadenn diouzh ar beure war ar skingomz hep m’he dije graet labourioù all eus ar seurt, hogen un tamm mat aesoc’h, en a-raok. Desket he deus he micher, gwellaet he barregezhioù gant labourioù all a-raok ma vefe fiziet enni seurt abadenn.

En degouezh-mañ, Hag e c’haller ober anv eus leterc’had ?
Amañ, ar politikour ne zegas nemet ur skeudenn diresis a gemer lec’h un dezrann resis eus un darvoud eus an alvez : arc’hwelerezh frammoù ar stad, lakaet da gevatal d’ un darvoud o c’hoarvezout e metou al labour dre vras. Me, selaouer an abadenn zo lakaet da soñjal : ret eo da bep hini kregiñ gant ul labour.
Pe evit aesaat deveizañ ar gelaouennerez e oa, pe evit na respont d’ he goulenn, pe peogwir n’en doa an den aterset deveizadur resis ebet eus an degouezh ma berzhie ennañ.
Souezhus kenañ e vefe pa oa gantañ doareoù ul louarn kozh eus ar politikerezh.

E degouezh ar politikour, ar skeudenn degaset a chome e-par ar c’halvezañ ha ne glaske tamm ebet bezañ un digor evit e gendivizerez pe evit ar selaouerion hogen ur pik echu d’ ur c’hendiviz na oa ket anezhañ evit gwir. Ne oa ket deuet ar paotr da gelaouiñ hogen da vrudañ.
Komzoù goullo a oa gant ar c’hendivizerion a oa divarrek d’ ober un diforc’h etre gwezhiañ en embregerezh France Inter a bleustr war ar moederezh hag an diduamant, ha gwezhiañ e framm stadel ur werinelezh vourc’hiz.

Hag e c’haller ober leterc’had eus keñveriadenn ar politikour ? Ar geñveriadenn a ra etre an dud o vont da gannaded hep pleustr politikel en a-raok hag ambilherez France Inter o kregiñ gant he micher a c’hell lakaat ar selaouerion da soñjal en ur bern traoù, zoken ez eo ar plac’h ul leueez a gentañ klas, degas da goun skeudenn an deraouad, degas da goun e vezer bepred deraouidi…
Me gav din avat n’eus digor ebet eus ar seurt gant keñveriadenn ar politikour alese ar paour kaezh plac’h o chom bout.

Gwelloc’h e kavan mirout ar ger leterc’had evit un niñvañ, ur gwezhiañ ma c’hoarvez bezusted ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ, un digor war bezusterioù diniver a eskor e pred ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ.

Ma fell deoc’h ober ho soñj war an eskemm, ken diresis eo pezh a skrivan, kit war load France Inter : an 24 09 17, le 7-9, Interactiv 8h38.
Evit ar pezh a sell ouzh keal al leterc’hañ eo gwell deoc’h lakaat ho fri e-barzh an dastumad LAVAR embannet gant PREDER, aze e kavot binvioù resis ha muioc’h zoken.

Roparz Hemon, ar Vrezhoned, ha me, ha me, ha me…

Poblañs Breizh n’ eo nemet ul lod eus ar gumuniezh frañses meret gant ar Stad C’hall.

An emsaverion, Kervarker, Hemon da skouer, pe tud ‘zo er bloavezhioù 70 a oa tud emouez, pe gizidik kentoc’h, ouzh ar bed m’edont, pe ma vennent bezañ. An anvad emsaver a zeree outo pa dennent muioc’h da niñverion en ur bed bev eget da verourion ur bed, renablourion un dastumad kalvezadoù lezet en o amen gant ar remziadoù kent.

Hiziv ne weler nemet tud chalet gant arvezioù ‘zo eus Kevredigezh Frañs (ur gumuniezh tud a stuzegezh frañses) o vevañ er gevredigezh-se (buhezañ). Kevredigezh, da lavarout eo un emframm armerzhel meret gant ur framm stadel. Pep hini a sent ouzh reolennoù ar gevredigezh meret gant ar Stad evit a sell ouzh e wezhiañ.

