Ha ma vefe dall an dud a-zivout un nebeut traoùigoù a zistruj an denelezh ?
Lenn a ran diwar-benn ur skiantour e kav dezhañ e c’hallfe an naouegezh alvezel bezañ distruj meiz mab-den dre vezañ herrekoc’h ???
Meiz mab-den zo lakaet en arvar gant poelloniezh ar metaoùioù ren er c’hevredigezhioù kempred. Paourentez spered muianiver ar gefredourion eo a laka en arvar meiz an den. O leziregezh da boellata eo a zo dañjerus.
Pep arvar zo lakaet en arvar ha klasket e vez merañ ar vuhez evel ma vefe danvez, stlenn, sifroù.
Argaset eo bet ar poellata e gounid ar merañ.
Ne selaou ket un den ouzh ar pezh a lavar un den all. Ne ra nemet klask e pe gombod e c’hallo renkañ an hini a zo dirazañ e giz an disterañ ( pe ar gwellañ) urzhiataer.
Den ne glask dezrannañ ar saviad m’ en em gav. Den ne glask gouzout hag emañ an all en ur saviad diles. Un den ne dalv ket muioc’h eget ur penn chatal ha kavet e vo binvioù nevez da lakaat pep hinienn da vont gant ar bagad.
Mat e vefe kregiñ gant dezrannañ saviad an all gant hon binvioù ha neuze dezrannañ hon saviad diouzh e vinvioù dezhañ. Ledanaat an dremmwel e vefe, pinvidikaat ar bed.
Aesoc’h eo avat ober gant ur gealiadurezh sonnet, dizezrann, stlennek.
Pebezh kaotigell.