kabellig ruz 3

Va frederiadennoù eus ar mare a ya gant ar sorbienn bobl rizh n° 333, The Glutton, hervez rummata Aarnes ha Thompson en o levr The types of the folktales, adembannadur, Academia Scientiarium Fennica, Helsinki 1981.

Ne c’hallan ket koulskoude na menegiñ Le petit Chaperon rouge deuet e gouloù e 1696 dindan bluenn Charles Perrault en e levr Histoires ou contes du temps passé avec des moralités, ken brudet eo skridoù al levrig-se.
Padal eo anavezet fall tre skrid Perrault a zo bet malet hag advalet, dreist holl adal an naontekved kantved, pep hini o tegas kemmadurioù ha reizhadurioù bern-war-vern.
Maladur lennegel Perrault, a gavan brav tre evel m’ eo bet skrivet, a dalvez ar boan bezañ lennet. Kinnig a ran deoc’h teurel ur sell ouzh an destenn orin amañ.

Ar sorbienn bobl zo bet embannet un tregont maladur bennak anezhi dastumet war diriad Frañs e diazad al Liger ha Norzh an Alpoù, ugent anezho ne zeuont ket eus maladur Perrault.
Ar re a zo bet dastumet adal derou an ugentvet kantved a zeu holl eus Perrault.
Dastumet eo bet maladurioù en Alpoù italiat ivez.
Kit da welout labourioù Paul Delarue evit muioc’h a stlenn.

Ar maladurioù kavet en embannadurioù ar Breudeur Grimm, Kinder und Hausmärchen (1825) a zeu eus sorbienn Perrault. Ouzhpennet eo bet ar chaseour a zieub ar vamm-gozh hag ar plac’h diouzh kof ar bleiz, hag un eil kejadenn gant ur bleiz all a vo trec’het gant ar plac’h skoazellet gant he mamm-gozh. Ar maladurioù nemetañ dastumet en Alamagn eo, a zo bet dastumet digant ur vagerez bet e Frañs. N’eo bet miret nemet ar furm pell diouzh hini Perrault en embannadurioù diwezhañ ar Breudeur Grimm.

Ret eo derc’hel da soñj bepred ne anavezomp nemet ar pezh a zo bet dastumet ha dre ar furm roet d’ an danvez gant an embanner.

Ret eo derc’hel da soñj ivez ez on ur sorbiennour ha n’ eo ket un den a skiant. Ne ran ket ul labour reizhiadek. Ne sellan ket ouzh furm ar sorbiennoù hogen ouzh o danvez, pe da nebeutañ eo ar pezh a soñjan ober.
Al labourioù kaset da benn gant arbennigourion stummet er skol-veur gall zo dudius-tre. Degas a reont ur bern danvez, hogen e mare pe vare e tistroont bepred e roudoù ar stuzegezh trec’h. N’ int barrek da welout an aliesañ en arz pobl nemet danvez d’o studioù hag oberennoù dister. C’hwitañ a reont alies war an danvez.

Da genderc’hel…

Un nebeut stlenn war va sorbiennoù ha war doare va sorbiennañ ha va sorbiennouriezh a vo kavet en notennoù Sorbienn ha kevredigezh, embannet e-barzh ar gelaouenn Aber, niverenn 19, nevez-amzer 2005. Ne oa nemet un derou ha ne chom nemet un derou. Adkemeret war ar bajenn-mañ.

kabellig ruz 2

Le retour des fleurs, kavet e-barzh Histoires merveilleuses des cinq continents gant Ré ha Philippe Soupault, Seguers 1975.

Gwechall gozh e oa bleunioù kaer e pep lec’h, ha laboused a oa dudius o c’han, hag amprevaned a oa bleunioù bev, ha gwenan a roe d’an dud ar mel dous.
Ur wech, ar galloudusañ sorser zo aet kuit da venez uhelañ ar vro ken dilaouen e oa gant an dud na baouezent ket a emgannañ. War e lerc’h eo marvet ar bleunioù. Al laboused, an amprevaned, ar gwenan zo aet kuit da heul. Setu an istor a lavarer er boblad-se.
Ar vugale a blij dezho an istor hogen deuet en oad e lavaront ned eo nemet ur vojenn da ziduiñ ar vugale.
Ur paotr avat a lavar pa vo bras ez ay da c’houlenn digant ar sorser bras reiñ d ‘e vro ar bleunioù a-nevez. An dud a ra goap anezhañ.
Deuet en oad ez a kuit ar paotr. Kavout a ra ar menez, kavout a ra an tu da bignat betek an nec’h. Aze eo sammet gant un dorn diwelus hag en em adkav e bro ar bleunioù gant ar sorser bras.
– Tizhet on bet gant da fiziañs ha da galonegezh. Kemer kement a vleunioù ma fello dit. Lak anezho war ribl al lennoù, a-hed ar sterioù, er c’hoadeier. An avelioù a zeuy eus an norzh, eus ar su, eus ar reter hag eus ar c’hornog, ganto e kasint ar glav, ar vleunioù a gresko hag a baoto dre ar vro.
Ne ran nemet un diviz, ma fell deoc’h e chomfe ar bleunioù e vo arabat deoc’h en em gannañ ken.
Ar paotr zo distro gant ar bleunioù, anvet eo bet da benn ar vro hag adal ar mare-se n’eus bet na emgann na dabut er vro.

