Jakez Riou gant F. Favereau

Lennegezh ar brezhoneg en XXet kantved, Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, F. Favereau, Skol Vreizh 2003. p. 357 Jakez Riou

«… (Jakez Riou) Ma anavezomp red e vuhez fonnus ha founnus, dre benn ar skrid savet «e koun Jakez Riou» gant e vignon Y. Drezen, embannet er bloaz 1938 (GWALARN n. 110- 1) (Gwalarn 110 – 111 Archives du Finistère), peuzgoude e varv eta, goude ma ’z eus bet kavet tammoù sioù ennañ dibaoe…»
«Bidoc’hig un tiad… J. Riou e oa bet paour amzer e vugaleaj, pinvidik avat dre e eñvor. A-hed e vuhez e chomas stag ouzh e gaer a Vro-Gerne c’henidik «kaer an depegn a ra anezhi…» ma vez gwelet gwisket gantañ an dilhad bro anezhi zoken…»
«Gwalarn, a voulas e 1928 e zanevell muiañ anavezet, «Geotenn ar Werc’hez»…»
«Ouzhpenn levezon e embanner Roparz Hemon war e skritur» … «diwar skwer Leconte de Lisle, ha Maupassant dreist-holl, e klask dizehan ar furm peurvat» (Piriou 1968, n.69, p.7)»
E 1931 « …e oa bet rentet e davañjer d’ ar gazetenn santel (Le Courrier du Finistère) gant J. Riou…»
« En askont d’ e varv ken trist, da eizh vloaz ha tregonteo chomet brudet ha disaotr.» « … dre-berzh darn eus e oberoù eo kontet Riou da vezañ ur gwall skrivagner…» «…e stil, labouret betek re hervez ar mod gallek, marteze a-walc’h, diouzh doare ar skrivañ galleg bet desket ha studiet gantañ e-pad dek vloazne vez ket gwelet kement en e oberennoù evit lennerien ar bobl…» «ar C’hernevad sichant, bet marvet ken yaouank…» «Ar barzhonegoù-hont… ma sav diwarno ur velkoni c’hwek ha c’hwerv, hirnez un den drouktizhet gant ur c’hleñved dibare ha diremed, lemmet sell-lagad ar skrivagner o parañ war c’hoari ar vuhez ha munudoù an amzer, gant drouksant ar marv o tostaat, moarvat. Alese e teu mac’homerezh an droug-mañ-droug, paz ha peuk ha tuf pe skop gwad da heul…»
«… daw anzav, evelkent, eo stag planedenn ha reuzeudigezh e dudennoù ouzh lec’hiennoù ha darvoudoù ar mareoù-se (etre 1900 ha 1920, lakomp), aet mil bell diouzhimp pelloc’h, ma ’z int diamzeret a-grenn a-fed «modernelezh

«Gorsedd Digor… «flemmadenn… a-ziwar an helebini a gustum sevel etre skrivagnerien yaouank ha skrivagnerien gozh atav ’giz ’tav…)»«… ar pezh bras Nomenoe-Oe (lizherennoù tev gant an aozer) an hini eo en deus roet brud d’ e anaon
(Riou) « a leurenne… «pobl Vreizh», diseblant kaer ouzh taolioù ken kaer all he danvez «dieuberien».» «Daoust ha kenteliañ ar bolitikerien an hini a venne ober, pe daoust ha fallgaloniñ an hini e ve bet graet…»
« Meskañ a ra dizamant-kaer, an traou fentus ha farsus-tre zoken… gant tammoù barzhoniel rimet-brav, digarez d’ al laboused da reiñ mouezh d’ o zro

Pe skrivagner e oa Jakez Riou ? Petra e oa danvez e arz ? Respont aozer ar pennad a vefe «Ma ranker anzav, e fin kont, e oa chomet J. Riou sonn war e gilhoroù ha kadarn evel bihan-kaer a dud all pa oa deuet poent d’ ober e gimiad diouzh emsav GWALARN evel diouzh ar vuhez a-bezh, pezh en deus roet dezhañ ur c’haer a lec’h el lennegezh vrezhonek
Kompren neb a c’hello yezh «imajet», rikamanet, an aozer «e fin kont». Hag eo bet ur chañs evit Jakez Riou mervel e 1938 ? A hent all e vije bet lousaet evel holl skrivagnerion Walarn ? (Lousaet gant petra ? Gant piv ? Labour zo d’ ober war an dachenn-se.)
E gleñved evel e varv ez yaouank a vije bet en orin perzhded e arz ?
F. Favereau a ra gant gerioù damlavaret ha daveoù damveneget. Diaes kompren petra a fell dezhañ kelaouiñ deomp pa chom kuzhet a-dreñv gerioù ha menegoù dispis. Da lakaat dispisoc’h e soñj ne lavar ket tre an hevelep tra e galleg hag e brezhoneg, pezh a zo boutin e-touez brezhonegerion ‘zo, gwir eo.

«Ha gwir e vez kavet roud eus ar galleg war e gomz plaen…diouzh doare ar skrivañ galleg bet desket ha studiet gantañ e-pad 10 vloaz» a skriv aozer ar pennad.
Pep skrivagner brezhonek zo ivez ur galleger hag alies galleger ampart a-raok bezañ brezhoneger ampart. Aozer ar pennad zo da gentañ penn, ur skolveuriad gall ampart, stuziet mat ha galleger, renet e vuhezañ e skolioù-meur Frañs e galleg adal ar bloavezhioù 60 betek an deizioù-mañ, pezh a ra un niver mat a zekvloaziadoù. Kement-se zo abeg d’ e stuziadur skolveuriad gall anadiñ kalzik er pezh a skriv moarvat, hag ivez en e droioù-lavar amprestet war-eeun d’ ar galleg. Gwir eo bihan niver ar vrezhonegerion e Breizh ha beuzet int en ur boblañs galleger. Evel-se emañ.

Diaes e oa bet din lenn ar pennad en abeg d’ ar gwiskad reizhskrivadur arbennik dibabet, mesket gant ur gwiskad stummoù rannyezhel hag ur gwiskad poblekadurioù.
Hag eo arbennik d’ an dud stummet gant ar skol-veur seurt doare ober ? An dud-se a skriv ur galleg mat, resis, pell diouzh ar galleg pobl, hogen pa reont gant ar brezhoneg e teu gant lod anezho ur yezh giz kaozeadennoù kouerion c’hoariva.
Mar bez ur poell en emzivizoù Molière, Grumberg pe Riou da skouer, eo diaes kavout ur poell bennak er pennad-se diwar-benn Jakez Riou. Ar poell zo da gavout er-maez ar skrid, er stuzegezh ren, na anavez nemet ur «C’hultur», an hini a ziviz penaos e teveizo ar bobl annezet war diriad Frañs e saviad. Bez o deus an dud sujet da zezerc’hañ un dudenn savet evito gant ar stuzegezh ren. An hini a skriv er c’hiz-se e brezhoneg a zezerc’h un dudenn en deus savet diwar patromoù ar stuzegezh ren.
Jakez Riou a oa deuet eñ a-benn da zibourc’hañ ar maskl-se.

Jakez Riou zo bet un den eus e amzer, brezhoneger yaouank o komz da vrezhonegerion yaouank all. Kalz en deus da lavarout ha kalz a lavar. Ne glask ket bezañ skedus. Ne venn ket bezañ «arnevez». An niñvañ ma kemer perzh ennañ zo egin ur bed nevez.
Diaes eo didoueziañ en e skridoù «traoù sirius» diouzh «traoù farsus», barzhoniezh diouzh komz plaen. Fent ha spi zo en e holl skridoù ha kement-se gant un digor spered brokus. Ur barzh eo dre e oberenn. Enni ez adkaver e vuhezañ ha n’ eo ket e veved nemetken.

Perak strishaat ur wech c’hoazh Jakez Riou d’ur c’hornbrogarour gwisket en e zilhad bro, chomet dindan levezon ar galleg, aozer barzhonegoù ma sav diwarno ur velkoni «c’hwek ha c’hwerv» ? N’eo ket arz a zeufe gantañ hogen azonoù ur c’hleñved ? Dont a rafe e berzh eus e chañs da vervel yaouank hep bezañ bet saotret gant «traoù lous» Gwalarn ? Skridoù Jakez Riou ne vefent nemet un isarz, azon e gleñved hag an helebini a sav etre skrivagnerion gozh ha skrivagnerion yaouank ?

Ober eus Jakez Riou un draig dister a ro tro da na welout ez eo bepred talvoudek ar goulennoù a sav war ar skrivañ brezhoneg e Breizh, skrivañ, bezañ skrivagner, buhezañ, ha n’ eo ket beveziñ brezhoneg, pe studiañ brezhoneg.
Brezhonegañ a oa buhezañ evit Jakez Riou ha n’ eo ket bevañ bevaik, mat pe fall. Jakez Riou a oa skrivagner. E garantez ouzh ar brezhoneg zo bet un deberzh war e hent. Pezh a zo e-kreiz Nomenoe-Oe ! pe e skridoù-all Jakez Riou n’ eo ket Breizh hogen bezañ den e-touez an denion. Kaer eo an holl anezho tudennoù Jakez Riou, kenedus ha sonn er bed.

