chatal

tiKondaoniñ, gourc’hemenn, gourdrouz… Setu pezh a ra koskor politikel ar broioù kornogat, dre hanterouriezh ar mediaoù, pa deurvez mont gant koskor politikel ha pobladoù peurrest ar bed.
Ar gazetennerion a-vicher zo ken prim ivez da ziskuliañ sioù ar Stadoù all, evel hini India da skouer, hep tostaat ar sioù-se ouzh reoù ar Stad C’hall. Frañs hag India zo leviet diouzh an hevelep stuzegezh beveziñ avat. Ur c’helaouiñ strujus e vefe tostaat ar pezh a c’hoarvez en div vro e-lec’h leurennañ un arvest gaonac’h, un abadenn voederezh.

E levr Mandela eo meneget penaos eo ar Stad wenn, kornogat a-fet stuzegezh, a gemere an holl zivizoù evit ar vorianed e Suafrika. Mirout a rae outo da genderc’hañ o istor, o stuzegezh. He stuzegezh, he vloc’heiladoù a c’hourlakae d’ar vorianed da erlec’hiañ o stuzegezhioù morian. Herzel a rae ouzh an eskemmoù etre stuzegezhioù afrikat dre rannañ tiriad Suafrika ha gronnañ ar vorianed e strolloù dizarempred war zigarez un henvoaz mojennek, pezh a lame diganto ment ar seveniñ.
Ar pastelloù-se a dalveze da bourveziñ e labourerion an armerzh kornogat. Pourchas a raent ivez an danvez implijidi a oa stummet da sterniañ al labourerion-se. Kas al labourerion a gouezhe war an hanterourion : morianed a-enep morianed.

Ar sternioù bihan o deus amparet ur vihanvourc’hizelezh troc’het diouzh he stuzegezh vorian ha tapet ganti ur gwiskad stuzegezh kornogat.
Ar vihanvourc’hizelezh-se eo a ersav ouzh dismegañsoù, dispriz, ar re wenn. Ersaviñ a ra ouzh ar bloc’heiladoù, hogen diouzh savboent un nevezstuzegezh kornogat neuz an hollveziadelezh ganti. Da c’hlad, da arvezioù an tremened, eo aet an istor afrikat, a fell d’ ar sternioù bihan lakaat da enorus dre berzh o stuzegezh vihanvourc’hiz kornogat, o stuzegezh werc’hek nemeti.
Emaint er-maez un hil hollveziadel krouus. Kouezhañ a reont en arc’hadurioù anistorek. Emaint o fleustriñ o c’hevanekadur ouzh ar bed kornogat.
En o c’hichen e kendalc’h morianed ar maezioù hag ar mengleuzioù da c’houzañv o c’horvoerezh, o destuziadur.
Diarveradus eo an istor hag ar stuzegezh afrikat gant ar binvioù kenderc’het gant ur stuzegezh arall. Mont a ra da varc’hadourezhioù personelaet, eksotek… Worldmusic, dilhadoù hag all…
Destuziañ n’eo ket seveniñ.
Heñvel poch eo ar saviad gant ar re a vrud dilerc’hioù ur stuzegezh vreizhek.

Dindan ar bloc’heiladoù kornogat ne c’hell ar vorianed nemet krakvevañ . Eus tud stuziet ha rez int aet d’ ur yoc’h goueziaded distuz, dibolitikaet, digeodedet, arlezidi gouzañvat.
Lakaet int par da loened stlej, mat d’ober al labourioù mezhekaus evit ar re wenn : mitizhien, micherourion mengleuzioù, pennoù bihan, fliked, blenierion vusoù… Aet int da chas prest d’an emgann evit an aluzen asantet dezho. An emframm kevredigezhel kornogat astennet war o bro a zistruj o denelezh en o argas e trobarzh an istor.

N’eo ket dibar da Suafrika. En Europa ivez eo dismegañset ha distaolet al lod eus ar boblañs a ra al labourioù mezhekaus, gronnet e karterioù arbennikaet, isgopret, o krakvevañ pell eus tachennoù dalc’herion ar reizhstuzegezh.
Lennit ar skrivagnerion c’hallek, ha brezhonek emichañs, a zeskriv tud ar maezioù pe ar mengleuzioù, pe labourerion an trobarzhioù evel loened, tud gouez, lous, mezvierion distuz war bouez hiniennoù anezho a zo ret kalonekaat en o striv d’ emstuziañ, da zestuziañ evit gwir.
Kroget eo bet al labour destuziañ ha sujañ e kornogeuropa a-raok bezañ bet ledet d’ar bed a-bezh. Destuziañ ar poblañsoù da ren war ur bagad chatal e c’hizioù fentus, setu ur pal a zoare.
Ha se eo a fell d’ar re a gred bezañ begennoù an denelezh ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.