Evel er vojenn sinaat, Loar hag Heol, an istor lavaret gant an dud zo meizet evel handerc’had. Ar werc’helezh zo ar vro krin, divleunioù.
N’ eus nemet ur paotr evit krediñ e c’hell kened ar bleunioù bezañ gwerc’helezh, hag e ray pezh a zo ret evit degas ar gened en-dro, en ur zegas war un dro ar peoc’h.

En div vojenn hon eus ur bed aet digened ha diaes da vevañ. An dud a zegemer an darvoud evel lod didec’hus o gwerc’helezh avat. N’eus nemet unan (lakaat a ran ez eo an div blac’h daou du an hevelep tudenn er sorbienn sinaat) a gredo er gened dispaket en istor, en handerc’had, hag a lakay ar gened da vezañ en-dro.

Da dostaat eo ouzh beuzadeg veur ar Bibl pe ouzh an holl vojennoù savet da gadarnaat stuzegezh ur gumuniezh tud. Ar stuzegezh-se zo mad kaer an holl savet da heul amzerioù teñval da zegas en-dro doareoù brokus ha kenedus. Ar gened a oa anezhi a-raok an amzerioù c’hwerv. Perzh anienel eus mal-den eo.

E degouezh ar vojenn sinaat n’eus nemet un nebeut gerioù a ro da gompren ez eo prest an div-blac’h da oberiañ evit ar gumuniezh, da ensammañ roll Heol ha Loar ha degas gouloù en-dro, ha kened. N’eo ket abeget steuzidigezh ar gouloù, ar stad c’hwerv, war-eeun d’ an dud evel er vojenn aostraliat.

Roñflez ar sorbiennoù, pe an euzhvil, ar sorserez, an diaoul, zo aze er mare ma c’hell ar benndudennn mankout war e zenelezh, koll e stuzegezh ha kouezhañ er varbariezh, en deñvalijenn, pe er sodell.
Er vojenn aostraliat avat eo an dud o-unan dre o emzalc’h a gouezh en deñvalijenn, a goll al livioù, ar gened ha c’hwekted ar vuhez, a zistruj o denelezh dre en em gannañ diastal. An dudenn hud, ar sorser, zo madelezhus.
Er vojenn sinaat steuzidigezh ar gouloù, ar vuhez en deñvalijenn zo handerc’het e stumm Loar hag Heol lonket gant ur roñflez. Un doare da bellaat atebegezh an dud eo.

An dud beuzet en deñvalijenn pe en ur bed hep bleunioù zo tud kollet ganto o stuzegezh, divarrek da adkavout penn an hent d’ ar gened o deus argaset eus ar beziadoù.

En div vojenn e chom an dud en ur saviad reuzeudik o nac’h gwerc’helaat ar gened endalc’het en handerc’hadoù. Soliañ a reont war an dremened pa sell ar vugale, an harozed, ouzh an dazont.

Degemerout da wir bater sodelloù ur stuzegezh toc’hor zo klet ha komprenadus ha krediñ en un dazont gwelloc’h zo tra nemedennoù.
Ar mojennoù-se avat a hañval hetiñ e vefe troet an dud da soñjal e c’hell eskoriñ ar gened, ar rezid er bed ha n’eo ket hepken en handerc’hadoù…

Da genderc’hel…

ha piv eo Kabellig ruz ?

