Ar vugale a selaou ur sorbienn. Buhezañ a reont an istor. Da c’houde e chomo an istor en o eñvor ha tostaet e vo ouzh o buhezañ pemdeziek.
Soñj ‘m eus c’hoazh eus istorioù bet lennet dimp er skol pa oan mousig. Istor ar plac’h a gomze re hag he doa lavaret droug diwar-benn unan bennak. Aet da c’houlenn ali ur goziadez mantret ma oa gant an droug he doa graet e oa bet lavaret dezhi mont da zibluañ ur waz e-krec’h un dorgenn a-us d’ar gêriadenn ha neuze goulennet diganti dastum an holl bluennoù a oa bet kaset gant an avel dre ar gêriadenn hag ar maezioù…
Soñj ‘m eus ivez eus istor ar paotr o paboriñ e oa barrek da derriñ ur geuneudenn war e vorzhed. Sevel a ra ar geuneudenn uhel, ha dav ! Torret e c’har.
N’ eo ket ken anat an doare ma selaou an oadourion an aliesañ, pe e fell dezho kelenn, pe bezañ kelennet.
Degas a ra da soñj din un istor gant Nasr Eddin. Pedet eo an den da zont da brezegenniñ gant tud ur gêriadenn a soñj ez eo eñ un den gouiziek bras. Neuze e c’houlenn digant an dud bodet dirazañ hag e ouzont diwar-benn petra emañ o vont da gomz. An dud er sal a respont nann.
Penaos, emezañ, ne dalvez ket ar boan din prezeg dirak tud ken dizesk, hag ez a kuit.
Un den a red war e lerc’h hag asantiñ a ra ar paotr distreiñ. Goulenn a ra a-nevez digant an dud hag e ouzont diwar-benn petra emañ o vont da gomz. An dud a respont ya.
Neuze, eme Nasr Eddin, perak va lakaat da goll va amzer pa n’hoc’h eus ket ezhomm da glevout ar pezh ‘m eus da lavarout, hag ez a kuit.
Un den a red war e lerc’h a-nevez hag ar paotr a zistro er sal. Ha neuze, e c’houlenn, hag e ouzit diwar-benn petra emaon o vont da gomz ? Darn er sal a lavar ya, darn a lavar nann. Mat, eme Nasr Eddin, ra gelenno ar re a oar d’ ar re na ouzont ket, hag ez a kuit.
Dre chañs e chom ur bern tud digor o spered peogwir eo un tamm re soutil an Hodja evit bugale.
Sublimes paroles et idioties de Nasr Eddin Hodja recueillies et présentées par Jean-Louis Maunoury, Phébus, 1990