E skridoù Roparz Hemon e kaver roudoù mojenn ur Breizh evel pa vije, war un dro gant atersoù niverus war stad ar vro ma vev an aozer ha lec’h an dud eveltañ o deus dibabet ar brezhoneg da yezh. Gantañ e teu d’ ar gouloù kalvezadoù diles a droc’h gant sodelloù ar bed kozh.
Dibabet en deus ar brezhoneg da yezh ha n’ eo ket da c’hoariell, da folklor er stuzegezh ren, kement e gas da dreiñ kein ouzh ar framm stadel hag ouzh ar stuzegezh ren.

Pe lec’h eo hini ar vrezhonegerion hiziv an deiz ? Peseurt tud omp ? Hag eo kantreizh an dibab a reomp eus ar brezhoneg ? Pe roll a c’hoariomp en istor ar yezh-se ? Petra eo istor pep hini gant ar yezh-se hag en e zarempredoù gant ar vrezhonegerion all ?
Piv omp, da biv omp liammet, penaos ? Hag e perzhiomp en eskoridigezh ur bed diles, pezh a zlefe anadiñ en hon kalvezadoù, pe hag e vezomp livourion ar sul ? An daou zo mat, diles, hogen diforc’h mat.

Hemon n’ emañ ket o leñvañ war donkad ur breizhad mojennek, ur yezh vojennek.
Lakaat a ra war wel breskted ar vicher den. Ar gevelenn «Al laer avel» zo intret gant ar vreskted-se.
Ma chom un den e par e hinienn ne c’hell nemet c’hwitout war e zenelezh. Tonket eo da vezañ un dudenn o redek war-lerc’h, pe dirak, un tasmant. Pezh a ra ar benndudenn.
Hemon zo den ur gumuniezh ha den un tonkad. Pezh a ra n’eo ket hepken evitañ, evit bezañ un den perzhek, parzhiat er stuzegezh ren, pe frañses pe vrizhvreizek e vefe.
Un danvez, un endalc’had zo gantañ, denelezh eo.
Dizoleiñ, diskoachañ a ra, kement elfenn a zenelezh a vez er vro.
Setu ar pezh a verzh Hemon, setu ar pezh a gaver a-hed e skridoù.
Ma ne vije ket bet eus an dilested-se, ne vije bet Roparz Hemon nemet ur marmouz, ur gall keitat o livaduriñ e brezhoneg e stuzegezh kelenner gall.

Ar skrid a stign un aters war vuhez an dudenn, war e zibaboù, war e vankoù, war ar pred tener ha bresk ma eskor ar rezid… Pe get.
Petra eo bet buhez tudenn al laer avel ? Ha n’eo ket bet digalon ? Hag e oa ar sonerezh evitañ un dec’hadenn diouzh ur bed na gomprene ket ? Ha n’eo ket dibenn ar gevellenn un dec’hadenn gwashoc’h c’hoazh ? An dudenn a zilez e vuhez evit kemer buhez un all hag e dibenn ar gevelenn divroañ.
Koll a ra ar pezh a rae e zilested kelenner-soner, hag en em guzhat a ra dindan anv ha buhez un den all. Divorc’hed eo dirak emlazh ar soner. Dispriz a vage outañ. (Deskrivet eo er skrid ar soner evel mezvier, den treut e spered, soner dister. Ha n’eo ket savpoent an dudenn ?)
Penaos tremen hep merzhout seurt elfennoù degaset gant an aozer ?

Atersoù an aozer war e vuhezañ eo ivez, atersoù a zo en andon pinvidigezh ha donder e labour, don ha ledan. Kinnig a ra tudennoù pinvidik, buhezek, hag ur broud d’ an holl lennerion da emplegañ o buhezañ eo…

Seurt oberenn a dedaol diazezoù ur bed nevez na vo ket un askenderc’hañ eus ar bed beziat nemetken.
Freuzañ a ra Hemon ar chapelioù kozh, an talvoudoù kozh. Ar pezh a voe graet gant strolladig ESB en hiladur gwezhiañ Roparz Hemon.

Seurt danvez a gaver gant aozerion all evel Guy Etienne da skouer, ha kalonekaus eo evidon e vefe eus seurt danvez. Un nor digor war ar politikaat hag an hontkenderc’hañ eo.

