Trenk, c’hwerv ?
Pa vezer bepred o pismigañ war ar pezh a zo degemeret gant an holl e teuer d’ emc’houlenn ha ne vezer ket un tamm gant ur spered a-dreuz. Pa c’hoarvez klevout tud o vont a-du gant hoc’h arvarioù ez eus peadra da vezañ enkrezet un tamm.
Perak e ran ar pezh a ran ? Perak ne fell ket din mont da heul gizioù ar re all ? Perak ne zeuan ket a-benn da gompren penaos ez arc’hwelont ?
Perak na zont a-benn da lavarout trugarez da dud ‘zo, nemet evit bezañ seven ? Perak na zont a-benn da lavarout da dud all va soñj war ar pezh a reont ?
Trugarez a lavaran da dud a genlabouran ganto, ha va soñj a lavaran d’an dud a labouran a-walc’h ganto evit kaout an amzer ha binvioù boutin d’ e ober.
A-wechoù lavarout e soñj zo lakaat un termen d’ ul labour, d’ un darempred gant tud e oa dudius labourat ganto, dudius o daremprediñ.
Bepred e choman en arvar. Bepred an dibaboù zo tidek daoust d’ar c’hoant bezañ poellek. Bepred ‘m bo keuz d’un dra bennak.
Dibab, ya, hogen penaos ? Aesoc’h eo pa vezer en un ober politikaet, en un ober a zo en e amgant ar geoded. En ur bed bruzhunet, aet da hiniennoù, e teu da vezañ diaesoc’h.
N’eus nemet d’ ober, hep tremened, hep dazont.
Ha kement-se a felle din ? Nann.
Neuze e choman da sellout ouzh an dud a dremen, a red a bep tu. Gwazh a se mar tamallont din na gemer perzh en ur fest a gavan trist. Da bep hini e blijadur diouzh ar pezh a c’hell.
Va barregezhioù zo bihan hogen kevret gant barregezhioù ar re all int dereat o ment.