Gwechall gozh eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez hag abaoe eo gwisket ar bed gant teñvalijenn. Ar spezoù a noaz ouzh an dud hag ar vuhez zo c’hwerv.
Setu a gont ur vamm d’ he ziv verc’h.
An div-se a blij kalz dezho an istor a lavar pegen brav e oa sked an heol hag al loar, pegen plijus ha kaer e oa ar bed goulaouet ganto ha pegen eürus e oa an dud. Soñjal a reont e c’hallint dont da vezañ Heol ha Loar d’o zro ma labouront aketus ha ma vezont brokus.
Siwazh ar roñflez a lonk o mamm hag a zeu d’ o lonkañ.
Skeiñ a ra ouzh an nor.
– Ho mamm zo distro. Digorit an nor.
– Diskouezit ho torn dre an toull e-barzh an nor, a c’houlenn ar c’hoar henañ.
– N’ hoc’h ket hor mamm. War vizied hor mamm n’ eus ket a wad.
Ar roñflez a dremen he dorn el ludu.
– N’ hoc’h ket hor mamm. War vizied hor mamm n’ eus ket a ludu.
– Mar befe hor mamm e vefe tremenet dre an toull er voger, eme ar c’hoar yaouankañ.
Ar roñflez en em sil dre an toull hag a ya en e c’hourvez war wele ar vamm.
– Da biv eo dont da gousket ganin fenoz ? Ra walc’ho he daoudroad !
An hini yaouankañ a lavar eo he zro, ha goulenn digant he c’hoar henañ kempenn he daoudroad.
Ar c’hoar henañ a walc’h he daoudroad gant kaoc’h yer rak skrijañ a ra ar roñflezed ouzh ar c’haoc’h yer.
Klemm a ra an hini yaouankañ. Ar roñflez a c’hourdrouz. An hini yaouankañ a ya da gousket gant ar roñflez.
Ar c’hoar henañ a stourm ouzh ar c’housked. Trec’het eo avat.
Dre he huñvre e teu ur c’hozhiad gwisket gant ur vantell blouz da lavarout dezhi eo dellezek a vezañ Heol.
Dihunet eo gant trouzioù chaokat.
– Petra a zebrez mamm ?
– Piz, bet roet din gant da eontr, a respont ar roñflez.
Un dakenn wad a gouez war fri ar plac’h. Sur eo bremañ he deus ar roñflez debret he mamm hag emañ o tebriñ he c’hoar.
Kalon he c’hoar a gouez tost outi. He dastum a ra en ur pezh lien.
Klask a ra un tun evit tec’hout.
– Mont da staotañ a fell din mamm.
– Staot e lost ar gwele.
– Ha Doue ar gwele ?
– Staot en oaled !
– Ha Doue an oaled ?
– Staot a-dreñv an nor !
– Ha Doue an nor ?
– Kae da staotañ er-maez ha distro buan da na dapout anoued !
Er-maez e kej gant ur c’hozhiad damheñvel ouzh hini he huñvre. Diskouez a ra dezhi pignat ouzh ur wezenn per a zo e-kichen ur feunteun.
Antronoz e teu ar roñflez da naetaat klopenn an hini yaouankañ. Gwelout a ra ar plac’h er wezenn.
– Petra a rez aze ?
– Dastum per a ran.
– Ro din unan !
Ar plac’h a daol a-bouez he nerzh ur berenn e-barzh geol ar roñflez a gouez damvouget. D’he feurlazhañ e sank ur skourr e don he zoull gouzoug.
Ar roñflez marvet a dro en ur bod spern ouzh traoñ ar wezenn.
Goulenn a ra ar plac’h ouzh ar c’hozhiad astenn e vantell blouz war ar bod spern ha neuze e c’hell diskenn.
– Tad-kozh, te hag a oar kalz a draoù, hag e c’hellez distreiñ va c’hoar d’ar vuhez en-dro ?
– Emañ kalon da c’hoar ganit ?
– Ya.
– Kae da gaout ar paotr-saout neuze.
Ar paotr-saout he c’has d’ ar paotr-houidi, ar paotr-houidi he c’has d’ar paotr-yer, ar paotr-yer he c’has davit ar mor. Treuziñ a ra 77 stêr ha 77 menez, ha degouezhout war ribl ar mor ma kav un touseg ramzel. Lonkañ a ra eviti dour ar mor ha tamm-ha-tamm e teu a-wel ar c’hoar bihan.
An div c’hoar a zeu da vezañ Loar hag Heol.

Diverrañ ur sorbienn sinaat «Origine du soleil et de la lune», Minjian wenxue, Beijing, troet gant Maurice Coyaud, «Contes merveilleux de Chine et des Philippines avec des haiku. De loin-3 P.A.F. 1980.

Ar sorbiennoù eus ar rizh-se zo bet tostaet ouzh maladurioù pobl ar sorbiennoù eus ar rizh «Kabellig ruz» gant folklorourion ‘zo.
Tennañ a ra kentoc’h d’ur gwengel ha gallout a ra bezañ tostaet ouzh ur sorbienn aostraliat a gont pezh a c’hoarvezas en ur vro hep bleunioù.

Da genderc’hel…

banvez hon hendadoù

Perrault a oa emichañs un azenn kornek, kenkoulz ha Luzel, kenkoulz ha me.
Evit ar re gentañ, o deus bevezet oberennoù orinel evit o lakaat da glotañ gant stuzegezhioù mac’hom.
Padal o deus lezet war ar paper eskern o banvez renket koant pe goant.
Diwar an eskern-se, ha gant ur skoazell hud bennak, er sorbiennoù, e teu d’ar mare-mat d’an hini en deus kemeret penn an hent, amzer an hent, an eurvad da gas en-dro d’ar vuhez an oberennoù arz bevezet gant tud dall d’ ar bed, ken eeun ma tiwan ar plant diwar ar greun kac’het da heul banvez ul labous du.
Tud ‘zo avat a chom gant ar c’haoc’h, laouen.
Kemplezh eo ar vuhez, pinvidik ha kaer.