N’on ket un den oc’h hiraezhiñ d’ar bolitikerezh. Dizoloet ‘m eus ar politikaat, hep bezañ tremenet dre ar politikerezh, dre genlabourat ouzh obererezh ESB (Emsav Stadel Breizh), daoust da ‘m c’henlabour bezañ bet treut.
Aon ‘m eus eo steuziet ar politikaat. N’eus barregezh politikaat ebet gant ar politikerezh kempred ha pa zeufe eus ur strollad politikel emskritellet brezhon pe eus ur strollad politikel gall all. Politikerezh ar bed-mañ zo bac’het en oberiañ, pe zoken e meradur kalvezadoù.

Aet d’un egin den rez d’ ur pred on distro d’un den arallekaet, d’ ur babouz mantrus gludet en isstuzegezh kornog Frañs.
Brezhonegañ hep un egor politikaat, hep un niñvañ, ne gemmo netra ouzh va saviad. Un aner eo. N’ eo nemet un taol kempenn d’an arallekadur, un tun da lakaat gouzañvadus saviad un den destuziet (tremenet eus ur stuzegezh pobl d’ ur stuzegezh beveziñ).
N’on ket eus metou ar gelennerion pe ar skolveuriaded. N’eo ket o disprizañ a ran. Un devoud eo. Neuze n’ on ket bet peurstuziet gant ar stuzegezh ren. Ne ‘m eus bet un istor boutin gallus gant an dud-se nemet dre ur politikaat, ur bezañ denion, e niñvañ ar bloavezhioù 70.
Steuziet ar politikaat ez omp estrenion a-nevez ha pezh a c’hellan soñjal pe ober ne dalvez mann a-nevez evit ar Vrezhoned.

kemm

Pa groger da grouiñ darvoudoù a gemm an natur, a drevez e argerzhioù, ne c’haller e nep doare distreiñ d’ur stad kent, pe zoken kaout levezon bras war an heuliad dianlenadoù a zo bet lusket.
An dud a ra kalz trouz en-dro da sturiañ an dazont ne reont seurt trouz nemet da gadarnaat o saviad renerion ha da zinac’h o atebegezh en heuliad an darvoudoù.
Pezh a c’hallfed ober a vefe en em glevout war emzalc’hioù boutin da heuliañ, en ur c’houzout ervat e vo dic’hallus lakaat an dud d’ober ar c’hontrol eus ar pezh a reont dre na reiñ dezho ar binvioù da gemm.
N’eo ket kempenn emzalc’hioù an dud da geñver heuliadoù dirakweladus a vefe d’ober hogen kemm o emzalc’hioù da geñver an amveziadoù o c’has da gemer riskloù arvarus evit an denelezh.
Keit ma chomo an dud dall war an hent kemeret a bell ‘zo e vo dic’hallus levezonañ heuliadoù dedaoladurioù o divizoù kozh.

télescopage

Lennet ‘m eus ur pennadig war Acrimed, les sondologues piliers de l’éditocratie, keit m’edon oc’h adlenn Hannah Arendt. Condition de l’homme moderne (The human condition 1958), ha ma oa anv er skingomz eus ur warell ramzel a rofe tro da welout en empenn traoù na oant bet morse gwelet c’hoazh.

E skrid Acrimed e soñjan ne c’haller ket komz eus kealiadurezh a-zivout ar sontadourion. Emañ an dud-se o gwezhiañ er stuzegezh ren. Darempredet o deus an hevelep skolioù, an hevelep metou, an hevelep embregerezhioù hag an hevelep tud. Aes eo neuze merzout er pezh a genderc’hont evit an araezioù kehentiñ yoc’hek (resisoc’h eget mediaoù arveret da heul ar galleg médias a denn da voutinekaat binvioù a zo pell a vezañ dinoaz) ne dalvez ar binvioù a arveront nemet da reiñ ur skeudenn eus ar bed a glot gant amkanioù piaouel d’ ar stuzegezh ren.
An dud-se zo hiniennoù o deus pleget d’ ur framm armerzhel na c’hell padout nemet ma ‘z eo divarrek an dud ennañ da welout pelloc’h eget ar sifroù.
An dud-se n’ o deus na amezeion, na vignoned, n’ emaint ket en ur gumuniezh denion.
N’ o deus ket amzer da goll, stummet int bet d’ ober berzh, hag evit ober berzh eo ret dezho daremprediñ pennadurezhioù ar stuzegezh ren, heuliañ sturioù ar stuzegezh ren.
Ma klasker o lerc’hiañ en driad «beved, alvez, buhez», n’ o deus ket kalz a vuhez. O dezevout, o gwezhiañ, zo e-par an alvez.
Ne c’hell ket bezañ e giz all.
Pezh a zo pouezus neuze n’ eo ket diskuliañ an darvoud hogen merzout ez eo un darvoud ha diorren ur pleustr all ha dezrannañ ar pezh hon eus ni lonket eus ar stuzegezh ren, ha kement-se adal ar gavell.

