diarvar

diarvarLavar da soñj
hag e savo unan bennak e vouezh.
Eñ o krediñ bezañ taget.
Ne oa nemet c’hwezhañ war lusenn ar skeudoù
war glask d’ ur gouloù splannoc’h.
C’hwitet.
Penaos e vije bet en arvar an den-se avat
ken fetis ar c’hreñvlec’h savet gant pep hini
da ziwall e dachenn.

Iskis eo an den
a asant d’ ar sotonioù gwashañ
a zegemer divezh da arvest ar vuhez prevez
ha na chom kizidik
nemet ouzh ar maen santel
prizius
diresis, difetis
diarvar ha diflach
miret pizh en e greiz.

Ar marv nemetken zo sonn
bresk eo ar peurrest.
Safar pinvidik ha berrbad
estlammus
arvarus
mat da ergerzhout
a viskoazh da viken
da vezañ profet
hep keal a berc’hentiezh
a beurbadelezh.

Diarvar ha spont an hinienn zo aner
n’ eus harzoù ebet d’ ar bed.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.