Chu Chon-sok

ChuChu Chon-sok zo c’hoarvezet gantañ un darvoud sebezus.
Gourvezet war e wele, un dorn war vron e wreg edo o vont d’en em reiñ da gousket.
Un dra a bign ennañ, na plijus na displijus.
Setu ma sav e wreg en e goazez hag e hejañ a ra.
– Chu, na varv ket. Chom ganin. Ne fell ket din chom va unan intañvez.
– Bez dichal va muiañ garet. Pep tra zo mat.
Kenderc’hel a ra e wreg da grial, da leñvañ.
E vab a zeu da leñvañ ivez. E stardañ a reont en o divvrec’h.
Ne gompren ket Chu. E holl spered zo gantañ.
En ur striv e sav Chu ha treiñ outo un tamm fulor ennañ.
Gwelout a ra ur c’helan gourvezet, gant e zremm, ha soublet warnañ e wreg hag e vab o leñvañ.
E gorf marvel eo, keit m’emañ eñ gant e gorf divarvel o sellout outo. E ene a gendalc’h da vevañ, da fiñval, da soñjal ha da gomz hogen den ne c’hell e welout pe e glevout.
Marv eo. Fellout a ra dezhañ displegañ d’ e wreg en em gav mat aze gant e gorf divarvel. N’eus kudenn ebet. Ne c’houzañv ket, er c’hontrol… N’ eus tro ebet da eskemm etre bed ar vuhez ha bed ar marv avat.
– Ra en em ginnigo Chu, a huch ur vouezh kreñv e diavaez an ti.
Dileuridi Yomla-tewan roue meur ar Bed-all eo. Deuet int d’e gerc’hat. Spontus int gwisket ganto hobregonoù ler saouzanus, gant sabrinier lemm, goafioù hir ha gitonioù o stlakañ en avel.
Kas a reont Chu a-hed ur wenodenn strizh ha roc’hellek goloet gant spern a gas d’ar bed all.
Setu Chu dirak Yomla Tewan meur. Emañ o sellout ouzh e levr bras.
– Chu ez hoc’h c’hwi ?
– Ya, me zo Chu Chon-sok.
– A belec’h e teuit ?
– Emaon o tont eus Sinchon e bro Chungchong.
– Sur hoc’h a vezañ eus Sinchon ?
– Ya roue meur. N’ eus ket suroc’h.
– Gwarded ! Piv en deus degaset din ar Chu eus Sinchon amañ dirazon ?
– Ha n’ hoc’h eus ket goulennet Chu Chon Sok ganet ar seizhvet miz eus seizhvet bloavezh an naer…
– Beulkeed ! Ur Chu all eo, ganet d’ an hevelep deiziad hogen o chom e kêr Yongin. Kit d’ e gerc’hat ha distroit hennezh da Sinchon.
Ha setu Chu distro d’ ar gêr, da noz, da vont da adkavout e gorf.
Tri devezh eo padet e veaj avat. Siwazh, n’o deus ket tud e diegezh gortozet pell. N’emañ ket mui e gorf en e di.
War aoter an hendadoù emañ ar plankennig koad gant e anv. Douaret eo bet.
– Petra a rin-me hep korf !
Den ne glev.
Chu a ya ermaez an ti. Azezañ ar ra war vrank ur wezenn-gaki d’ en em brederiañ.
– Anat eo ! Korf Chu Yongin n’eo ket bet douaret emichañs.
En ur gammed hir ez a korf divarvel Chu Sinchon d’ en em staliañ e-barzh korf marvel Chu Yongin.
Gwreg ha mab an hini marv zo stouet war gorf an hini marv, glac’haret.
– Mamm, a lavar ar mab. Me gav din en deus fiñvet tad un tammig.
– Tav mabig, ar skuizhnez eo a ra dit krediñ traoù.
Bazailhat a ra Chu. Astenn a ra e izili. Setu ma teu d’ar bed un den nevez amparet gant korf marvel Chu Yongin ha korf divarvel Chu Sinchon.
Chu a zigor e zaoulagad. Gwelout a ra ur vaouez krapok, mousc’hoarzhus ganti ur paotrig a c’hoarzh. Ar vaouez a stard Chu ouzh he bruched.
Skoemp eo ar saviad. Petra ober ? Penaos displegañ an dasorc’hidigezh ?
Divizout a ra Chu lavarout ar wirionez.
– Setu ! Itron ! N’on ket ho kwazh. Me zo Chu eus kêr Sinchon. Me zo bet galvet gant roue meur ar Bed all dre fazi. Ho kwazh eo a ranke mervel. N’ eo ket me. Adkaset on bet d’ ar gêr. Siwazh e oa bet douaret va c’horf marvel. Neuze ‘m eus divizet mont e-barzh korf ho kwazh.
– Ho tad zo o rambreal. Skuizh out karedig. Setu ur banne dour-mel evidout.
An degemer zo mat ha Chu ne fell ket dezhañ feukañ un itron ken hegarat. Divizout a ra chom betek antronoz. Evañ ar ra.
Da c’houlaouig an deiz e kimiad diouzh an tiegezh.
– Diskuizh mat on bremañ. Trugarez vras deoc’h evit un degemer ken hegarat na zisoñjin morse.
– Penaos karedig ? Petra a rez. Emaout c’hoazh o rambreal.
Ar wreg hag he bugale a glask derc’hel ar paotr. Hennezh a ya kuit avat. Tud ar gêriadenn a c’houlenn digant an intañvez petra a c’hoarvez. Chu a denn korvo eus an degouezh evit tec’hout.
Degouezhet e Sinchon ez a d’e di.
– Me eo va muiañ karet. Distro eo da garedig. Bev !
– Piv ez hoc’h c’hwi ? Distro bev ? C’hwi zo foll !
Stardañ a ra e wreg e kañv gant e zivvrec’h. He briatañ a ra ha pokat dezhi.
Hi a grog da huchal. Krediñ a ra e klask an estren-se kemer plijadur ganti.
– Forzh va buhez ! Un den a glask va gwallañ.
Tud ar gêriadenn a zeu da welout. Kemer a reont bizhier ha skeiñ gant Chu.
Gwreg Chu Yongin a zegouezh gant tud he c’hêriadenn.
Emgann spontus.
Kaset eo Chu dirak penn ar gêriadenn. Displegañ a ra. Kaset eo bet dre fazi ha ret eo bet d’ e gorf divarvel mont e-barzh korf marvel ar Chu all.
– Kompren a ran eme penn ar gêriadenn. Da grediñ a ran. Siwazh eo ar c’horf marvel a zo dalc’het e kont war an tamm douar-mañ. Hiviziken ez out Chu Yongin. Mat eo. Ret eo dit bezañ laouen gant-se. Ur wreg nevez zo ganit, ha parkeier ha loened. Te zo bremañ ur perc’henn pinvidik eus kêriadenn Yongin. Ne c’hellez nemet bevañ eürus gant ur saviad nevez ken mat.
Setu, Chu a oa bremañ un den eus kêr Yongin. Lidet e veze bep miz e zistro d’ar vuhez. Karet e oa gant e wreg nevez hag e vugale ha doujet gant ar boblañs pa oa un den pinvidik ha pouezus.

