den

daouUn den azezet war un tornaod, e unan.
Koumoul ha tud a dremen a-bell.
Dindanañ e saflik an tonnoù ouzh traoñ ar reier flour.
Bourbl an engroez hag ar gourlen er pelloù.

Erru an hini vras hir, mesaerez bugale. Ganti nemet ur ger dezhañ, trugarez. Er ger emañ ar blijadur da vezañ kavet en ur gêriadenn ken munut kollet an ezhomm hag an dreistezhomm, boued, lojeiz, ur vicher, poltredoù er c’houmoul, kensonadegoù ar mor hag ar glav, koroll an avel, lentegezh ul labous pe un aon a c’hoarzh.
Gwerc’hañ ha dezerc’hañ.

Ne oa netra en holl d’an holl, nemet ar burzhud da vezañ den e-touez an dud.

Sevel a ra an den ha distreiñ d’ar geoded.
Beuziñ a ra e safar ar c’hirri, ar c’henstrivadegoù, an urzhaz hag ar c’hoarioù droch.
Beuzet  en aner hag er cholori e chom gantañ ar mousc’hoarzh tener, an trugarez, eztaol ar blijadur da vezañ kejet un den, tra ken.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.