E-barzh levr Hannah Arendt e lennen: La conception astrophysique moderne, dont les origines remontent à Galilée, et qui met en question l’aptitude de nos sens à percevoir le réel, nous laisse dans un univers tel que nous ne connaissons de ses qualités que la manière dont elles affectent nos instruments de mesure, et, comme dit Eddigton, « nous connaissons les relevés, non les qualités. Les premiers ressemblent aux secondes comme un numéro de téléphone à un abonné». En d’autres termes, au lieu des qualités objectives, nous trouvons des appareils, et au lieu de la nature de l’univers – pour citer Heisenberg – l’homme ne rencontre que soi. »

Ar paotr er skingomz a roe pouez ha ment ar warell ha penaos e vefe gwelet traoù ken bihan ma ne c’hell den ebet o gwelout. An den a ouie en a-raok pezh e oa mennet da welout hag e welout a rafe dre hanterouriezh ur benveg savet da welout pezh a venne gwelout na welfe morse gant e zaoulagad.

An tri pennadig-mañ o deus da welout gant lec’h ar sifroù er stuzegezh ren, sifroù roet gant binvioù, n’ int ket muioc’h an natur eget ur skeudenn. Padal e c’hallo ar re a bleustr warno klask o gourlakaat d’ an natur ha d’ ar vuhez, betek ma klotimp holl gant ar skeudenn tres-ha-tres.
Un deiz e vo ganin tres dik va niverenn bellgomz hepmuiken, pe forzh pe niverenn gourlakaet din gant poellgor sturiañ an ijinenn veur.

euzhvil Tati

Noziñ a ra. Emaomp staliet da gemer ur banne dirak ar mor, en ul lec’h a anavezan abaoe va bugaleaj. Ur gêriadenn war an aod, a oa darempredet gant labourerion Naoned ha Sant-Nazer.

Ur blijadur e oa bet din dizoleiñ skeudennoù al lec’h-se, hini vakañsoù bugale an tiegezh gant va mamm-gozh, aet da ginkladur gant Jacques Tati en e film Les vacances de Monsieur Hulot.
Un dizoloadenn e oa bet, ur gejadenn etre burzhudoù va yaouankiz ha tudenn ar filmaozer a oa e lignez filmadurezh frañses an etrebrezel, un dudenn vrokus o kemer warnañ an trubuilhoù da lakaat an arvesterion da c’hoarzhin ha da deneraat evel ma vefent gant ur mignon. Tudennoù ar film ha tudennoù va yaouankiz a oa en un bed.
Tati a ginnige ur bed evel ma tlefe bezañ, gant perzhioù a oa pleustret gant an dud vunut. War un dro e tiskulie an aozer mankoù ar stuzegezh nevez a daole muioc’h a breder gant an arc’hant eget gant ar vugale, a daole muioc’h a evezh ouzh an hini a gomz hag a babor eget ouzh an darempredoù etre an dud, ouzh ur bediñ da gas a-gevret, hag e tiskoueze spi e trofe da vat an traoù.