Adal an amzer-se ez eus e Korea ur c’hrennlavar brudet : Mard eo dreist douar Sinchon a-raok ar marv ez eo hini Yongin a zo dreist war-lerc’h ar marv.
Setu ur c’hrennlavar a c’hellit ober gantañ ken brav ez eo.

Hervez ur sorbienn korean e-barzh Aubergines magique, Maurice COYAUD – Jin-Mieung LI, P.A.F. 1980

Luduenn he revr e-barzh al ludu

Luduenn-he-revr-e-barzh-al-luduHag e vefe ul liamm etre ar gerioù revr ha rev e brezhoneg ?

En notennoù da valadur Luduenn ar breudeur Grimm, en droidigezh c’hallek embannet gant José Corti, Contes pour les enfants et la maison, 2009, e reer anv eus kennotadur revel ar votez hag an anv Luduenn en alamaneg.
Ya ?

Kalz a ster a c’haller kavout da vezañs ar votez kollet ha distroet gant ar priñs. Ar votez a c’hell klotañ gant kemm saviad kevredigezhel Luduenn. Hi diarc’hen, nac’het dezhi ur vuhez kevredigezhel klok gant he mammeg, a seveno he flas en ur gevredigezh botaouet mat.
Ar votez a c’hell ivez bezañ meizet evel hanterourez etre ar c’horf hag al leur evit an dud o deus peadra d’ o frenañ. Diskouez a c’hallfe ez eo Luduenn mat war he daoudroad.
Luduenn a glask mont er bed daoust d’he c’hoarezed ha d’ he mammeg ha dont a ray a-benn dre skor un dudenn hud ha dre hanterouriezh ur votez kollet.
P’ emañ an dudenn en entremar etre ar saviad graet dezhi en arlez a ‘r gevredigezh hag ar saviad a gavo er gevredigezh he deus un troad diarc’hen hag un troad botezet.

Kalz tud avat a hañval bezañ laouen da ezvevennañ oberoù an dudenn d’ar revelezh, d’an dimeziñ : lennegourion, tudoniourion… N’eus nemet gwelout pezh zo bet dalc’het eus ar sorbiennoù gant ar stuzegezh ren : an eurediñ gant ar priñs, kliched lu ha badaouus ken en deus graet berzh.
Ar revelezh meneget aze zo hini stalabard ar gefredourion stuziet, n’ eo ket ar revelezh a zo e roll lakaat ar spesad da genderc’hel.

Anv an dudenn e galleg zo a-wechoù Culcendron.
Ar revr e-barzh al ludu nemetken.
Anat eo e galleg e kaver a-wechoù cul arveret evit sexe, revr evit rev, er galleg pobl.
E degouezh Luduenn avat e talvez kentoc’h cul rann izel ar c’horf, an hini a azezer warnañ, an traoñ, evel er galleg cul de bouteille. Foñs an den zo heñvel ouzh foñs ar pod pe ar voutailh. Luduenn zo le cul dans la cendre, e revr el ludu pe marteze an hini a vourr gant tommder an oaled.
Ar ger zo bet arveret kenañ er galleg pobl ha chomet en ur bern troiennoù : cul gelé, cul de plomb, cul terreux, cul béni, ha meur a arver eus ar ger cul er yezh pobl a zo dereat kenañ ha boutin, nemet evit ar culs serrés a soñj dezho ez eus skoachet a-dreñv traoù skoemp.

Barnet vil e vefe deuet da vezañ ar ger cul e galleg adal eil hanterenn ar seitekvet kantved. Skrivagnerion c’hall an eitekvet kantved, en o zouez Voltaire o defe kavet dizereat arver ar ger.
Mon cul ! Va revr, a lavarfe Zazie Raymond Queneau.

Penaos e c’hell un den a studi sorbiennoù kinnig dezrannañ an oberennoù pobl dre ar vredelfennerezh ? Penaos krediñ bevennañ un oberenn lennegel kemplezh ha pinvidik d’ ar revelezh dre glask ur rev a-dreñv pep ger ? Ar sorbiennoù a oar mat tre komz a revelezh hep kuzhat ar gerioù.

