Reality show… Setu un abadenn skinwel ma vez taolet gant ar renkadoù etre o selladoù war ar boblañs.
Leurennañ an abadenn a glask diskouez an dud evel tud vil ha distuz diouzh pennaennoù ar stuzegezh trec’h.
Dre lakaat dirak ur c’hamera tud n’eo ket o micher bezañ dirak ur c’hamera o lakaer da dremen da dud dister a-geñver gant an dud a-vicher.
Aes tre eo dre lorbiñ ha palvata an dud o lakaat e saviadoù ma tremenint da leueoù.
Aes eo o lakaat da grediñ ez eo aes ar vicher, ez eo emdarzhek emzalc’hioù an dud a-vicher dirak ur c’hamera.
Ken pell eus ar beziadoù eo ar pezh a ziskouezer e seurt abadennoù hag ar pezh a zo leurennet gant an dud a-vicher en handerc’hadoù.
N’eo nemet un istor a ziskouezer d’an arvesterion dirak ar skramm, evel ez eo un istor a gonter ivez en ur film kendoazhañ.
An dud a vicher n’int ket brasoc’h o ferzhioù denel eget reoù an dud diskouezet e seurt abadennoù pobl hogen o micher eo. Un ouzhpennad kalvezel o deus.
Petra a glasker diskouez gant ur reality show ?
Netra ?
Ersav an arvesterion a vo goapaat ar pezh a zo diskouezet dezho, an tudennoù diampart a lavar traoù re eeun a sell ouzh o femdez, hag a vefe gwelloc’h dezho tevel.
Padal, ret mat e vo d’ an arvesterion emhevelebiñ ouzh an dud-se. Da heul, ent diemouez e vint lakaet da sankañ don en o fennoù ez eo gwelloc’h dezho tevel ken distuz int, ha chom el lec’h m’ en deus an natur spiswel o lakaet.
Mezhekaat an dud a ra ar reality show, o disteraat, ken ar re a zo leurennet hag ar re a sell ouzh an abadenn.
Disheñvel eo an argerzh diouzh hini ar fentigellerion a glask lakaat da dremen an arvester d’an den speredekañ a-dal d’ ur boblañs a zioded. N’eo nemet un arliv en arz ar palvata. Marteze ivez eo ar fentigellourion marc’hadourezh evit ar renkadoù etre. Un ezhomm eo d’ ar renkadoù etre krediñ e komprenont ar pezh a c’hoarvez evit kadarnaat o roll naturel a hanterourion etre ar yoc’h distuz hag ar renkadoù peurstuziet.
Ur benveg eus ar gevredigezh veveziñ eo ar reality show. Ur c’henderc’had stuzegezhel a zo ur benveg galloudus a zestuziadur da stummañ ur yoc’h distuz aes da gorvoiñ.
Ur benveg d’ ober arc’hant eo da gentañ penn, ur varc’hadourezh, hogen a genderc’h war un dro an amveziadoù d’ober muioc’h a arc’hant c’hoazh dre vougañ pep intrudu a-berzh gwiskadoù mavek ar gevredigezh a ampar ar yoc’hoù diziouerus d’ar c’hevredigezhioù beveziñ.