c’hoari gerioù

geriouYa ur skriver on,
pouezusoc’h evidon ar gerioù eget o neuz,
strinkañ a reont dre ar voull a fenn e liv du,
dre ar c’hreion a ruz e roud poultrennek,
dre douchennaoueg uzet an urzhiataer
a stourm ouzh ar bizied.

N’ eus ket a c’herioù bihan.
N ‘eus ket a oberenn veur.
A-raok bezañ kaer
ar gerioù a ra ster.
Ar gerioù zo trivli,
eztaol,
na voutin, na ziles.

Evel ma teuont e teuont,
o ster gwechoù dianav,
gwechoù re anavezet.
Un taol krib dezho gwech an amzer
a-raok mont d’ un den dianav, d’ un estren.
Ne skarzhan ket ar re a zeu daoust din,
ar re n’ int ket pedet.
Marteze e kavint o buhez gant un all,
un den sac’het,
na ouie ket muioc’h egedon pezh a zeufe dindan va c’hreion.
Gantañ e splanno an darvoudig estren, kevrinus, beret diouzhin.

Skrivañ a ran, ne gentelian ket,
ne roan ket un ali.
Ezteurel ne ran ken.
Pep tra zo mat a ziskenn eus beg ar bluenn.
Al lennerion o deus spered a-walc’h
da heuliañ un istor, d’ e beursevel,
pe da zilezel an aner.

Ur ger, div linenn, zo klok.
Gwell tec’hout rak an darguzherezh
a hent gwerzennoù ur seurt barzhoniezh diampart,
lent,
lorc’hus,
a ya treuzwisket gant bloc’heiladoù
skoret gant luoz ar gerioù lipet brav.

Gwechoù avat e kouezhan en trap,
gant rat pe get,
da na vezañ direnket,
da annezañ ur lochenn klet,
digudenn,
divuhez,
ouzh bevenn ar bed.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.