Da zimeziñ ar priñs e troc’h c’hoarezed Luduenn tammoù eus o zroad evit dont a-benn da wiskañ ar votez kollet ganti.
Nac’h a reont ar pezh ez int, nac’h a reont o zonkad, ha nac’h a reont e vefe da Luduenn un tonkad estreget an hini o doa merket dezhi.
N’ eo ket rouez hiziv an deiz an dud a vac’hagn o c’horf war zigarez ne glotfe ket ar pezh ez int gant an tonkad o deus rakwelet.
Ar vuhez zo deuet da vezañ ur c’hoari e-par an alvez, hag ar gwiskadoù pinvidik a ampar hon bed, hon denelezh, zo bet disoñjet.
N’eo ket mui krouiñ ur bed a zo e kaoz hogen kempenn an alvez, fichañ un nebeut traoù da grediñ eo kemmet an tonkad.
Tu bennak he deus skrivet Karen Blixen mar vennfe an den nijal, gant an amzer e teufe un deiz eskell dezhañ. Hiziv an deiz ez a an dud da welout ar mezeg ma imboudfe eskell dezho.
Er sorbiennoù avat n’eo ket an hini a druch, a farlot an traoù, a zo trec’h. An haroz a gas da benn e donkad daoust pegen diaes eo a-wechoù. An aliesañ an hini a druch zo bepred adtapet gant e donkad daoust dezhañ bezañ reizhet an alvez.
An hini a dro penn d’ar gwele evit touellañ an Ankoù da gemm e donkad, a varv en un doare lu.
Un den troet dezhañ ne oar mui ez eus eus ar bed ma vev. Krediñ a ra ez eo eñ, kig ha kaoc’h, a zo ar bed, pa n’eo nemet un elfenn eus ar bed. Diaes eo dezhañ meizañ ez eo e donkad den dirakweladus hag ez eo diziouerus dezhañ ensammañ e zenelezh evit treuzfurmiñ ar bed, ha n’ eo ket piaouañ madoù pe ur galloud n’ int ket dezhañ.
Mac’hagnañ o c’horf zo evit c’hoarezed Luduenn kement a nac’h an degouezh, krediñ e c’haller kempenn ar pezh e vezer evit hañvalout bezañ un den all ha kaout dre an tun-se un diskoulm hiniennel d’ ar pezh a sell ouzh an denelezh. Huñvre ebet, dremmwel ebet, finvez ebet e seurt emzalc’h, n’ eus nemet ar c’hoant piaouañ, tec’hout eus ar bed.
N’ hon eus ket aze ul labour, un trehontiñ, ur c’hrouiñ. N’ hon eus nemet un ober kalvezel n’ eo ket frouezh istor an hini en gouzañv. An aliesañ ned eo graet nemet evit kemplegañ da stummoù gourlakaet gant sodelloù eeunañ ar stuzegezh. Mont a ra ar c’hoarezed betek troc’hañ en o c’hig evit tizhout un dere empentet ganto evel dereatoc’h diouzh ar bloc’heiladoù o ren.
Ar pezh a zo dañjerus e seurt degouezh eo e tivizer palvata ar beved en anv ar buhezañ, merañ an alvez. An den ne vefe mui nemet ur merour.
E dibenn dezrann e tistrujer al liammoù bev etre buhez, beved hag alvez nemet evit un nebeut kletadurezh. Treiñ a reer kein d’an denelezh, d’ar c’hrouiñ bed, evit na skuizhañ ken, na c’houzañv an dislavaroù a zo anienel d’ ar buhezañ.
– Patrom, ur banne bier mar plij !
Bez o doa tro c’hoarezed Luduenn da heuliañ o hent dre o labour e-lec’h ober o mad eus korvoerezh Luduenn ha bezañ dall ouzh he zonkad. Alies eo graet seurt gaou d’ ar re wanañ aet da zanvez krai evit plijadurezh dilennidi. Skrapañ a reer o c’horf, o bugale, o buhez, o labour.
Diaes eo hiziv na vezañ souezhet o welout tud hilad c’hoarezed Luduenn boureviañ o c’horf peogwir e fell dezho klotañ gant ar pezh a zo gourlakaet gant kinnigoù amjestr ar gevredigezh veveziñ n’ he deus da finvez nemet ur moneiz derc’hennel.
An argerzh zo bepred an hevelep hini, gwariañ an alvez gant ar spi e teuy ent emgefreek ur c’hemm er vuhez, c’hoari gant ar bev war zigarez denelezh.
N’eo ket gant binvioù avat e vo troet ur sitrouilhezenn da garroñs.
Truezomp ouzh c’hoarezed Luduenn. Divarrek e vint da zegas kened er bed, ha koulskoude o doa ar chañs da vevañ gant Luduenn a oa kenedus ha krouerez he burzhudoù.
Evel boaz eo bet dalc’het disoc’h buhezañ Luduenn ha n’eo ket he istor, kement ha ken bihan ez eo deuet klask ar priñs da vezañ ur bloc’heilad a dro kein d’ al lennegezh teodel. Ar priñs n’eo nemet un azon eus istorekadur Luduenn, eus he denelezh ha tamm ebet ar madig ez eo evit he c’hoarezed.