Evit mont war-raok en anaoudegezh oberennoù Jakez Riou ez eo ar gwellañ lenn skrid Youenn Drezen hag oberennoù Jakez Riou. Skrid Youenn Drezen zo bet skrivet tost war-lerc’h an darvoudoù gant un den o buhezas.
Kalz traoù bev mat d’ ar mare-se zo bet war zizeriañ, pezh a ra diaes da dud ’zo, distro gant soñjoù hiraezhus ha proviñsel, tostaat ouzh danvez skridoù Jakez Riou.
Drezen ne ra nemet stignañ ar c’hudennoù, ha n’ eo ket o diskoulmañ pe o dezrannañ.
Truezek eo alies ar sternioù daveiñ kemeret abaoe gant ar vrezhonegerion war e divoud, pe da nebeutañ ar re am eus lennet o skridoù betek bremañ.
Labour a chom bepred d’ ober. Hag e vo graet ?

Jakez Riou gant Per J. Helias

Roparz, Jakez, hag o diskibien, 43 bennad a skridvarnerez, Emgleo Breiz, ar skol vrezoneg 1993, Seiz melezour Jakez Riou, Per J. Helias 1980, p. 59, Hag anaoud mad a rit Nomenoe ? Per J. Helias 1970, p. 151

Evel forzh pe zen a skriv e brezhoneg e skriv Per Jakez Helias da zisplegañ e soñj diwar-benn Breizh. Marteze n’ eo ket Jakez Riou nemet un digarez da Per J. Helias da embann e garantez ouzh Breizh met n’ on ket sur.

Diaesaet on bet gant ar reizhskrivadur a ra gantañ, ha gant ar yezh mennet eus ar bobl a zo hini breizhkarourion renkadoù etre Frañs an ugentvet kantved.
N’ on nag ur yezhoniour, nag ur yezhkarour, nag ur stourmer ar brezhoneg. N’ on nemet un den a ra gant ar brezhoneg, ha laouen e vefen gwelout tud oc’h ober gant ur yezh resis. N’ on ket dedennet gant seurt «langach» kevanaozet diwar galleg cheuc’h ar skol, brezhoneg arnevez, brezhoneg evit touristed, brezhoneg c’hoariva, hag ur sturyezhañ dreist penn biz, un handerc’had pell a vezañ kempoell.
Gwir ez eo levezonet brav Per J. Helias gant galleg skrivet ha komzet e gelennadurezh c’hallek pleustret e metou skol-veur ar republik a stumme d’ ar mare-se begennoù Frañs, ha galleg e vicher kelenner.

En ur lenn Per J. Helias e vefe tu da grediñ ez eo bet Jakez Riou pimpatrom ar skrivagner a veul «ene Breizh», ha bezañ un den gant prederioù ranngalonus a gase ar skrivagner d’ ober ar furlukin a skriv Helias.
Bloc’heilad «clown triste» ar renkadoù-etre galleger n’eo ken. Evel forzh pe vrezhoneger stuziet er bed gall e ra an aozer a-hed e skridoù gant seurt bloc’heiladoù.
Den ebet e Breizh ne c’hell tec’hout rak e stuzegezh c’hall pezh na viras ket ouzh tud ’zo, evel Jakez Riou da gemer ar riskl.

Breizhkarour eo Per J. Helias ha dibaouez e eztaol ar sell chaovin brezhon-se pa ra anv eus e vuiañ karet Breizh, betek kammañ an darvoudoù da glenkañ e luganoù.
Evitañ Geotenn ar Werc’hez zo ul levr en enor da Lotei, alese da Vreizh peurbadel, ennañ e kaver «…tuiou kuz ene ar vretoned. Ar merc’hed a ya d’en em veuziñ hag ar baotred d’ en em grougañ. Ar barzhoneg, Ar Feuteun Zu, « a zihun heklevioù ken hir en ene ar c’helt». Ar pezh-c’hoari Nomenoe, Oe ! A «zivenn personelez Breiz».
Ar brezhoneg «a ya a-enep d’an onestiz heb dismegañs evid den».
«N’ eus a Vreiz nemed e diabarz ar Vretoned.» «Evid Jakez Riou (emezañ), Breiz a zo barzerez, gwir, met barzerez diloh…»

«N’eus haroz ebed, (e-barzh Nomenoe, Oe !) pe gentoh pep hini a zlefe mond da haroz.» «Hogen ne heller hen ober, pa ’z eur Bretoned, heb en em veska gand ar Vreiz a-vemdez, heb heh ensila ennoh pe teuzi enni.» «Tonket eo deoh en em zivrezonekaad hoh-unan ma ne glaskit ket beza Breizad penn-kil-ha-troad da genta, heb selloud ouz ar politikerez, ar hevredigezel, an ekonomiez, ar gredenn, heb selloud ouz an diaoul hag e lost…» pezh a c’hellfer envel «an nomenoegez
«…Nomenoe eo tonket dezhañ koll e anv diwar e dreh e-unan kement ha ma ya hemañ dreistañ. Ne hell beza treh ebed ma ne gemer ket perzh ennañ ar bobl ha dreist-oll ar re baour… a zalh o roueelez vreizad en o hreiz.» «stourmerien goz ar brezel ha stourmerien a-bep-amzer ar peoh war eun dro da ziazeza Breiz Nevez.»
Berr eo an hent etre brogarouriezh vreton ha chaovinegezh c’hall. Diforc’h ebet etre Jeanne d’Arc ha Nomenoe, etre mojenn ar Gelted ha mojenn ar «Goloaied». N’ int nemet handerc’hadoù a venn desachañ tud da heul ur stuzegezh ren. Diaes tizhout d’ an hollved, d’ an istor, d’ ar politikaat, d’ an arz (kalvezañ-trehontiñ) gant seurt proviñsegezh eus an dezevout, mojennoù mac’h daou e degouezh ar vreizhkarourion a zo heñvel poch ouzh drouized Gorsedd Digor pintet war un «dolmen kartoñs», ur c’hinkladur c’hoariva.

Ne c’hell ket Per J. Helias komz diwar-benn skridoù Jakez Riou hep keuziañ d’ e vuhez verr ha d’ ar pezh en dije gallet ober. Graet en deus kalz Jakez Riou. Pezh a ra diouer eo al labour n’ o deus ket graet an dud niverus deuet war e lerc’h betek bremañ.
Ur burzhud, hervez Helias, eo bet da Jakez Riou bezañ deuet a-benn da ezteurel «nerzh ha from» eus «danevelligoù ken dister» gant «ur yezh boutin», pezh a oa «azonoù un arz uhel». Kement-se e bed Per J. Helias, peogwir n’ eo ket dister «danevelligoù» Jakez Riou, ha n’ eo ket boutin o yezh. Ur yezh saourus, resis ha kempoell a zeu gantañ. Reiñ a ra buhez da dudennoù e bezhioù c’hoari ha d’ e skridoù.
E bed Per J. Helias bepred «ne c’hell ket tremen (Jakez Riou) hep brudañ perzhioù a-ouenn ar vretoned.» Zoken e zoare skrivañ zo breizhek : «Verv ha lusk zo breizhek» «keit ma ra heug d’ ur Breizad a ouenn vat un arboellerez re striz».
Ar skrivagner a ranke en em dennañ diouzh e «bez tamm deskadurez klasel ha dont da vestr war ar yezh evit e «servicha» gwelloc’h, «ober enor d’ ar brezhoneg». E labour a oa kendeurel da veurdez ar brezhoneg.
Ar brezhoneger a vefe benveg d’ ar brezhoneg ha n’eo ket ar brezhoneg benveg d’ ar skrivagner ? Ha ne vefe ket stag ouzh mojenn ur yezh pobl divarvel, digemm adal deizioù kentañ an denelezh ? Ha n ‘eus ket aze ur heklev d’ ar vrogarouriezh chaovin kelennet gant skol ar republik ?

«An afer all a oa da zerri e ziskouarn ouz ar hanmeul ne vanke ket d’ ober digemer, er mareou-ze, e bandennig ar vrezonegerien vriz-desket, d’ an disterra brechenn skrivet e brezoneg.»
Ret e vefe bet da Per J. Helias adlenn pezh a skrivas Youenn Drezen a-zivout e vignon e-barzh Gwalarn. Gwalarn a oa al lec’h nemetañ, koulz lavarout, ma c’halle Jakez Riou kavout un dezvarn war ar pezh a skrive, ar vandennig vrezhonegerion-se.
Hiziv an deiz avat nag a vrammoù brezhonek zo embannet digudenn dre ma vezont brezhonek. N’ int nemet hekleviñ ouzh an embannadurioù gallek…

Hervez Per J. Helias ez eo perzhioù naturel poblañs Vreizh a zo displeget dimp gant Jakez Riou.
«E-doug ar farsadenn dija (e-barzh Nomenoe, Oe !), ema ar henteliou o tond er-mêz». «Kudenn an haroz ’ni eo a zo stignet amañ gant hini eur seurt brogarouriez.» «Ar vrogarouriez, petra eo an dra-ze ?» «…gant al luadenn fals-istorel-ze, Jakez Riou a glask splannaad dizamant kantvedel ar Vretoned e-keñver o flanedenn. Tud ar bobl ne zoñjont nemed en o zammig aferiou gwenneien, ar renkadou pourvezet en em ro da jom e gwazoniez dre ma ’z int dalhet gant an aotrou en o gwiriou-dreist. Nag ar re-mañ nag ar re-ze n’ en em gav lakeet da golonidi.»
«Abaoe ma kaver tud da stourm evid Breiz hag he zu, ar wirionez a ra deom lavaroud n’ int ket bet klevet aliez gand ar bobl, n’ int ket bet harpet ken aliez c’hoaz gand ar re halloudeg.»