Ha ne gendalc’her ket aze da zistrujañ ur stuzegezh a nac’her ? Ar sorbiennoù ne vefent nemet diduamantoù vil savet gant aozerion bugelel evit hanter loened ?
Ar breudeur Grimm o deus treuzwisket e bourc’hizion ar sorbiennourion. Luzel en deus o zreuswisket e paour kaezh kouerion hon eus da zoujañ peogwir ez int diskennidi hon hendadoù.

Kement-se a gavan torr-revr.

Setu da ziduiñ ur sorbienn koreat.
Ur manac’h kester a c’houlenn boued ha lojeiz digant un intañvez paour.
Daoust dezhi kaout nebeut e ra ur friko dezhañ hag e ro dezhañ ar gourtinenn da gousket keit ma kousk hi war al leur en e gichen.
En e gousk e laka ar manac’h e zorn war vruched an itron. Hi a gemer an dorn d’ e lakaat en-dro war ar gourtinenn. Pelloc’h e laka ar manac’h e c’har war hini an itron. Hi a gemer gar ar manac’h d’ he lakaat en-dro war ar gourtinenn.
Antronoz e c’houlenn ar manac’h plouz da gantenniñ ur baner dezhi.
An itron a sell e-barzh ar baner. Leun a riz eo.
Kaer zo dezhi kemer riz e chom ar baner leun. Ur baner hud eo. N’ eo ket mui an intañvez en dienez.
Un intañvez pinvidik a glev anv eus an darvoud. Dont a ra a-benn da dapout ar manac’h. Reiñ a ra un tamm boued dezhañ hag e lakaat da gousket war al leur keit ma kousk hi en e gichen war ar gourtinenn. Ne fiñv ket ar manac’h. An itron a laka he dorn war vruched ar manac’h. Ar manac’h a denn dorn an itron. Heñvel e ra gant he gar war ar manac’h ha heñvel e c’hoarvez.
Diouzh ar beure e c’houlenn ar manac’h plouz da gantenniñ ur baner.
An itron a zigor ar baner. Spont ! Leun a galc’hoù eo. Lakaat a ra tog ar forn war ar baner hogen e teu kalc’hoù e-leizh ermaez geol a ‘r forn.
Neuze e tec’h an intañvez ar c’halc’hoù o lammedikat war e lerc’h.
Emañ c’hoazh o redek emichañs.

Kemerit an amzer d’ober ho soñj.

Diwar Reconnaissance d’un bonze, e-barzh Aubergines magiques, p. 19, Maurice COYAUD, Jin-Mieung LI, P.A.F., Paris, 1980.

Sellout ivez ouzh c’hoarezed Luduenn er blog-mañ.

korriged a ‘n deñvalijenn

korriged-a-n-denvalijennE dastumadenn ar vreudeur Grimm, sorbienn gentañ an niverenn 39, Ar gorriged, a zibun istor ur c’here.
Ar c’here a brient al ler da sevel ur re votoù. Pa sav diouzh ar beure ar botoù zo echu. Dispar eo al labour, ken dispar ma kav dezho gwerzh uhel. Pinvidik bras e teu da vezañ ar c’here.
Bewech eo graet al labour e-pad an noz ha da bep gwech e tastum div wech ar pezh a oa bet graet an nozvezh kent.
Fellout a ra dezhañ gouzout gant piv eo graet al labour. Dizoleiñ a ra ez eo ar vicherourion korriged e noazh-pilh. Neuze, gant e wreg, e tivizont ober dilhad ha botoù da wiskañ ar c’horriged d’ o zrugarekaat. Laouen eo ar re se ha mont a reont kuit pa ne zere ket mui outo kenderc’hel gant al labour ken gwisket mat ez int.
En notennoù war-lerc’h ar sorbienn-se ez eus ur frazenn gant H.-J. Uther : ar skrid «a zegas da wir huñvre kozh an dud da ren ur vuhez dilabour bennozh da ardivinkoù pe da voudoù nann denel a gemerfent d’o servij (p. 237 Contes pour les enfants et la maison, José Corti 2009).
Ne oa ket deuet da ‘m soñj pezh a zo bet skrivet gant an den-se hogen deurus eo.
Evit gwir en naontekvet kantved eo deuet a-benn tud ‘zo da lakaat al labour da vezañ graet gant tud all ha da zastum frouezh o labour en hevelep doare ma ra ar c’here gant ar gorriged. Oberourion ar reverzhi c’hreantel a lakae da labourat evito tud a oa disteroc’h evito eget korriged a ‘r sorbienn. Speredek a-walc’h e oant evit na glask gouzout e pe stad e oa ar re a laboure evito, korriged a ‘n deñvalijenn e noazh-pilh anezho. Graet o deus mat peogwir ur wech bastet d’o ezhommoù e vije aet kuit ar gorriged a laboure en deñvalijenn, mar heulier ar sorbienn.
Ar sorbienn zo un tammig un adsked eus skridoù an armerzhourion glasel, dastumit frouezh al labour hep klask gouzout un dra bennak diwar stad ar re a ra al labour, dezho d’ en em zibab, perc’henn ar stal zo perc’henn frouezh al labour, ar peurrest zo burzhud.
Sellout ouzh ar werc’helezh a-dost a dorr ar burzhud.

