Fall e oa an traoù. Diaes e oa bet an devezh labour. Skoemp e oa bet ar gudenn da ziskoulmañ. Ar patrom a felle dezhañ e vefe bet kaset da benn labourioù all a oa mallus.
Un droug spontus a oa kroget e’m c’hilpenn. Ne zeuen ket a-benn da skarzhañ ar boan a rae din.
Er gêr e oa a bep seurt traoù ouzh va gortoz.
Ur berniad dilhad lous a oa da walc’hiñ, feriñ, renkañ… Ret e vefe prientiñ ar pred ha peuzgoullo e oa ar yenerez.
A bep seurt fakturennoù ‘m boa e skourr war gorn an daol. Sammad va dleoù a oa dreist d’an arc’hant a zlee chom ganin. Ne ‘m boa ket kemeret amzer da deurel ur sell ouzh diskontoù ar bank.
Divizout a rin ober un ehan war hent an distro, er c’hafedi.
Goulenn a rin ur Sant Benedictus du d’ar plac’h. Keroc’h e oa. Petra a verne ? Forzh penaos e vefe skrapet moulloù fonnus diganin gant ar bank evit an disterañ gwenneg dispignet ouzhpenn.
Ret e oa din tremen d’an Telloù ivez, da c’houlenn talañ e teir gwech c’hoazh. C’hoazh e vefe ret din klevout digant paotr an Telloù an hevelep prezegenn a-zivout meradur fall va c’horvoderioù. Al leue ! Hag e kredfen goulenn digantañ pezh a rastelle, eñ, gant e vicher ?
Sevel a ris va fri diwar va gwerennad.
Skramm ur skinwel a oa ouzh ar voger. N’ouzon ket pe feilheton an diaoul e oa. Anv a oa eus un tiegezh pinvidik ha cheuc’h, luziet ha bourrus ar vuhez gant e izili. Ar merc’hed a oa koant, ar re gozh a oa kaer ha fentus. Ar baotred a oa stad gant o micher, gant o bugale, gant o atebegezhioù tiegezhel.
Echu va bier e oa steuziet va holl gudennoù. Burzhud ar burzhudoù, va droug penn a oa steuziet ivez.
Ar sadorn da heul on bet da brenañ ur skinweler.
Da gentañ ne sellen ouzh ar benveg nemet pa oan skuizh gant trepetoù va buhez paour gopret treut, pe pa oan gant an droug penn pe un droug bennak all.
Un drugar e oa gouzout e ‘m boa kavet ul louzoù efedus. Da bewech e steuzie an diaezamant. Disoñjal a raen hollad an elfennoùigoù mezhekaus-se a zo lod pemdeziek an hini n’en deus ket arc’hant a-walc’h da vevañ e damm buhez.
Steuziañ a rae an aridennad darvoudoù bras ha bihan o doa va c’haset dibleg en arlez d’ ar bed sevenaet. Ne ‘m boa mui na dic’hoanag na kasoni. Risklañ a raen en ur bed digudenn. Ar gouloù lieslivet o firbouchal war ar skramm a samme pep poan, pep skuizhnez. An dudennoù, luc’htasmantoù, a samme warno holl drepetoù va buhezig, mat pe fall.
Kroget ‘m eus da enaouiñ ar skramm a-raok ma savfe ar c’hudennoù.
Steuziet e oa pep enkadenn. Va fatrom, al leue c’hwezet, a c’helle huchal kement ha ma kare. Kompezet ‘m boa diaesterioù va micher dre zedalvezout da bep tra ur chem keitat. Perak emskuizhañ da chom en holl d’ an holl gant ur vuhez louet, pell diouzh ar vuhez wirion, ha pa vez heñvel ar gopr evit ul labour peuzvat hag evit ul labour peurvat ?
Bemdez ‘m eus sellet ouzh ar benveg. Distro eus an torr kein e lakaen ar voest marzhus da vont en dro.
N’on ket bet da welout paotr an telloù da vezañ mezhekaet ur wech ouzhpenn. Ne ‘m eus ket talet feurm ar ranndi, re ger e oa, ur vezh.
Gant ar arc’hant arboellet ‘m eus gopret ur vaouez da gempenn an ti.
Keit ma vin dirak skramm ar skinwel ne c’hoarvezo mui netra ganin, na mat na fall.