Breizhiz ne c’hallint kemer hent ar rezid nemet diouto o-unan, gant pe hep brezhoneg, gant pe hep an dud a gred e labouront evito o kinnig dezho ur Vreizh vojennek. Ret dezho dibab ur gumuniezh denel azas da vont gant an hent, pe chom e dalc’h un diuzad renerion evel holl boblañsoù ar bed, gallegerion pe vrezhonegerion e vefent.
Jakez Riou zo mil bell diouzh ar vrogarourion pa skriv. Tudenn Nemenoe ar pezh c’hoari zo ur pik goulennata. N’ eus nemet an tudennoù o deus dilezet pep tra a c’hell dougen ur bed nevez. Yaouankizoù Gwalarn o deus kimiadet diouzh kealiadurezh Breiz Atao. Kimiadet o deus ivez diouzh ar stuzegezh ren gallek. Lakaet o deus brall er vrogarouriezh. Sevel goulennoù a oa yac’h ha ne vire ket outo da vont gant o hent, daoust pegen diaes e oa.
Keuzius eo gwelout hiziv e tistro kalz tud d’ ur saviad rakwalarnek, pe e stumm ar vrogarourion gozh, Helias da skouer, pe o klask adsevel Gwalarn adal un dezevout rakwalarnek mirelour.
Penaos adskoulmañ gant degasadennoù Gwalarn ? Penaos o lakaat da werediñ ? Gant piv e vo graet ? Barzhed ? Prederourion ? Armerzhourion ? Skiantourion… Kalz kempleshoc’h eo saviad ar vro-mañ hiziv eget e deroù an ugentvet kantved. Pinvidikoc’h ivez.
Pe skor e vo d’ an dud ar gened hag ar blijadur legadet gant skridoù Jakez Riou ?

Jakez Riou gant Youenn Drezen

GWALARN niv. 110 111 Genver C’hwevrer 1938, p. 23, Jakez Riou gant Youenn Drezenn

Liammet eo buhez Jakez Riou ouzh hini Youenn Drezen adal an deiz m’o deus kejet pa oant 12 vloaz, d’ar 14 a Vezheven 1911, «…e-tal ti-bras an Hent-Houarn e Kemper» evit mont gant an tren o c’hasfe da Spagn da vezañ stummet evel beleion. Ne vo dispartiet an daou frai nemet gant marv Jakez Riou e genver 1937.

Ganet int d’ ur mare ma oa ar brezhoneg er gêr hag ar galleg er skol hag e kêr.
«Gant ar brezoneg, ne daez ket pelloc’h eget Kemper !» (notenn 1) a lavare ur c’hrennlavar meneget gant Youenn Drezen.
«…ne vije ket deut d’imp ar soñj ober fae war ar brezoneg. Nemet, va Doue, d’ezañ da chom en e lec’h, da lavarout war barlenn ar vamm, e korn oaled an ti, ha gant an amezeien tosta…»
Gant ar skol o deus tapet ur stummadur gall klasel ha disoñjet ar brezhoneg.
«Desavet e oamp, ha kenteliet e oamp…da zont, dres e-giz Gallaoued bihan fortuniet, ganet e-touez ar galleg.»

Meur a abegoù diemouez o c’hasas da vont d’ ar brezhoneg ha da zizoleiñ e oa ur yezh par d’ an holl yezhoù, pezh na oa ket anat dre an arver a veze graet eus ar yezh-se er vro, ken gant ar re a oa kouerion ha micherourion, ken gant ar yezhkarourion a oa kefredourion vihan proviñsel al lod brasañ anezho.
«Ma vijemp chomet e Breizh… hor bije, sur a-walc’h, kendalc’het da « gomz brezoneg » ; suroc’h c’hoaz, avat, ne vije ket bet ac’hanomp « skrivagnerien brezonek ».

Da gentañ en un doare hiniennel, neuze etre mignoned bet en harlu, neuze a-ratozh kaer en-dro da Walarn, o deus kaset war-raok o anaoudegezh hag o fleustr eus ar yezh.
O amkan a oa kas er yezh-se o c’hoant skrivañ. «…sevel e brezoneg oberou talvoudus drezo o-unan…»

E-kerzh ar bloavezh 1917 e krog Jakez Riou da skrivañ da vat e brezhoneg zoken ma chome gantañ labour d’ ober evit bezañ ampart. «…a-zivout hon diakuited war ar yezadur, talvoudegez reiz ar geriou, o doare-skriva, ar c’hemmaduriou, — an dra-mañ e keñver ar yez, ar benveg — hag ivez a-zivout hon diouiziegez klok eus an dud hag ar vuhez.»
Ret eo soñjal e oa 18 vloaz ar gañfarded-se.
Jakez Riou a skrive «… kement tra a droe en e benn.» «…n’oa ket evitan ar brezoneg kozkailhez evit eur mirdi, pe eun dra gurius da ziskouez d’an estren ; eur benveg diskleria e sonjou, ne lavaran ket, eur benveg beo, tomm d’e galon, sklintin d’e skouarn, tostoc’h ouz e spered…» «…Edo o klask e hent, a-dreuz diank, tro-wenn, pe a-wechou, berz-mat. Ha dizamant d’e boan.» «Jakez Riou ne rae ket an ijin diouer d’ezañ. Ar skoazell an hini eo, hag anaout e hent.» «Diouer amzer ha buhez tenn. Diouer kelaouennou ha skridvarnerien.» «…n’eo ket eun dra aes en em zigontamma pizrac’h diouz an deskadurez estren, mirout ar ouiziegez, en em varrekaat war ar vicher, hep disteraat galloudegeziou ar Ouenn.» «Ma lakaer a gostez Roparz Hemon — abaoe m’eo ganet « Gwalarn » — hag I. an Diberder, hag, eun disteraik ivez, Loeiz Herrieu, n’oa en-dro d’ar skriverien vrezoneg nemet kanmeulerien. Degemer kalonek a veze graet da gement bram…»
«Plega ‘rae (Jakez Riou) an awen d’e youl, plega ‘rae d’e venoziou e yez, anezi eur benveg gwevn, resis ha pinvidik.»

Dudius eo ar skrid-se pa laka an dizolo war ar pezh a reas gwander ar brezhoneg, eleze tud a rae anezhañ ur folklorach lec’hel e skeud ar galleg yezh «a gultur», ha penaos o deus tud yaouank roet lusk dezhañ.
Gwelout a reer penaos o deus pleget begennoùigoù ar Basse-Bretagne d’ ar stuzegezh ren hoc’h ober eus stuzegezh o bro kinkladurezh ha c’hoari evit bihanvourc’hizion, keit ma ledent ar stuzegezh ren evit ar «vuhez sirius», beved ha buhezañ. Lakaet o deus ar yezh da zizeriañ dre gas d’ o heul davit ar galleg poblañs ar maezioù.
N’ eus nemet un nebeut tud yaouank o deus taolet pled ouzh barregezhioù ar brezhoneg, e binvidigezh, e gened, e gwevnded. Eus ur yezh a yae muioc’h-mui d’ ur benveg da gas da benn un darn eus ezhommoù bevedel ar pemdez, dreist-holl, o deus graet ur yezh vuhezañ o talañ ouzh gwezhiañ klok mab-den.
Daoust dezho eo bet graet marteze, nemet peogwir int bet kizidik ouzh ar frailh anadet etre o stummadur gallek hag o stuzegezh vrezhonek e bed derou an 20vet kantved. Kement-se o c’hoarvezout dre emled ar stuzegezh c’hreantel a zegase ganti emdroadur ar maezioù hag ar c’hêrioù, brezel 14, lezennoù a-enep ar skolioù kristen ha me oar-me…
Kredet o deus ledañ dremmwel ar brezhoneg dreist da dourioù iliz-veur Kemper.
Ramzel e oa al labour d’ ober evit genel ur stuzegezh vrezhonek a vefe bet an diaz d’ ar sevenadur. Begennoùigoù Breizh o doa dibabet Frañs hag ar galleg, hag ar boblañs a yae d’ o heul. N’ eus nemet hiniennoù o doa trehontet o saviad ha tennet o mad anezhañ. Labour bras o deus graet hogen kalz niverusoc’h ha kreñvoc’h egeto eo bet dalc’herion ar bed kozh hag ar c’hozhkailhoù.

