Gor eo bet an endervezh dindan an heol splann
skuizhnez an noz
an izili o krenañ
mouezhioù an dud en-dro d’an daol
ar c’hizhier a ya
a zeu
o grougnal raouliet
iskis
pell
tu bennak e don an ti
boued war an daol
el liorzh
gwin fresk
an dodennoù a dro
saviad an dremmourion
al lezennoù frankizour
ar beveziñ a lazh an den ennomp
ni
azezet
sioul
fizius er pezh a chom ganimp
a-fet youl
a-fet c’hoant
lutigoù e-kreiz an noz
gouloù an dremmoù
un noz fresk a viz Mezheven
korfoù
kozh
dieub
gerioù
kompez
feuls
saourus
resis
koumoulek
kement a draoù boutin etrezomp
plijadur un devezh
a-gevret
e koroll ar yezhoù liesseurt
an eskemmoù
berr
saourus
kenavo ar bloaz a zeu.