deskard

deskardUr souezh eo un deskard war ar sorbiennañ.
N’eo ket un den nevez, kozh eo e vuhez.
Ur sammad sioù zo warnañ, bloc’heiladoù dastumet hep gouzout,
Hue ar pemdez war e zivskoaz.

Yaouank eo gant ar sorbiennoù avat,
Bresk, kalonek, ur sell nevez o parañ war ar bed.
Spi zo e vleunio e berzhioù bividik gant e labour.
Ra gevredo e vuhez gant hini ar sorbiennoù,
Da na ziren e labour d’ e sioù, boutin etrezañ hag e selaouerion.

War e choug emañ ar mall ober berzh,
Tech a viro outañ tostaat da greizig kreiz an danvez.
Mont a ray gant ar furm.
Stranañ a ray gant trobarzhioù ar buhezioù.

Bamiñ a ray ar selaouerion.
Heñvel outo eo neketa ? Netra arall gantañ ?
Danvez ar sorbiennoù zo kollet rak al lorbiñ.
Azeulet eo nemet peogwir e kred kemer ar gomz.
Gantañ e teu oberennoù amprestet, desket, dibunet, gwariet.

N’ en devo gounezet enor nemet diwar emziskouez,
Brabañser bihan ha boutin perzhek war an emwerzhañ.
Kalvezerezh hep danvez.
Perak ez a da goll perzhioù emdarzhek bividik an deraouad dindan tunioù ha lorberezh ?
An aon e vefe, pe ur reñverad micher ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.