War an daol, war un tamm paper dasparzhet da vrudañ al lec’h e gounid an douristelezh, e oa ur skeudenn eus Tati eilpennet dirazon, ha tres an Aotrou Hulot sellet diouzh an tu gin a anade evel un euzhvil evidon, moarvat an hini skoachet e filmoù an aozer, hennezh a lavare Tati diwar e benn d’ an arvesterion : diwallit, marteze emañ ar bed e lec’h all, sellit diouzh tu an dud vunut, diouzh tu ar vugale, diouzh tu an huñvreerion vrokus…

War ur skeudenn, un dresadenn, ur voger, pe forzh petra a sellit outañ, pe a zo diskouezet deoc’h, ez eus bepred muioc’h da welout eget ar pezh a zo bet lakaet a-ratozh evidoc’h.
Filmoù Tati o deus ar puilhentez-se, hogen evit ar re na welont nemet ar pezh a zo goulennet diganto gwelout gant arbennigourion sirius ar filmerezh pe an douristelezh, n’int nemet kalvezadoù perzhek diouzh o savpoent, hini ar stuzegezh ren.

arz, a youl vat

Pa ginnigan un arvest evit netra, pe evit ur priz izel, ez eo a-wechoù sellet evel diberzhek.
O vezañ ma c’haller ober eus ar pezh a ran ur c’halvezad arzel, ne vefe ket arz e-barzh ar pezh a ran peogwir ne c’houlennan ket ur gopr uhel a-walc’h…
Hag e vefe ar priz azon an arz ?
Ret d’ an arz ensavadurel bezañ ker, bezañ gweladus, degas ar selloù war an hini e brof d’ ar foran. Ret dezhañ bezañ a live gant al lec’h kemeret gant hon mistri er gevredigezh. Mistri a skrivan peogwir e renont war hon gwezhiañ, mistri peogwir e kenteliont dimp penaos ober.
Dre na vezañ gweladus a-walc’h, dre na glask dedennañ ar selloù, dre ar priz izel, ne vefe ket arz ar pezh a ran. Un diduamant e vefe d’ ar muiañ, un erlec’hiad d’ an arz.

Adal pe briz, adal pe furm, adal pe vent e krog an arz ?

Chalus eo. Bac’het eo an arz e-par an alvez aze. Muzuliadus e vefe an arz diouzh priz ar c’halvezad, diouzh niver an dud e anavez da arz e metou an arz ensavadurel, diouzh niver ha pouez kevredigezhel an arvesterion ? Degemeret e vefe da arz kalvezadoù o deus ar c’hementad danvez ha labour rekis, termenadur alvezel mar bez. Pouezet ha muzuliet e vefe an arz ? Neuze an arz ensavadurel zo marc’hadourez hepmuiken.

«Ar bloavezhiadoù labour a ‘m eus graet zo endalc’het en dresadenn-se», respont fentus graet gant n’ouzon ket pe arzour ouzh ur vaouez a gave dezhi ker ar priz goulennet diganti evit pemp munutenn tremenet d’ ober un dresadenn war un tamm doubier paper. Brabañserezh e oa, fent ? Un azon eus an arz ensavadurel a eztaole an arzour evit gwir. Unan eus an digarezioù-se da lakaat un urzhaz d’ ar bed da argas muiañniver an denion da yoc’h.

Ne gav ket din e vefe bezañt an arz e nevid an arz… Pe kavout a reer arz e nevid an arz evel forzh pelec’h all, ket nebeutoc’h, ket ouzhpenn.
Ne c’hell ket eskoriñ an arz eus al labour, rann eus ar gwezhiañ denel, padal ne c’hell ket dioueriñ al labour. Arz ne c’hell ket bezañ avat hep an oberiañ hag an niñvañ.
Pemp munutenn zo a-walc’h d’ an arz eskoriñ, ha devezhioù labour war un oberenn a c’hell lazhañ an arz.
Gauguin a lavare diouzh an oberennoù saloñs -« Flaer ar c’hwez zo ganto ». Mentet bras e oa al livadurioù-se ha peurlipet gant eurvezhioù labour diniver.
Livadurioù Gauguin a oa disprizet, ha brudet int bet ur wech aet e nevid an arz ensavadurel.
An arz a oa enno avat zo eskoret e lec’h all hag a eskoro da bewech ma vo lakaet ul livadur en ur saviad rezidek dirak an dud.
Den ne oar petra eo bet gwered an arz ganet e-serr livañ Gauguin. Anvuzuliadus eo, dizeskrivadus.
Er c’hontrol e c’haller sur a-walc’h muzuliañ roll atoradur ar c’halvezadoù deuet digant al livour gant nevid an arz ha gant ar stuzegezh ren.

An arz zo e lec’h all, dibriz ha divent.