Er sorbienn e kendalc’h ar c’here hag e wreg da vezañ eürus ha pinvidik war-lerc’h disparti ar gorriged. Brokus eo sell ar sorbiennour. Diaesoc’h e vo kavout un tamm brokusted e skridoù an armerzhourion glasel.

Ar skeudenn zo diwar un dour-kreñv gant Georges Cruikshank ar skeudenner saoz a zo bet skeudennaouet gantañ embannadur saoznek 1823, German popular stories.

difurnez an oadourion

difurnezAr vugale a selaou ur sorbienn. Buhezañ a reont an istor. Da c’houde e chomo an istor en o eñvor ha tostaet e vo ouzh o buhezañ pemdeziek.
Soñj ‘m eus c’hoazh eus istorioù bet lennet dimp er skol pa oan mousig. Istor ar plac’h a gomze re hag he doa lavaret droug diwar-benn unan bennak. Aet da c’houlenn ali ur goziadez mantret ma oa gant an droug he doa graet e oa bet lavaret dezhi mont da zibluañ ur waz e-krec’h un dorgenn a-us d’ar gêriadenn ha neuze goulennet diganti dastum an holl bluennoù a oa bet kaset gant an avel dre ar gêriadenn hag ar maezioù…
Soñj ‘m eus ivez eus istor ar paotr o paboriñ e oa barrek da derriñ ur geuneudenn war e vorzhed. Sevel a ra ar geuneudenn uhel, ha dav ! Torret e c’har.

N’ eo ket ken anat an doare ma selaou an oadourion an aliesañ, pe e fell dezho kelenn, pe bezañ kelennet.
Degas a ra da soñj din un istor gant Nasr Eddin. Pedet eo an den da zont da brezegenniñ gant tud ur gêriadenn a soñj ez eo eñ un den gouiziek bras. Neuze e c’houlenn digant an dud bodet dirazañ hag e ouzont diwar-benn petra emañ o vont da gomz. An dud er sal a respont nann.
Penaos, emezañ, ne dalvez ket ar boan din prezeg dirak tud ken dizesk, hag ez a kuit.
Un den a red war e lerc’h hag asantiñ a ra ar paotr distreiñ. Goulenn a ra a-nevez digant an dud hag e ouzont diwar-benn petra emañ o vont da gomz. An dud a respont ya.
Neuze, eme Nasr Eddin, perak va lakaat da goll va amzer pa n’hoc’h eus ket ezhomm da glevout ar pezh ‘m eus da lavarout, hag ez a kuit.
Un den a red war e lerc’h a-nevez hag ar paotr a zistro er sal. Ha neuze, e c’houlenn, hag e ouzit diwar-benn petra emaon o vont da gomz ? Darn er sal a lavar ya, darn a lavar nann. Mat, eme Nasr Eddin, ra gelenno ar re a oar d’ ar re na ouzont ket, hag ez a kuit.

Dre chañs e chom ur bern tud digor o spered peogwir eo un tamm re soutil an Hodja evit bugale.

Sublimes paroles et idioties de Nasr Eddin Hodja recueillies et présentées par Jean-Louis Maunoury, Phébus, 1990

bugel

bugelUr bugel ne oar ket, ne ijin ket.
Klask a ra, deskard digor e spered, en ur bed o c’henel da bep kammed. Mont a ra e zaoulagad bras digor.
El linenn treset war ar paper e wel an dremmwel, al leur, un nadoz, ur vuzhugenn, ur vlevenn, un neudenn…
Ouzhpennet div linenn a bep tu e wel un delienn, ur graoñenn, ur vell, un hamburger, ur vesklenn, ur genou…

Ar bugel ne ijin ket, buhezañ a ra. Alese e spont gant mamm-yar ar sorbienn kaset gant ar c’hazh-tigr.
– Petra eo deuet da vezañ ar vamm, emezañ e dibenn ar marvailh ?
– Ne ouzon ket. Ne ouzon nemet ar pezh a ouzon. Ha petra a soñjit c’hwi ?
– Debret eo bet ?
– Deuet eo a-benn da dec’hout ?
– Deuet eo er-maez eus an tigr lazhet pa’ z eo bet digoret e gof.
– Aet e oa da guzhat da welout petra a rafe hepti he folezi…

Ar bugel zo digor e spered, dirazañ e vuhez diharz, dezhañ oberoù pemdeziek diniver ha war e lerc’h un istor berr hogen pinvidik.

Hag an oadour ? An aliesañ ez ersav evel un den n’en deus mui netra da glask pe da zizoleiñ. N’eo mui evitañ ar sorbienn nemet un diduamant da veveziñ. Ne ouezo nemet lavarout mat e oa, pe fall e oa, pe ne blij ket din. Marteze e kavo ur rebech kalvezel bennak d’ ober d’ ar sorbiennour.

Padal er sorbienn ez eus diduamant gwir eo, hogen ivez skiant ha furnez. Pep hini a dapo ar pezh a zo mat evitañ er sorbienn a selaou, gant ma vo bet barrek ar sorbiennour da vuhezañ an holl liveoù-se ha da lezel un digor d’ ar selaouer da gavout e hent.
Ar sorbiennour ne c’hell ket bezañ paouroc’h eget ur bugel.

gwarizi vras Yann-Ber

gwariziAn den-se, ar sizhun tremen, hag e oa an hevelep hini a gejis gantañ ugent vloaz ‘zo ?

