Beveziñ zo distrujañ, ha distrujañ a grou dismantroù, alese ar bernioù lastez kenderc’het gant ar gevredigezh veveziñ na ouzer ket petra ober ganto.
En dro d’an ti ma chomomp e kaver a bep seurt tammoùigoù listri liesseurt, a bep seurt doareoù pri poazh.
An dud o deus o zaolet aze ne oant ket bevezerion. O lastez a daolent war al lec’h ma vevent ha ne rae ket ur bern bras.
Ar beveziñ ne zistruj ket nemet an danvez, distrujañ a ra an dud.
Beveziñ a c’houlenn ur yoc’h ma ne vo ket re ziforc’hekaet an dud. Yoc’h zo lastez tud, pezh a chom ur wech skarzhet o denelezh.
An dud o deus taolet amañ o listri kozh a veve. Bastañ a raent d’an ezhommoù o doa da geñver gant ar pezh a genderc’hent, a berzhient da grouiñ. Krouiñ a raent bevañs, annez. Kenderc’hañ a raent neuz ar maezioù.
Hiziv an dud a vev en ul lec’h, a genderc’h en ul lec’h all marc’hadourezhioù diezhomm a vo bevezet e lec’h all, hag a ya da veveziñ en un trede lec’h pezh zo bet kenderc’het gant tud dianav dezho.
N’o deus tro ebet da zivizout war an neuz a vo d’al lec’h ma vevont. N’eo ket stummet ar gweledva ganto. Stummet eo gant kalvezourion deuet a lec’h all diwar raktresoù kellidel tud a chom ne ouzer ket pelec’h.
Ar beveziñ n’eo ket krouiñ. Ar c’hrouiñ zo diziouerus d’an denelezh.
Plegañ da gealiadurezh ar beveziñ da saveteiñ e groc’hen da c’hortoz zo arvarus. Lakaat seurt kealiadurezh da greskiñ a ra, ha distrujañ tammoù denelezh bras ouzh bras.
Ar pezh a zo skritellet arz hiziv n’eo nemet ur rann marc’hadourezhioù. N’eus liamm ebet etre ar c’henderc’hadoù arzel hag al lec’h ma vezont kenderc’het. Eztaol ar yoc’h o bevez zo estren mik da seurt marc’hadourezhioù. N’int mat nemet da lakaat ar moneiz da dreiñ e kelc’h ar c’henderc’hañ beveziñ.
O stumm, o ment, a rank klotañ gant ar frammoù dasparzhañ da dizhout ur c’helc’hiad bevezerion ledan a-walc’h ha kavout o flas war astelloù ar stalioù kulturel.
Ingal eo evit ar politikerezh, ar c’helaouiñ…
Kreizennet eo mui ouzh mui an holl nevidoù, bihanaet niver ar strolloù kellidel a ren war strolloù embregerezhioù liesseurt dasparzhet er bed a-bezh.
Un nebeudig a dud zo o ren war an arz. An arzourion a labour da gaout o flas er rouedadoù, da sevel marc’hadourezhioù nevidus, nevesaet bep bloaz diouzh c’hoant an nevidourion ha n’eo ket diouzh ezhommoù ar boblañs pe diouzh rediezhoù ar c’hrouiñ.
Drastus eo evit ur vro vihan he foblad. Ar c’henderc’hadoù uvelañ a rank tremen dre ar furm trec’h, koeñviñ, pe steuziañ.
Er Stadoù-Unanet, bro vras, ez eus tud a gendalc’h da vezañ krouerion lec’hel. Ha n’o deus ket ezhomm bezañ gwerzhet er vro ramzel en he fezh pa na glaskont ket kaout korvoderioù bourc’hizion.
Un abadenn deurus war ar gwin zo bet er skingomz. Gwelet e veze penaos n’eo ket gwerc’helezh an traoù a gont, nag al labour, hogen plegañ da furmoù an nevid, plegañ d’ar c’henderc’hañ beveziñ. Ar gwinierion a genderc’h diouzh reolennoù ar beveziñ. Rediet int bet da genderc’hañ muioc’h, ha gant ur furm hag ur blaz a vasto d’an amredadoù dasparzhañ.
Alese int bet rediet da ouzhpennañ mui ouzh mui a draoù en o gwin ha d’ e fardañ diouzh blaz an dasparzherion a abeg blaz goulakaet an arvalion pa ‘z eo evit gwir ar blaz gourlakaet d’ an arvalion gant an nevidourion a-vras.
E lec’h teurel pled ouzh ar rezin, ouzh o micher, e taolont pled ouzh an arc’hant a vo kenderc’het. Ned eo mui krouet gwin hogen kenderc’het boutailhadoù evit an dasparzherion hollc’halloudus…
Kement-se zo gwir war gement tachenn buhez mab-den er gevredigezh veveziñ.
E-lec’h kaout tud ez eus kalvezourion. N’eo ket an douar a zo en arvar hogen mab-den.
Steuziañ a ra.
Ar douar a bado kalz pelloc’h egetañ, a skarzho ar saotr, ar c’hwil dizenelaet, pe dre an tan pe dre an dour e ve.