Ec’hwel koskor ar skingomz.
Ur chañs.
Sonerezh buhezek,
flour,
nerzhek,
dibab un den,
evit e blijadur,
n’eo ket evit derc’hel war an arvalion-selaouerion,
ur prof nemetken.
Ur banne te,
ur jelkennad mel,
paper sec’hañ e vatriochki,
chifet,
bet ennañ profoù va mamm,
profoù a-viskoazh adal ma oan bihan,
ur pakad kafe, ur pod mel.
Nagenniñ ne dalv mann,
ar pakad zo graet.
Kafe, mel, kelaouennoù, paper,
chomet a stlabez war an daol.
Ar sonerezh a leugn ar gegin.
An holl zo aet gant o hent,
koumoul ha glav ermaez.
Heoliek e vo an devezh.