Aet out betek ar mimoza a ziglore bokedoù melen a-hed an hentoù, hep o gwelout, hep mont betek heolioù tomm ha splann an nevez amzer a rafe anezho ur vorad flim-flamm.
Aet out davit an aod hep morse tizhout ar meurvor, sonnet, troc’het neudenn da vuhez.
Kement a draoù hon boa c’hoazh d’ ober, kement ha kement, ur vuhez nevez.
Ur vuhez nemetken zo re verr.
Tizhet eo bet ganit an diskoulm ha ni a chom gant an hent. An holl vimoza e bleuñv a welimp, ar mor, an heol o vont da guzh ur wech c’hoazh, sonerezh an jazz, Mozart.
Kaer da vuhez betek ar penn, daoust d’ ar c’hleñved a ziskare da gorf tammoù ha tammoù ken ma vire ouzhit eskemmañ hervez da c’hoant, betek da jestr diwezhañ, brec’h savet uhel a-us d’ ar gwele, bizied da zorn pleget displeget, kompez.
Chomet omp divarc’het.