Ur voutailhad digor war brenn an daol
Divoulc’h.
Damskeud ar gegin
Rubiz teñval o soural
An heol en diabell
Aour
Roudennoù gouloù
A emskuilh, a emruilh
A dres eeun o hent davit ar gwer
Hep tizhout ar gwin
Na dizh ket ledañ e frond en deñvalijenn lugernus
Bac’het gant gouzoug ar voutailh.
Flour eo an aer
Klouar
Frondoù rost
Bara fresk.
Bleunioù a splann
Du-hont
El liorzh
Lirzhin
War al letonenn glas bev
Nes dezho delioù ruz gwad ar wezenn
A-serzh en oabl glas treuzwelus.
Hag e padin betek ar pred
Hep debriñ
Hep tañva
Un tamm aze
Ur bruzhun amañ
Ur banne
Un dakenn
Hep terriñ an naon
Hep gwalc’hiñ ar c’hoant.
Daou gammed dindan lagad an heol
Flouradenn fresk ha tener an diskar-amzer.
Kened er bed.