F. Favereau a lavar e oa enebiezh henvoazel ar re yaouank ouzh ar re gozh an troc’h savet etre tud Walarn hag ar varzhed henvoazelour. Un troc’h etre kemplegourion sujet d’ ar stuzegezh ren hag advuhezerion ur stuzegezh rezidek e oa. An dispriz ouzh yezh ar bobl ne oa ket gant an dud yaouank-se hogen gant an holl re zivarrek da embregiñ ar yezh-se e mod-all estreget ur paour kaezh yezh sujet d’ ur yezh ren, ar galleg, lakaet da yezh a sevenadur ganto.
Gwir eo ez anzav Youenn Drezen bezañ dizoloet «Breizh» a-dreuz al lizheradur gallek savet gant breizhkarourion veur e amzer. Ar re-se avat a chome touristed en o bro dre berzh o stuzegezh c’hall.
Setu pezh int lakaet da lavarout a-zivout ar brezhoneg er pezh-c’hoari Gorsedd-Digor gant Jakez Riou :« … Eul langach ker brao, ker respetet gant an holl, karet kement gant an touristed, chomet ker yac’h betek-hen dre priziou ha konkouriou anuel ; eul langach bet kaozet gant ar Goloaied, — an holl a oa petra zinifi Toulouse, ker ar goadigennou brudet, eul langach bet kaozet gant… Adam marteze ha gant Eva e bried… »

Marteze e verzer a-wechoù e skrid Youenn Drezen an tech a zo trec’h er Bretagne a-vremañ, ar vrogarouriezh emdarzhek, kantaezel, mojenn ar vrezhonelezh kevrinus, pa gomz eus «galloudegeziou ar Ouenn» da skouer. Padal en e skrid e veneg an holl elfennoù a ampar eskoriñ ur stuzegezh diles e Breizh (bed, emsav), pezh na gaver na gant Helias, na gant Favereau, na gant kentel istor SADED.

(notenn 1) An testennoù tennet eus skrid Youenn Drezen, «Jakez Riou», zo bet lezet en doare ma oant skrivet eleze e KLT, ha gant an direizhderioù a-fet yezhadur, pe ar vioù koukoug mar bez. N’ on ket barrek a-walc’h evit reizhañ ur skrid ken deurus ha talvoudus, ha ne gemerin ket an aotre da gemm pezh a zo dielloù, trawalc’h din o «silzigañ»…

Hoc’h aliañ a ran da lenn ar skrid embannet war GWALARN niv. 110 111 Genver C’hwevrer 1938, p. 23 a gaver er stumm niverelaet war load Dielloù Penn-ar-Bed : 

http://mnesys-portail.archives-finistere.fr/?id=recherche_grandpublic&doc=&page=17&page_ref= »>http://mnesys-portail.archives-finistere.fr/id=recherche_grandpublic&doc=&page=17&page_ref=

Notennoù a-zivout skridoù gant F. Favereau ha Per J. Helias a zeuy da heul.

Jakez Riou, kentel SADED 1963

SADED, Lennegezh 1, Preder 1963, Seizhvet kentel, Jakez Riou

An aozer a ra eus Jakez Riou ur soudard eus ar stourm brezhon.

Lusket eo bet Jakez Riou gant «ur c’halvedigezh a emsaver hag a skrivagner brezhonek». Anv ez eus eus e «arz» hag eus e «garantez ouzh e bobl». Priziet eo e «taolennoù an natur…resis ha barzhonius» er c’hevelennoù bodet e Geotenn ar Werc’hez, padal en dije bet ur «Yezh tost c’hoazh ouzh an teodyezh», un «emstagerezh brizh trivliek ouzh ur stumm stuzegezh a oa tonket da vont da get er vuhez arnevez». Tresoù ar gouerion zo «kaeraet ha divedekaet…un tammig… distag ma ‘z int diouzh o endro kevredigezhel gwirion».

Setu pezh a skrive a-zivout kevelennoù Jakez Riou an hini en deus savet ar gentel-se e 1963.

Kroget ‘m eus da heuliañ kentelioù SADED (notenn 1) c’hwec’h bloavezh war lerc’h ma oa bet savet ar gentel-se. Emdroet e oa kalzig an dornad tud a laboure e stern ESB dre ar sammad labour a oa bet kaset da benn. Un diforc’h bras a oa etre an dud-se a glaske, hag an dud o doa dija kavet, a rae gant kealioù sonnet da vat amprestet digant ar stuzegezh ren ha pourvezet clés en main d’ ar boblañs gant ar skolioù-meur hag ar mediaoù. An dud-se o deus kuitaet ESB e 1969.
E-barzh ESB e veze renet enklaskoù war a bep seurt tachennoù, politikel, armerzhel, prederouriezhel, poblañsel. Renet e oa al labour gant a bep seurt tud, en o zouez tud eveldon na oant ket bet stummet gant skol-veur Frañs.

N’ eo ket distag danvez ar gentel seizh diouzh ar bed kozh, n’ eo ket bed kozh ar rakvrezel a oa hini Jakez Riou, hogen bed kozh Bretagne ar goude brezel, ur rannvro eus Frañs stummet diouzh ar bed arnevez, hini ar stuzegezh ren. Seurt bed arnevez zo ar bed kozh nevez a bouez war Vreizhiz ar goudebrezel, an henvoaz arnevez, a gemer lerc’h henvoaz koueriadel an etrebrezel.
Ne oa ket bet diorreet a-walc’h c’hoazh ar binvioù a rofe tro d’ ober an diforc’h etre politikaat ha politikerezh gant ar re a venne kenderc’hel an ober rezidek boulc’het e Breizh gant Gwalarn.
Aozer ar gentel a vesk an daou. Treuzplakañ a ra patromoù kozh kealiadurezh politikel Frañs war an arz ez eo skridoù Jakez Riou, ha war an danvez trehontiñ ez int.
Dezrann politikel ar c’helenner zo kalvezel rik, un dedalvezadur rekipeoù. Tremen a ra e-biou da zanvez ar c’hevelennoù hag an digor ez int war ur bed kalz ledanoc’h eget an emsav brezhon a zo stern e gentel.

Kouerion Jakez Riou zo tud vev, denion klok, beuzet e dislavaroù ur buhezañ. Ne dres ket Jakez Riou tudennoù, astenn a ra dimp buhezañ kouerion wirion dre astenn dimp e vuhezañ dezhañ e-unan a zo nes d’ o re. Liesek eo ar merzout en deus anezho.
Ken pell eo diouzh ar poltredoù savet gant tud prederiet gant livañ restachoù ur bed kozh aet da folklor, ha diouzh poltredoù ijinet gant stourmerion youlelour emsav brezhon ar goude brezel. An daou seurt poltredoù-se zo gwariet gant en hevelep brogarouriezh gaonac’h eskoret eus ar stuzegezh ren, heklev d’ ar chaovinegezh c’hall. N’ eo ket tarzhet c’hoazh ar c’hombod broadel.
Diaes eo d’ ar vreizhkarourion soñjal o deus ar gouerion ur vuhez piaouel en tu all d’ ar poltredoù a savont anezho, eleze tudigoù aet da ziwallerion restachoù ur bed kozh, pe tudigoù destuziet gant ar stuzegezh ren o deus da adtapout ur stuziadur «diles» kollet ganto, gant skoazell an «emsaverion».
Amparet eo poblañs Vreizh gant denion, a zo estreget dafar pe binvioù da vuhez ar renkadoù etre a ziviz en o lec’h piv int. O buhezañ n’ eo ket beved nemetken. Ezhomm ebet eus stummadur ar skol-veur frañses evit merzout kement-se.

Trugarez vras da Jakez Riou a vezañ bet stuziet dre an destuziañ ha barrek da reiñ gwerc’h da zenelezh ar gouerion en e skridoù.
Daoust dezhañ eo c’hoarvezet an dra, dezhañ ha d’ ar vandenn yaouankizoù a zo en em gavet e Breizh d’ ar mare-se. Gallet o dije disteurel o stuzegezh orin, pezh a reas lod brasañ o c’henseurted.
Ar yezh zo bet dezho ur benveg talvoudus. Ar yezh-se a hañval mont en deizioù-mañ d’ur benveg destuziañ, plegañ d’ ar stuzegezh ren evit ar yezhkarourion (Drevezañ iskenderc’hadoù «poblek» ar stuzegezh ren.), pa ‘z eo bet ur benveg rezidekaat gant tud Walarn.

Nomenoe, Oe ! zo kalz tostoc’h ouzh kalon aozer ar gentel seizh.
Ur pezh c’hoari a «zo gwriziennet en Emsav» «N’eo ket… un oberenn beurechu» «Diazezet ar skrid gant Youenn Drezen war-lerc’h marv ar skrivagner» «un oberenn aristofanek» «flemmerezh kevredigezhel ha politikel» «al librentezh a deod hag a varzhoniezh» «c’hoari gerioù» «mezvierion o vont da zizourañ… merc’hed pilet e strad ar foz» «nevez el lennegezh vrezhonek»«Ur Jakez Riou emsaver, skoilhet evel Roparz Hemon e-unan gant diseblanted e bobl e-keñver brogarouriezh Vreizh».
«An emsaver sellet evel un den a netra, evel ur c’hlasker bara, hep kar na par, distaolet gant ar gevredigezh c’hall a zo o ren er vro-mañ, daoust dezhañ bezañ gwir vrientin e bobl»«tizhet krisoc’h eget Roparz Hemon gant digasted pobl vunut hor bro…»
Aze hon eus gant aozer ar gentel un dezerc’hañ eus an dud «izel», ar bobl, gant ar renkadoù etre dre ar stuzegezh ren a bleustront, bloc’heiladoù : tud ar bobl zo bambocherion, mezvierion, fouzherion…
N’ eo ket reishoc’h pezh a skriv ar c’helenner a-zivout kouerion Jakez Riou e Nomenoe, Oe ! eget ar pezh a skriv war o divoud e Geotenn ar Werc’hez.

