Chomet on a-istribilh ouzh un nebeut gerioù distaget an deiz-all, la culture bretonne.
Ar paotr a lavare e oa bet ur bagad o kas la culture bretonne dre ar bed.
Dispis eo ar ger gallek.
Petra a venne d’ ar paotr lavarout ? Hag e oa kultur, stuzegezh, sevenadur ?
Hag eo sonerezh ur bagad lod eus ur stuzegezh vreizhek, hag e c’hell bezañ sevenadur ? Hag e c’hell ar sevenadur bezañ breizhek pe hag eo hollvedel ? Hag eo ur c’henderc’had kulturel gall ?
Ar bagadoù zo un anadenn kulturel eus ar goude brezel e Breizh. Hag eo breizhek evit kelo ? Ha n’ eo ket bet un doare evit poblañs Vreizh da bellaat diouzh al lod eus he iziunadoù a geje gant iziunadoù an emsav brezhon o kemer da zigarez moustradur al labour politikel hag al labour lennegel gant ar Stad ? Ha ne oa ket un doare da na welout evit ar pezh e oa steuziadur ar stuzegezhioù ploueel e Frañs ? Ha ne oa ket un doare da veuziñ aesoc’h er stuzegezh c’hall war nevesaat, da zestuziañ ?
Dilec’hioù ur stuzegezh vrezhon levezonet gant ur stuzegezh emsavel a oa en anvioù bet roet d’ar bagad, pe d’ar bagadoù nazeriat er bloavezhioù pemont a zisplege ar paotr o istor : Paotred vihan ar mor, kavet war internet evel anv kentañ ar bagad ha Yaouankizoù an aod roet diwezhatoc’h da unan eus ar bagadoù.
Aesoc’h e oa ober gant Bagad Saint-Nazaire, ha skogusoc’h hervez reolennoù ar gevredigezh veveziñ. Soñjal a ran avat e tiskouez mat penaos e riskl da vat poblañs Vreizh er stuzegezh c’hall. Pleget he deus d’ ar gevredigezh veveziñ. Kavout a reer anvioù embregerezhioù giz Breizh affûtage pe Bara d’antan mat da zedennañ an arval galleger.
Moarvat e oa aze an hent reizh dre ma oa luskad ar bagadoù savlec’hiet e kevredigezh Frañs. Dilezet e oa bet hil ar stuzegezh vrezhon diaes da embregiñ e diouer ur gevredigezh vrezhon, da vont davit ur culture bretonne, ur particularisme breton er stuzegezh c’hall a zo mat d’ an douristed hag a dalvez da bareañ melkoni ur boblañs destuziet da vat.
O tegemer ar benveg skosat ez eo ar binioù bras, hag oc’h amprestañ ar frammoù milourel brudet gant lu Breizh-Veur o deus ar sonerion, war zigarez tostaat ouzh ar bobl kenlabouret da zanzen ur folklor breizhek arnevez ma kaver kej-mej dilec’hioù ur stuzegezh vrezhon aet da get ha dilec’hioù kenderc’hadoù an emsav brezhon. Mont a ra a-unan gant rannyezhekadur ha gallekadur ur yezh aet en amaezhierezh tiriadel Frañs da venveg kevanekadur poblañs Vreizh.
Da heul disleberadur un emsav e Breizh eo aet gwitibunan an dud e barlenn amaezhiadurezh Frañs, emzalc’h a vuhezont evel un trec’h eus ar culture bretonne. Gwir eo. Ganedigezh ar culture bretonne eo, evel rann eus ar stuzegezh c’hall dindan diorreadur ar gevredigezh veveziñ. Er c’hultur-se n’ eo mui ar brezhoneg nemet ur strobad rannyezhoù a gemer o lec’h e-kichen ar rannyezhoù romanek eus Frañs. Kenavo Breizh, bonjour Bretagne.
Ne c’haller ket ober anv eus dibolitikadur Breizh peogwir n’ eus ket eus ur gevredigezh vrezhon ha gwall toc’hor eo an emsav brezhon. An dibolitikadur zo e par ar bed ha stag ouzh emled ar beveziñ yoc’hek a zistruj ar pobloù da amparañ yoc’hoù distuz en o lec’h.
Dibolitikadur ar Vrezhoned zo hini poblañs Frañs.
Ne vije nemet un emsav evit reiñ un hil istorek diles d’ ar Vrezhoned pezh a rofe dezho ul lec’h diles er sevenadur pe er c’hrouiñ bed.
N ‘ eus netra da rebech d’ an dud a glask an tu da aesaat ar vuhez d’ ar Vrezhoned ha da reiñ dezho plijadur ha lorc’h. Marteze emaint gant an hent mat.
Ne c’hellan ket mirout ouzhin da soñjal en un hent all digor war ar bed.
Ar paotr en e zisplegadenn a gomze eus dizemglevioù, disrannoù diniver a oa bet e buhez ar bagad. Pa ne vezer ket perzhiat en un hil istorek, pa vezer dibolitikaet, e teu ar c’henlabour da vezañ dic’hallus, pep hini o vezañ un hinienn hep istor o c’hlabousat.
Er bed dibolitikaet-se ez on un hinienn o c’hlabousat. Va lezit gant ar blijadur-se nemet o pefe un troad en istor.