C’hoari ur Vreizh evel pa vije zo ken kozh hag an emsav.
Ne gomzan ket eus labour arzourion zo. Aozer ar Barzhaz Breizh a gemer sol war e vuhez ha war un danvez gwerc’hel da sevel un oberenn ken gwerc’hel all. Klask a ra ster ha reiñ a ra ster d’an danvez a embann. Roparz Hemon zo soliet ivez e oberenn war werc’helezh e vare hag e labour zo ken gwerc’hel all.
Treiñ e brezhoneg ar chomlec’hioù zo lu a-walc’h. Ur c’hoari eo.
Divarrek da grouiñ Istor, da reiñ gwerc’h d’un emsav, dalc’herion ar brezhoneg a c’hoari ur Vreizh evel pa vije. Luoc’h an dra pa c’hoarvez e kornioù a ‘r vro n’int bet morse brezhonekaet. Ar C’hallaouegerion zoken, zo aet er c’hoari bremañ.
Degas a ra un tamm eksotegezh da implijidi ar post ha d’ an douristed, ha d’ ar Vrezhoned a zeu da vezañ touristed en o bro. Gwelet e vez anvioù eksotek o vleuniañ war ar panelloù kêr e 44, lu int evit unan a gomz un tamm brezhoneg, lu e tleont bezañ evit ar re a gomz yezh ar vro, ar galleg.
Pa ‘m eus kroget gant ar brezhoneg on bet souezhet ur wech peogwir ne glote ket ar chomlec’h roet din gant ar wirionez, eleze un anvadur gallek. Ar santad ‘m eus bet da vezañ touellet.
N’eo ket kinkladurioù a ray da boblañs Vreizh bezañ brezhoneger. N’eo ket sevel istorioù a ray d’ar vrezhonegerion diorren o yezh.
Nag un abadenn c’hoari ! C’hoari tud dic’halloud.
Gant an anvioù lec’h ivez eo mat derc’hel kont eus istor ar yezh. Pe e vev ar brezhoneg pe n’eo nemet ul lien livet da ginklañ ur c’hoariva daou wenneg.
Me gav din ne ‘m eus ket c’hoant emdouellañ en ur c’hoari da guzhat divarregezh ar Vrezhoned da ensammañ o Istor, hini ar bed…
Ar vuhez n’ eo ket ur pezh c’hoari. Poent e ve d’ar brezhoneg kuitaat ar c’hoari da vont e buhez ar re a venn brezhonegañ.