Tudennoù ar pezh-c’hoari a anad evel tud laouen a vevañ, zoken mard ‘eo diaes ar vuhez ganto.
Labourat a reont kalz ha frouezh o labour zo skrapet diganto hep na vefe displeget mat dezho ar perag gant ar re a ren warno a zo beuzet er mojennoù kaer a savont.
N’ eus nemet pa n’ o deus mui netra pe pa gouskont ma kav tudigoù ar pezh-c’hoari un nebeut frankiz. N’ eo ket souezhus ne rafent forzh bezañ renet gant Gallaoued pe gant Brezhoned.
Jakez Riou zo skrivagner ha n’eo ket emsaver, an emsaver meizet gant aozer ar gentel.
Un den tost ouzh yezh ha buhezañ ar gouerion ha micherourion eo dre e vuhezhañ ha daoust, pe zoken bennozh, d’ ar stuzegezh tapet gant an tadoù en Euskadi.
Goulennoù a hent e skridoù. Eskoriñ a reont en oberiañ renet gant stroll tud yaouank Gwalarn.
N’ eus nemet brogarourion ar bloavezhioù pemont ha c’hwegont evit na sevel goulennoù war ar vuhezañ e brezhoneg en ur bed galleger, hogen ne bado ket ganto nemet gant ar re o deus kavet ur stael dindan ar Stad hag a bad o gouenn hiziv an deiz. Siwazh e kendaolont da lakaat da badout kozh kealiadurezhioù a zo kement a hentoù bac’h d’ ar rezid pa ‘z eont da heul roudoù ar stuzegezh ren.

An dud a netra a ra anv anezho Jakez Riou zo ar re dibourc’het ganto o stuzegezh henvoazel war un dro gant o stuzegezh skolveuriek. Diaes e vo ar vuhez dezho hogen pinvidik.

Dafar da gompren pezh a zo bet SADED hag all a vo kavet en embannadur klok eus ar gelaouenn Emsav hag en dastumad LAVAR eus an embannadurioù PREDER.

Pellgargañ dastumad Klok eus ar gelaouenn Emsav war ar bajenn-se :
http://www.preder.net/index.php/br/levraoueg/emsav (Emsav klok en ur restr)

Pennadoù LAVAR a gaver al lod brasañ anezho(LAVAR 9 da LAVAR 17) war ar bajenn-se :
http://www.preder.net/index.php/br/levraoueg/lavar

Jakez Riou, un istor

Adlennet ‘m eus Nomenoe, Oe ! Gant Jakez Riou.
Lies eo bet an elfennoù o deus va c’haset da amprestañ al levr-se.
Nevez ’zo em eus lennet pennadoù kazetennerezh Youenn Drezen. Bez e oa anv kalzig eus Jakez Riou hag eus Nemenoe, Oe !
Plijus-tre em boa kavet ar skrid-se pa ‘m boa e lennet pell ’zo.
Neuze em eus lennet a-nevez ar pezh-c’hoari ha lennet skridoù all gant Jakez Riou.
Klasket ’m eus lenn pezh o doa skrivet tud all diwar-benn Jakez Riou.
Graet ‘m eus un enklask berr war load KDSK Sant-Hermelen-Naoned, hag un nebeut levrioù am eus amprestet ha lennet.
Deurus e oa evidon, un doare da vale en ur bed kevrinus, handerc’hadoù gant pep hini e stumm.
Boulc’het ’m eus notennoù war ar skridoù gant an nebeut evezhiadennoù a zeue ganin.
O lakaat a rin er blog-mañ e stumm skridoù da c’hortoz o disoñjal da vat, pe mont pelloc’h.
Un dra zo sur, gant e oberenn en deus kroget Jakez Riou un istor na spurmantomp ket c’hoazh ar penn anezhañ.
Da genderc’hel ’ta…

oe !

Piv eo an Nomenoe, a c’houlenn ar bobl ? Ar gouerion a zlefen lavarout, rak Jakez Riou a gomz eus kouerion evit gwir. Un diforc’h a ra etre ar gouerion deskrivet evel tud o deus peadra, hag ar werin, tud n’ o deus netra evel ar foeter-hent, pe zoken Izidor, mab mestr ostaleri an Trilonk troet muioc’h da huñvreal eget da heuliañ roudoù e dad.
Buhez ar gouerion zo talmet gant darvoudoù a zistro reol, holl en-dro do micher a zo gounit an douar.
Padal, d’ an deiz-se, deiz foar ha marc’had, e vo difennet d’ ar gouerion gwerzhañ pe brenañ, ha zoken mont da evañ ur banne. Evel ma lavar unan int dalc’het d’ ober «labrigadlaklak», evit un den na anavezont ket, un den n’ o deus morse klevet e anv, kinniget dezho evel salver Breizh ? Piv an den-se meulet gant an eskob, savet dezhañ ur bolz enor ha lakaet ar vugale da brientiñ barzhonegoù d’ e veuliñ ?
Pilet en deus ar C’hallaoued ? Petra a gemm evit ar gouerion ?

Ha piv an Nemenoe en afer ? Un tiern ? Un haroz ? Paotr an tailh ?
Ur soudard hepmuiken. Graet en deus pezh a ra ar soudarded, lazhañ tud. Evit trec’hiñ avat eo bet ret dezhañ soudardañ tud vunut ar vro, gant kezeg tud ar vro ha gant anduilhennoù tud ar vro.
Saveteet ar vro ? Hag e c’houlenne an dud bezañ saveteet ? Ha petra zo bet graet evit gwir er-maez lazhadegañ Gallaoued ?

Gwennoll a veul Nemenoe hag an emgann, hogen evel ma lavar an eskob ha maer Redon, Konwoion, : «ur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol». Gwir eo, ar Gwennoll ned eo netra nemet kehenter ar sellad kefridiel war an darvoudoù. Krediñ a ra start e komzoù an eskob-maer, burzhud kaer ar saveteer bloc’heiladel. Soñjal a ra ennañ pa sell teneraet ouzh ar vugaleigoù kousket «Dec’h e oant Gallaoued, hiziv int Bretoned». Ouzhpennañ a ra avat «pa soñjan mat, an den kousket zo an den dieupañ».
Dihunet ar vugale en devo d’ ober gant o buhezegezh. Oe ! Ole !

An tudennoù pa gomzont eus an Nemenoe a ra gant bloc’heiladoù, Perig ar skoliad, Gwennoll ar c’hloer, Konwoion an eskob-maer… Bloc’heiladoù a ampar an doare da sellout ouzh Breizh hag Istor Breizh en deizioù-mañ c’hoazh.

Ar bommoù a denn ouzh al lennegezh pobl (ne vez ket mui graet gant kouerion pe werin aze) zo deurus pa verkont an ersav ouzh al lennegezh pobl gant tud stuziet ar stuzegezh ren.
Bommoù gant Gwennoll da skouer pa lavar «Ar werz-mañ n’eo ket bet sinet; rak-se n’ eus perc’henn ebet dezhi» hag a-zivout gwerz an anduilhennoù (savet gant Izidor pe ur breur dezhañ) «…re voutin ha re boblel evit bezañ displeget dirak Nomenoe…»

Hervez komzoù tudenn Nemenoe eo tud en arlez o deus gounezet an emgann… Hag an anduilhenn. Padal eo gant tud ar stuzegezh ren e vo skrivet an Istor ha sinet ar gwerzioù.

Pebezh afer, pebezh farsadenn. Ha ne vefe ket intret c’hoariva Jakez Riou gant e vuhezadur eus Breizh e vare ?
Kentoc’h eget fallgaloniñ e sav Jakez Riou un istor fentus a-zivout stad amjestr ar re a venn stourm evit Breizh. Hag eo bet goulennet un dra bennak diganto gant an dud ? Hag e tegasont d’ ar boblañs un dra bennak a rae diouer dezhi ? Ha piv eo an dud a ya a-du ganto, ha petra a glaskont o vont a-du ganto ?
Ijinañ a ran ? Koulskoude bommoù evel « Sevel ur werz… E brezhoneg penn-da-benn» a vez kavet dindan bluenn Youenn Drezen da skouer.

Amjestr eo an dibab graet gant tud Walarn. E meur a hini eus o skridoù ez anad goulennoù war o gwezhiañ : hag eo diles ? Hag eo talvoudus d’ an dud a vennont ensammañ o yezh ?
Pa weler petra eo bezañ breton hiziv e c’haller en em c’houlenn ha ne vije ket bet gwelloc’h da dudenn Nemenoe ar pezh-c’hoari mont da vambochiñ e-lec’h toullgofañ Gallaoued. Ma ! N’ eo ket eñ paour-kaezh a zo kiriek hogen ar re o deus savet an handerc’hañ brogarour a ren er mouvamant breton.
Tudenn Nemenoe gant Jakez Riou zo dudius. Ne ra ket Istor, buhezañ a ra hep klask enrollañ den ebet en afer, evel paotred Walarn o deus kendalc’het un hil lennegel ent diseblant, ha gwazh ha se evit ar re o deus ezhomm harozed ha na gilont ket rak o c’hwezhañ un tammig pa ‘z int re deuc’h.
Nevenoe oe !

