Pa ne chom den evit selaou
pa n’eus ket ul lec’h da reiñ dorn d’ul labour
pa ne gavit den da vont diouzh ho kammed
pa n’eus den o tont en ho amboaz
pa ne zeu hini ebet gant an hent ken
ne dalvez da netra gortoz
aet eo ar riv
aet eo ar sec’hed
nep labour zo aner.