Dalc’het ‘m boa soñj eus binvioù labour treuzkaset dimp, eus un den kompez, a lavare ar pezh a oa da lavarout nemetken, a zibune devoudoù ar sorbienn gant gerioù eeun…
War-lerc’h an daou zevezh labour e chomimp ur pennad azezet en ur c’horn eus ar sal pep hini o lavarout ur marvailh.
Uvel, eeun, en doa an den-se, ambilher ar prantad labour, displeget marvailh ar re gozh kompez.
Chomet eo ganin ar sorbienn ha plijadur ‘m eus bepred ouzh e lavarout. Rouez eo e chomfe ganin ur marvailh klevet gant un den all.

Koublad kozh ar marvailh a ren ur vuhez didrouz. Darvoudoù an istor a zibun penaos eo chalet an den kozh gant eurvad an dud a gej betek reiñ dezho pezh o deus ezhomm hep soñjal ennañ. E blijadur eo.
Ur paotr leun a zeltu a venn kelenn dezhañ penaos e ranker bevañ, ha perak e savo tabut o buhez gant e hini gozh dre ma tistro eus ar foar hep marc’h hag hep gwerzh ar marc’h…
Ar c’houer kozh zo rediet da glaoustreañ war an divoud dindan gwask birvilh ar c’houer yaouank a gred n’ eus nemet e zoare da welout ar vuhez a zo talvoudek.
Kuzhet a-dreñv an nor da c’hortoz an tabut ne glevo an hini yaouank nemet an hini gozh o tibunañ perzhioù mat disoc’h kement eskemm graet gant ar c’hozhiad. Ar marc’h o vont da vuoc’h, ar vuoc’h da c’havr, ar c’havr da waz er baner, hag ar waz da chopinad da c’hlebiañ gourlañchenn an hini kozh graet e veaj d’ar foar dindan an heol gorr zo perzhioù mat ganto. Ha da glozañ ar marvailh e ro an hini yaouank e gasedad pezhioù aour gant plijadur d’ar re gozh ken brokus.

Deuet e oa mat da glozañ un dalc’h labour ken frouezhus, zoken gant an arvar lakaet war va labour.

Ugent vloaz war-lerc’h ‘m eus gwelet dirazon ur marvailher a vicher, un marvailher endro dezhañ ur roched marvailher, ur skerb marvailher orañjez divent, aloubus, skoulmet laosk, hag ur blevad hir marvailher o c’hournijal war e zremm barvek marvailher…
Nag ur poltred marvailher, nag un entan, nag ur fent, hag ez ae, a-gleiz, a-zehou…
Hag e lavare ar marvailh hag e lavare dre fent pegen diaes e oa buhez ar marvailher… Hag ez ouzhpenne trouzioù a bep seurt, fiñvadoù niverus, gerioù diezhomm, da zegas neuz ar fent ken m’en em c’houlennen hag e oa ur gwered eus ur barrad skuizhnez pe hag en doa aon dirak ar vugale… Perak neuze ober ar marvailh-se a-zivout an aon ? Treuzfurmet e oa bet gantañ en ur farsadenn goullo, livet flim flamm.

Plijet on bet evel unan a uz un nebeut amzer dirak ur pennad arz kinklañ, dirak labour ul labourer ampart war e vicher deuet da ziduiñ an dud goullo o buhez, kollet o hent, da c’hortoz e krogfe ar veaj, hini an denion davit douar ar bromesa.
Kouezhet e oan c’hoazh e trap va soñjoù. Dalc’het ‘m boa eus an devoudoù ar pezh a glote ar gwellañ ganin ha diwelet ar peurrest. Ne ‘m boa ket merzhet ar stalabard a zo hini an holl dud a vev er gevredigezh-mañ, na c’hellont ket bevañ er gevredigezh-mañ heptañ.
Moarvat eo dic’hallus bevañ hep kemer an hent-se ?
Moarvat on gwarizius ouzh an den-se e zoare aes, lugernus, skañv…
Ya, eürus e hañvale ar paotr bezañ, re, o komz kreñv, oc’h ober dave dezhañ e-unan dibaouez, e labour gant ar vugale… Diastal e klaske degas warnañ ar selloù, sipañ evezh an dud er sal.
Kroget en doa gant un istor a lavare e gejadenn gant un den war ar straed, heñvel poch outañ, an hevelep dilhad, an hevelep kentanv d’e wreg, d’e vugale, hag ez echu gant : ni hon daou zo o vont da lavarout deoc’h marvailhoù… Unan eus ar skridoù embannet gant ar breudeur Grimm evel hollad ar marvailhoù lavaret an deiz-se.

Ha ne oan ket heñvel poch outañ a-benn ar fin, nemet ‘m boa c’hwitet war an tren ?
Ha ne vijen ket ivez war glask d’ur vuhez klet koton, dibistig, o vont bepred da heul ar muianiver  ?
Morse ne ‘m bije gallet bezañ evel-se. Gwelloc’h c’hwitout war bep tra eget koantiri touell spered ha mont da heul ur bagad deñved gwenn kan o klask goudor un dreistden pe komzoù ur prezeger madelezhus…

Kement-se n’ eo nemet gwarizi eus va ferzh siwazh.