Nevenoe oe ! A Gavan ar pinvidikañ eus pezhioù c’hoari Jakez Riou, met an hevelep danvez a gavan e Dogan ha Gorsedd digor. Zoken ma hañvalont skeiñ war ar vreizhkarourion giz kozh (hag eo diforc’h breizhkarouriezh Gwalarn ?), pe war sotoni polised ludresadennel, eo re soutil fent Jakez Riou ha re gizidik ar paotr evit na vefe ket kavet en e bezhioù c’hoari un heklev da vreskted Gwalarn na zeu ket a-benn da bolitikaat da skouer. Divarrek eo Gwalarn a vezañ atoret gant an henvoazelourion ha poblañs er Gorsedd-digor. Râââ !
E Dogan eo divarregezh Breiz Atao da bolitikaat a zisoc’h gant ur vombezenn argelek hag a dro er pezh-c’hoari d’ ur c’hoari a-dri etre ar c’homiser, e wreg hag an arzour. «A-dri, a-dri, ez a ar varzhed da zimeziñ». Hag an arzour ? Ha ne ra nemet kemer e blijadur ? Arzour ?

Jakez Riou a c’houzañv. Etre ar relijion hag ar brezhoneg en deus erfin dibabet ar brezhoneg. Labourat a ra kalz evit gwellaat e yezh ha sevel skridoù ar bravañ ha resisañ posupl. Diaes dezhañ kaout ul labour bara reol ha gopret mat a rofe dezhañ amzer da skrivañ. Diaes dezhañ kavout un embanner deuriet gant e labour, ha n’ eo ket unan e embann nemet peogwir e skriv e brezhoneg, hag a vefe bet ivez ur skridvarner mat o reiñ tro dezhañ mont war-raok…
Ne vank ket an trepetoù-se sevel d’ ar skrivagner goulennoù direspont a adkaver en e lennegezh.
Stlenn a gaver war vuhez Jakez Riou e skridoù kelaouennerezh e vignon Youenn Drezen. Ar skridoù-se o deus roet c’hoant din da lenn pezhioù-c’hoari Jakez Riou.

Tennañ a ra tudennoù ha skritur Jakez Riou d’ ar c’hoariva margodennoù (a zo arvest pobl), gant tudennoù brastreset.
An eskob gant e dog hag e vazh o tasparzhañ taolioù troad er revrioù eilet gant an archerion droch (ar vicher eo a spazh ar spered a lavar ur goueriadez), ar c’hloareg inosant hag hegredik o tibunañ e gentel.
Ar boblañs kouerion laouen beuzet en he beved, etre labour ha kemer plijadur, a ginnig un aridennad tudennoù saourus, eilet gant ur c’hor, pell diouzh uhelvennadoù koumoulek an dud a ren warno gant prezegennoù goullo, gall pe vrezhon e vefent.
Un nebeut tudennoù a zo e-kichen, evel mab mestr an Trilonk, arzour en arlez (bloc’heilad boas a-zivout an arzourion).
Nemenoe ar c’hoari zo un aezenn dispis a dalvez da werc’hekaat temz an holl dudennoù. Trec’het en deus ar C’hallaoued hogen piv a c’houlenne digantañ ober kement all ?

Trec’h Ballon a gemer pouez e gwengelañ ar vrogarourion vrezhon a glask kempenn un istor diouzh o santimant. Er pezh c’hoari e chom ar goulenn : petra vo graet gant seurt gwengeloù, petra eo Gwalarn ?
Aes hiziv lavarout e oa Gwalarn dre vezañ, ne oa ket ken eeun d’ ar mare-se evit tud a oa pell a vezañ droch.
Ijinomp un tammig enkrez ur paotr evel Jakez Riou a ziviz d’ ur mare dibab ar brezhoneg, skrivañ «e brezhoneg penn-da-benn» (evel ma kaver e skridoù Drezen) ha gwellaat e yezh…

Ha neuze ? Hag e vo lakaet termen d’ar foar, sentet ouzh divizoù un eskob a gendalc’h da zivizout e lec’h an dud, pe sentet d’ un Nemenoe a zastumo an tailh, gall pe vrezhon e vefe an dud-se ?

Penaos treuzkas d’ ar boblañs dilested Gwalarn, penaos ober ma c’hano ur bed nevez ?

Begennoùigoù brezhon hon mare ne reont foutre kaer gant kement-se. Ret eo kendrec’hiñ nemetken, lakaat an dud da sentiñ d’ ar re a ziviz evito.
Jakez Riou a vev en ur vro ma vez brezhonegerion, fall o yezh, ha fall ar yezh hag an danvez gant ar re a gomz en o anv, hogen bez ez eus eus ar yezh-se ur yezh vev c’hoazh ?
En e skritur ez anad al levenez hag an enkrez, levenez un eztaol diles hag enkrez un hent diaes ha dianav a c’hellfe mat tre bezañ hent bac’h.
Pa ra goap ouzh tud ar bobl, kouerion ha gwerin ez eus kalz a deneridigezh ha nesaegezh gantañ.

Skrivañ penn da benn e brezhoneg ha sinañ, o c’houzout avat ma ne vezer ket perc’henn war ar yezh, na war ar pezh a skriver…

Nomenoe-oe !, Dogan, Gorsedd-digor, gant Jakez Riou, adembannet gant Aber 2010.

Youenn Drezen kelaouenner

Ken dizesk ez on e-keñver ar brezhoneg ha ne ouien ket pe kelaouenner dudius e oa bet Youenn Drezen.
Kregiñ a ra al levrenn gant ur sorbienn eus Iwerzhon a zo un drugar a lennegezh teodel. Netra da deurel e-barzh, un oberenn bobl lakaet bev buhezek war ar paper hep koll tra eus e zanvez.
An hevelep yezh yac’h ha pinvidik a adkaver a-hed skridoù Drezen.

An div valeadenn, e kêr an Naoned hag e kêr Gwened zo baleadennoù gwirion, dre ar savadurioù hag o istor evit Gwened ha dismantroù Naoned o tivogediñ war-lerc’h ar bombezadegoù kêr ma adkav Drezen e vignoned, pe al lec’hioù ma chomont ha ma choment c’hoazh evit reoù anezho er bloavezhioù 70, en ur gêr em eus treuzet meur a wech war droad d’ ar mare-se.

Ar skridoù talbennet A-dreuz al levrioù hag ar c’helaouennoù a ro da anavezout en un doare bev labour brezhonegerion ar prantad-se.
Dihunamb, Feiz ha Breiz, Gwalarn, Sav, Studi hag Ober, Arvor a embann skridoù e brezhoneg, kevellennoù, barzhonegoù, studiennoù…
Embannet eo ivez levrioù : ur studienn embannet e brezhoneg Traoniennoù ha Kaniennoù-mor mor gant Lan Devenneg, an hini gentañ moarvat.
Ur barrezig a Vro-Leon, Lanber, gant Loeiz Lok. « Evit ar wech kentañ ul levr diwar ur barrez skrivet e brezhoneg ha n’eo ket e galleg. »
En ur rambreal gant Yann-Vari Kerwerc’hez, un naonedat : « Romant polis bras, skrivet war-eeun e brezhoneg, peadra a skrijañ gantañ, rak lazhañ a reer tud ennañ goude o spontañ «bominapl»… ha peadra mousc’hoarzhin ivez, ha c’hoarzhin zoken, rak a drugarez Doue, ar skrivagner a zo anezhañ paotr yac’h e galon ha livet en deus evidomp, ouzhpenn ur c’hazig du koantik ken eo koantik, kañfarded dibalamour evel Yun Bulluc’h, den meur ar romant, Benead Bondu, komiser-polis, Huon Harogall, ar Squinthog, ar poliser saoz, ha nouspet all, pep hini gant e berzhioù mat, ha pep hini ivez gant e dammoùigoù sioù divat, da lavarout eo fentus. »

Un displegadenn graet e Dinan gant Drezen, Jakez Riou : e vuhez, an den, ar skrivagner zo un digarez da gomz diwar-benn stad ar yezh : ouzhpenn 100 den o selaou « kentelioù brezhoneg gant ur 40 bennak a zeskerion… « Pet kêr e Breizh Izel a c’hellfe fougeal heñvel ? »
« Ne welit ket hor brezhoneg dilezet un tammig re gant Breizhizeliz o tont da vleuniañ e Breizh Uhel ? Na petra ’ta!…Treuzet en deus dija, ur wech, ar mor, pa zeuas eus Breizh-Veur da Vreizh-Vihan. »

Un deiz all e kont penaos o kemer ur banne gant tri mignon dezhañ en ur c’hafedi e Roazhon, beajourion anezho, R.Y. Creston en o zouez, e koulenn diganto skrivañ o avanturioù beaj en hevelep doare ma c’houlenn Roparz Hemon digantañ, e-barzh Gwalarn, skrivañ pezh en deus prometet : « Peur e roio deomp Drezen, hervez e bromesa, Ar Vuhez a zo Huñvre ha Maer Zalamea ? »

