
c’hwezek vloaz bac’het er vac’h evit an torfed he deus graet torfed spontus taolet e-mesk maouezed deuet en oad a oar diouzh ar c’hoari taolet ouzh he fas ar vuhez vrein profet dezhi bugel divarrek d’ ober an diforc’h etre buhez ha c’hoari taolet a-greiz netra, e goullo ar bed-mañ m’ en em c’hourc’hemenn hon mistri gaer eus ar pezh a verniont a-fet falsarz falstrivliadoù droukvadelezh en em lazhet eo islonket gant ar goullo a skuilh diastal ar begennoù war ar re n’eus netra anezho nemet un tamm moneiz da zont diwar o c’horfoù bev pe varv laeron buhezioù gant he gwad war al leur he deus treset ur ger désolée ya mantrus