disadorn

disadornDiaes ober e soñj war un abadenn.
Gwelet ‘m eus un abadenn disadorn da noz. Deurus e oa ar furm. Enoeet on bet start koulskoude daoust da berzhioù kalvezel an daou labourer.

Ar c’hanaouennoù zo evidon un arz pobl. Eeun eo. Pep kanaouenn a lavar un dra e stumm un istor, un dezrevellañ. Ar gerioù arveret o deus talvoudegezh ar gerioù ez int, an darvoudoù zo darvoudoù pemdeziek kinniget evel darvoudoù pemdeziek. An arz eo, a ro ar pezh a zo en tu all d’ar gerioù, o donder, o danvez, liesegezh o ster, liesegezh o darempredoù gant ar gerioù all hag an darvoudoù dezrevellet. An dargouezhioù-se, frouezh buhezañ ar c’haner, pe ar c’hanaouenner, a ro da verzhout iziunadoù, gallusterioù, an dazont hetet gant an hini a c’houzañv kenkoulz hag e vuhezañ a ‘r bed. Mennout a ra an hini a gan gwerc’helaat e zenelezh.
Un danvez eo a ra diouer d’ar furmoù a arver kenderc’hadoù un arz pobl evit o oberiañ gant kalvezoniezh ar renkadoù etre, hini an arzourion a-vicher, ar re a oar diouzh an arzoù pobl, hogen a dro kein outo.
Sentiñ a reont ouzh furmoù nevidus an abadennoù bev : ret eo gwerzhañ, ret eo tizhout ul live kletadur er bed a lazh an arz pobl, a zistruj un arz re vihan sellet evel glad, a zistruj kement arz a zo.
Labourat a reont da zedennañ, lorbañ, plijout, gourzhtreiñ an dud d’o lakaat a-du gant o marc’hadourezh. Ar world-music, pe ar furmoù arzoù pobl nevez a ya gant an hent-se.
Ret eo ober berzh, en em ziskouez, en em werzhañ. Hag e reont se a youl vat ? Penaos krediñ an dra-se p’ emaint dindan ur redi a vevañ pe vervel. Ar frankiz krouiñ a embannont da gaougantañ o dibab, o hent, n’ eo netra e-skoaz ar saviad, an nevid, ar c’hevezerezh a bouez warno.

An hevelep goullo, an hevelep mank ez eus gant an arvesterion a ampar o arvalion Ret eo dezho talañ d’ ur stuzegezh pobl distrujet, steuziet, goapaet gant ar stuzegezhioù trec’h, en ur neuiñ e gwiskadoù izelañ ar renkadoù etre. Kavout a reont e seurt arvestoù o gwrizioù evel ma lavaront, un asvan a istor, an istor n’o deus ket mui. Kalvezel rik eo an danvez kinniget dezho avat. Arvestiñ a reont ouzh tud a zezerc’h gizioù pobl. Ijinet eo ha n’eo ket buhezet, derc’hennañ ur stuzegezh pobl eo ha n’eo ket ur stuzegezh. N’eo ket diforc’h diouzh dastum pezhioù arrebeuri kozh pe diouzh kenderc’hañ er c’hiz kozh.
Un doare da na ensammañ an istor eo ken evit ar c’haner hag evit an arvester. Ezhomm o deus eus gwrizioù peogwir o saviad zo hini denion distrujet, en anistor, chatal d’ar renkadoù trec’h. Padal n’int ket prest d’ul labour istorekaat a lakfe en arvar o c’hletadurezh er bed.

Ar c’haner ‘m eus gwelet a gan ivez kanaouennoù henvoazel. Arver an henvoazel-se a ziskouez a-walc’h pegen pell e vezer eus ur stuzegezh bobl vev. Troc’hañ a ra ar wech-mañ gant ar c’huntellad henvoazel evit mont davit ur furm arnevez, arnodel, krouus barzhonius.

Brel en deus degaset furmoù pinvidik kenañ d’ar c’hanañ. Kanaouennoù eo avat, ha ne droc’hont ket gant an oberenn arz pobl ez eo ur ganaouenn. Pep hini eus e ganaouennoù zo un istor, enni saviadoù pemdeziek. Deskrivañ a reont saviadoù diaes gant gerioù pemdeziek. Kenstok ar saviadoù hag ar gerioù eo a zegas dremmwel ur bed denekoc’h, a ro buhez da bep ger. Pinvidikaet en deus ar c’hanañ. N’eo ket barzhoniezh treuzplaket war ganaouennoù.

Emzalc’h kaner disadorn a oa iskis ivez. Komz a rae kalz etre ar c’hanaouennoù, farsal a rae. E farsadennoù, e hanezennoù, a zistruje danvez an abadenn.
Gwelet ‘m eus ivez sorbiennourion a zistruj danvez o marvailhoù. Hag un diouer a fiziañs en danvez a zibunont eo, hag e c’hoapaont o danvez evit keneilañ gant o selaouerion, pe hag e tec’hont diouzh un danvez hag ur saviad n’o deus ket dezrannet, ebarzhet ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.