« Neventi vat da varzhed Vreizh » a skriv a-zivout barzhonegoù gant Hemon « Melkoni an den e-unan e-kreiz an engroez… Ne vo meizet ar re-mañ en o c’haerder dispar nemet gant ar vrezhonegerion desket, re an dibab, evel ma vez lavaret hiviziken. » Hemon « ar skrivagner an oberiantañ, ar fonusañ eus a-bell e brezhoneg… Pinvidigezh e yezh… frazenn fetis… leun ha sklintin ha luskellus… (Hemon) o tañvañ ar joaioù boutin a zo lod ar stourmerion a vourr e-touez an dud. »

Evit embannadur ar Petit dictionnaire pratique breton-français gant Hemon e ra un distro war ar geriadurioù brezhoneg  : Catholicon, en XVIIIet kantved Pelletier, Gregor a Rostren, Armery, h.a. Neuze geriadur bras Ar Gonideg, ha Troude, Ernod, Vallée…, ha neuze an dictionnaire breton-français « «brezhoneg du-mañ» ha brezhoneg an holl… aozet er skritur nevez. »
« N’eus mui nemet ur brezhoneg skrivet, pinvidikaet souezhus gant peder eienenn-bobl… »
Menegiñ a ra ivez Pemp pezh-c’hoari berr, gant Jarl Priel, Jakez Riou, Y.V. Perrot, Langleiz ha Hemon. pep hini en ur rannyezh hag unan e brezhoneg « peder rannyezh, ur skritur hepken. »

A-zivout Frañsez Debauvais Breiz Atao, e skriv « a ouestlas e vuhez, a wastas e yec’hed, a gollas e vrud… evit ma vevo Breizhiz ur vuhez klokoc’h, yac’hoc’h, ledanoc’h, dindan lagad an heol. »

Skrivañ a ra ivez a-zivout Yann Sohier unan eus krouerion Ar Falz « kelaouenn viziek ar vistri skol lik a du gant deskiñ brezhoneg» savet e 1933. Marvet eo e 1935. « Ouzhpenn kant mestr skol bodet en-dro d’ar gelaouenn » hag « an heligentañ savet etre ar skolioù kristen ha skolaerion ar gouarnamant. »

Galleger e oa Yann Sohier, desket gantañ ar brezhoneg, evel Debauvais, evel an holl skrivagnerion ha yezhourion « beuzet e mor ar galleg… » Ar Gonideg, Kervarker, Brizeug, Joubiouz, Ernod, Vallée, Malmanche, Bleimor, Jakez Riou, Meven Mordiern» Ret eo bet dezho « dastum o deskadurezh el levrioù… » « Ar re-se a labour, a skriv… » « Brezhoneg an dazont a vo pezh a vo graet gant ar skrivagnerion. »

Kalz a zizoloer en un doare bev-buhezek e-barzh al levrenn-se, ha dreist holl pegen pinvidik ha birvidik e oa labour ar vrezhonegerion.

Youenn Drezen kelaouenner, levrenn 1 : Arvor, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1986.

kig hag erlec’hiad

Dre un degouezh o lakaat e kont un niver mat a zarvoudoùigoù on bet degaset da sellout ouzh viande et substitut gant Ariane Denommé, lakaet enlinenn e 2008 war al load grandpapier.org.
Dres ar rizh handerc’hañ a blij din, tost ouzh ar pezh a gavan deurus el lennegezh pobl.
Un darvoud eeun ennañ un heuliad darvoudoùigoù a c’hoarvez unan hag unan ha war un dro.
Ne ouzer netra eus ar pezh a zo a-raok nag eus ar pezh a vo goude.
N’ eo ket diazezet war gealioù hogen war ur buhezañ. N’ eo ket ur renabl darvoudoù urzhiet ha termenet, plas zo d’ an dargouezh.
N’eo nemet plijadur ur valeadenn, amjestregezh ha pinvidigezh ar buhezañ.
Plas al lenner zo bras a-walc’h dre binvidigezh ur pred berr en ur buhezañ boutin.
Kaer eo.

e sigur Watchmen

Watchmen gant Alan Moore, evit an erbar, ha Dave Gibbons, evit ar skeudennoù, DC Comics 1986/1987, Troidigezh c’hallek Jean-Patrick Manchette, embannet an holl levrennoù e stumm ul levr postek gant URBAN COMICS e 2012.

Pa lenner rakskrid embanner gall Watchmen, Doug Headline e kaver roud un tuadur a denn d’ ober ur plas d’ ar bandennoù treset e metou an arz ensavadekaet, eleze war nevid ar c’halvezadoù arzel hag e metaoùioù an dud stuziet war an arz ensavadekaet, ar mirdioù, ar palerioù arz, hag an dastumerion…
A-raok labour Alan Moore ha Dave Gibbons e vije bet ar bandennoù treset, evit dalc’herion ar bandennoù treset evel un arz, un doare ledkultur mat da vezañ bevezet gant tud dister, un diduamant evit bugale, ha n’ eo ket kalvezadoù kulturel sirius evit tud a oar. Setu pezh on techet da soñjal.

Evit d’ an dresourion istorioù bezañ arzourion, bezañ degemeret evel «krouerion» wirion, eo bet ret dezho diskouez o sentidigezh ouzh ar stuzegezh ren. Ret e oa dezho bezañ soliet o labour er stuzegezh ren.

Gallet o dije an dreserion nevez en em lec’hiañ en hil ar stuzegezh pobl. Padal e vije bet ret dezho degemer e c’helle bezañ eus arz ha stuzegezh pobl eleze kalvezadoù ha gwezhiañ tost ouzh an holl, hegerzh d’ an holl.
O stuziadur, dre ar skolioù ma oant bet o studiañ, dre ar metaoùioù a zarempredent, a vire outo da gemer an hent-se.

Ar bandennoù treset padal zo un arz eskoret eus ar stuzegezh pobl, un arz tost ouzh an dud.
Diorreet eo bet an istorioù gant tresadennoù er c’hazetennoù, lennet gant micherourion hag implijidi, ma skrive tud tost ouzh ar metoù-se a gejent war o femdez. Tost tre edont emichañs eus ar stil kazetennel, ur skritur war ar prim da vezañ komprenet war ar prim. Padal ne oant ket keleier hogen ul lennegezh treset.
El lennegezh treset ez adkaver trepetoù ar pemdez ha doareoù da c’hourzhtreiñ an darvoudoù dre ar fent an aliesañ, pezh a zo boutin en oberennoù pobl, ha dre an tresadennoù dreist-holl, a zegas dremmwelioù ledanoc’h d’ ar gerioù ha d’ an darvoudoùigoù a hañvalfe hepto eus ar boutinañ.
Prederioù an tudennoù hag o iziunadoù a eskor eus an oberoù, an darvoudoù.
Diwerc’hegezh an tresadennoù hag an darvoudoù zo un digor d’ an tudennoù, kement a grogoù da vont en tu all d’ ar pezh a zo gouzañvet dre dennañ korvo eus an dargouezh.
Ne glasker ket souezhañ pe gelenn al lennerion, diorren furmoù kemplezh ha spletus evit an «arzour» da remziadiñ, d’ en em lakaat anavezout evel perc’henn e galvezad.

(E Frañs, Tardi, da skouer, a oa deuet a-benn da ensammañ an hil pobl. Ne bella ket re diouzh ar binvioù, ar stumm, an danvez, oc’h adlec’hiañ ar bandennoù treset er stummoù arz pobl kent evel ar feilhtonioù : stumm an tresadennoù, kalvezerezhioù kozh da lakaat skeudennoù er romantoù pobl, lennegezh diduiñ endalc’het enni prederioù an den war e dammig buhez…
Dre binvidikaat hag eeunaat ar furmoù d’ ho lakaat e dalc’h an istor e ro d’ al lennerion un nesaegezh oberiant ouzh an danvez. Kenderc’hel a ra gant an erv boulc’het gant e ziaraogerion, aozerion na oant ket troc’het diouzh ar stuzegezh pobl ma vez an arz kened ha niñvañ ha n’ eo ket labour, kenderc’hañ ha diduamant nemetken.)

Lavarout un istor, pe sealou un istor, n’ eo morse diduamant hogen gwezhiañ, emañ war dachenn an niñvañ. An amzer tremenet er c’havioù hag er c’hafedioù ma c’hoarvez bepred darvoudoù dieil eskoret eus an niñvañ n’ eo ket amzer kollet.

An dresourion a vremañ pa arc’hont an dezvad arzourion a sav darvoudoù ha tudennoù da zedalvezañ kealiadoù raksavelet, war-bouez kalvezerezhioù a sellont evel o ferc’hentiezh, evel ganet en o c’hreizon hag a dro en-dro o zammig buhez, dres eveldon. Kleñved ar gevredigezh veveziñ eo moarvat.

N’ eo ket sur hag eo deuet a-benn oberennoù Tardi da dizhout ul lennerion ledan.
An embannerion a daol pled ouzh o «arzourion» d’ o lec’hiañ en o nevidva ha n’ eo ket d’ o skorañ da ziorren o ferzhioù denel. Ezreolderioù ez eus.
Ned eo deurus evito un aozer nemet e kement e vo prenet al levrioù, ha prenet e vint gant izili ar metaoùioù o deus amzer, arc’hant, hag ur stuzegezh da brenañ kalz levrioù. Ret eo neuze dezho embann levrioù kaer ha n’eo ket traoùigoù embannet war baper fall a uzo buan dre forzh bezañ lennet gant ar vugale koulz ha gant an oadourion, hag a echuo e korn ar privezioù. Petra soñjit ? Ar arz zo peurbadel. An arz marteze, ket ar c’halvezadoù daoust da strivoù ar metaoùioù a emveiz evel peurbadel.
Dre an embannerion eo tremenet ar bandennoù treset eus tachenn un arz digor gant kalz lennerion da dachenn un arz ensavadekaet evit dastumerion hag arbennigourion.
An doare surañ eo bet da zistrujañ enno pezh a oa ur buhezañ, d’ o c’hantañ er c’halvezañ, ha da glozañ dremmwel un arz hontkenderc’hañ. Marteze eo bet en orin kalvezadoù pinvidik, arz, e-touez un toullad kalvezadoù dister avat.

Distrujet eo bet un arz pobl hag al lennerion distuj a ranko ober o mad eus ledoberennoù pasket dezho peogwir eo, sañset, an dra nemetañ int barrek da gompren. Roet eo dezho ul ledarz da veveziñ.
Kalz nebeutoc’h a galvezerezhioù a oa d’ ar sevel bandennoù treset e deroù an 20et kantved,
pezh a roe stabilded d’ al lennerion, ur geriaoueg (treset ha skrivet) komprenet d’ ar sell kentañ gant kalz tud dre an nebeut stummoù diazez ma kave an aozerion drezo an tu da zegas ul liesseurtelezh bammus en ur chom tost ouzh al lennerion, ouzh o stuzegezh, o reiñ tro dezho da vont davit dremmwelioù ledan.

Hiziv an deiz eo bet liesskementet ar c’halvezerezhioù. Pep hini a vount dirazañ E galvezerezh, estlammus, bammus ha…digomprenadus evit an hini na venn ket bezañ ur arbennigour hogen un den nemetken o lenn un istor, o tegemer keloù digant ar bed hag o ferzhiañ ennañ.

Hent Alan Moore ha Dave Gibbons a droc’h gant ar arz pobl. Aet eo ganto d’ un dafar d’ o frederiadennoù arbennigourion stummet gant ar stuzegezh ren.
Ar sell taolet war o labour gant arbennigourion ar c’hultur zo en hevelep bed.
E-lec’h kaout un dremmwel, ur sell ledan war ar bed, bezañ o vuhezañ emaint en alvez. Berniañ a reont kalvezadoù ha dedalvezout kalvezerezhioù. Diskouez a reont o ampartiz pa c’hortozer diganto trehontiñ o femdez.

Ne vern, lennit Watchmen ha grit ho mad eus an danvez stank a zo bet lakaet e-barzh.

Keuz a’ m eus me da Bibi Fricotin. En abeg da seurt lennadennoù ne vin morse un den sirius avat.

kultur

E-barzh Telerama n° 3538, ez eus ur pennad berr entitlet En Andalousie le flamenco traverse les générations, gant Emmanuelle Bouchez, ha skrivet e lizherennoù bras e-kreizh ar bajenn : LA DICTATURE C’EST FINI !

Anv ez eus dreist holl eus ar flamenko er salioù abadennoù kefridiel.
Ar frazenn e pennlizherennoù a dennfe da hevelebiñ an henvoaz ouzh renad Franco… Fent emichañs ?

Un digarez eo bet evidon da brederiañ war ar geriaoueg.
Petra a dalvez evit an aozerez hag evit ar gorollerion ar gerioù «tradition, folklore, art, modernité…» (henvoaz, folklor, arz, arnevezelezh…)

Evit gwir e komzer eus ar c’hultur, hini ar stuzegezh ren europat a c’heller arvestiñ e galvezadoù e salioù c’hoariva Spagn ha Frañs. An arnevezelezh eo.

E nep lec’h ne reer anv eus un arz pobl hogen eus un henvoaz.
Zoken un arzour kozh bet aterset a gomz eus an henvoaz.
Petra a c’hellfe ober a hent all pa ‘z eo gourlakaet gant ar stuzegezh ren ez eo ar stuzegezhioù pobl henvoazioù sonnet eus un tremened a oa ken sonnet all.
Ar vuhez a grog gant diorreadur ar greanterezh…
Kalz tud a gred e krog an istor hag ar bed ganto.
Evel morianed Amerika a oa bet adkemeret ganto e barzhoniezh ar plantadegoù ar c’hlichedoù ledet gant ar vourc’hizelezh gwenn amerikan war o divoud, Andalouziz o deus degemeret d’ o hini ar c’hlichedoù spagnat war o stuzegezh.

Ar pezh a reont henvoaz anezhañ zo bet arz bev a-raok bezañ distrujet gant an destuziadur deuet gant ar stuzegezh ren.
Pezh a ranker mont da glask en arz tremenet n’ eo ket furmoù da ziduiñ an arvesterion hogen ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ a zo bet en o orin, a oa diziouerus d’ar stuzegezh pobl, evel da nep stuzegezh, da berzhiañ er sevenadur ha da ziorren ur vuhezañ diles.
Zoken disleberet ur stuzegezh e chom en arz roudoù eus buhezañ an dud o doa he amparet.
An nevez-korollerion flamenko ne reont nemet degas e koroll kempred ar stuzegezh ren furmoù kozh sonnet ar stuzegezh pobl. Evito n’eus ket eus ur stuzegezh pobl p’ o deus treuztiriet en arz ar stuzegezh ren. Askenderc’hañ a reont an troc’h a zo c’hoarvezet etre stuzegezh pobl ha stuzegezh ren
Dont a reont eus ar bobl emezont. Padal o labour n’eo ket hini Picasso gant an arz afrikat. Picasso ne lavare ket e oa an arz afrikat er bed arnevez. Ne lavare ket dont eus Afrika. Tostaat a rae e vicher ouzh furmoù un arz na oa ket beuzet e-barzh pompadoù ha klichedoù ensavadurel an arz kornogat. Arzour e oa er stuzegezh ren kornog-europat.
Siwazh evit an arzoù o tont eus ar stuzegezhioù pobl europat, an dud a embann bezañ nevesaerion an arzoù eskoret eus ar stuzegezhioù-se a ziazez er stuzegezhioù ren estren dezho.

Diazezoù solut ha pinvidik zo d’ ar stuzegezh pobl : bezañ tost ouzh an dud hag eskoriñ war ar prim. An arz flamenko evel pep arz pobl a zo steuzidik, pinvidik e gennotadurioù, maget gant pemdez an dud ha gant o spioù, o iziunadoù, o finvezhioù.
Diaes tre eo da empentiñ pa vezer en ur stuzegezh yoc’hek a vag an dud gant klichedoù chaoket hag adchaoket na reont nemet derc’hel ar poblañsoù dindan galloud ar stuzegezh ren diorreet er-maez o c’hrap hag o femdez.
Ar stiradoù pellwel zo ur c’has dispan a batromoù stuzegezhel ren ma veuz skiant vat ar bobl.

Dalc’herion ar stuzegezh ren ne fell ket dezho eus ur stuzegezh pobl oc’h emdreiñ, bev, er mare-mañ hag er stad m’ emañ Kornog Europa da nebeutañ.
Ar re a fell dezho lakaat ar flamenko, pe ar sorbiennoù e renk an arz, a glask evit gwir lakaat o c’halvezadoù e renk ar stuzegezh uhel (high culture). Pell a ziorren ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ diles e sevennont kalvezadoù kefridiel, o kemplegañ da nevid ren ar c’halvezadoù arzek. (Labour Luzel zo ur skouer all eus seurt argerzh, embann e galleg.)
Moarvat e c’hounezont a fet kalvezerezh ha neuze resisted o labour, pinvidigezh geriaoueg o micher, hogen ur c’halvezerezh amprestet ha n’eo ket diles eo, sevenet e langaj ar stuzegezh ren (koroll, arz, ha yezh).
Seurt gounid ne c’hell ket kempouezañ ar c’holl bras a reont war an nesaegezh, an dihanteradegezh etre ar buhezañ hag ar c’halvezañ. Hag e tizhont mont pelloc’h eget ar c’halvezañ e seurt plegenn ?

Hervez ar rumennoù savet gant Hanna Arendt evit studiañ ar gwezhiañ denel e c’heller lavarout e koller war dachenn an niñvañ hag e pellaer an arz diouzh e berzhioù buhezel evit e gantañ d’ al labour, eleze d’ e berzhioù bevedel hag alvezel.
Ar c’horoller meneget er pennad a vir eus Don Kic’hote e dokarn hag un tamm eus e houarnwisk ha ne ra anv ebet eus nesaegezh skridoù Cervantes ouzh ar stuzegezh bobl hag ouzh pemdez tud ar bobl trevezet ha goapaet gant an noblañsoù, ar vourc’hizion hag ar berc’henned douar.

Evel an holl arzoù pobl ez endalc’h ar flamenko perzhioù a steuz war leurennoù ar c’hoarivaoù. El lec’hioù-se e tenn da vezañ ken aner hag an abadennoù evit touristed kasaet gant koroller ar pennad.

Kefredourion Europa dirak an abadennoù flamenko arnevez zo kevatal d’ an douristed dirak an diduamantoù kinniget dezho er c’hafedioù, bevezerion ha bevezerion.

Kement-se ne dalvez ket ez eo pep tra da deurel.