Kemeret o deus penn an hent
hent an harlu
kozh int
pakadet traezoù o buhez
listri
arrebeuri
poltredoù
ur benveg skinwel
dilhadoù ha liñselioù
louzeier d’ o c’hleñvedoù
nammoù ar gozhni
poanioù
plijadurioù
re, kalz re
spi en ur vuhez nevez
en o amen
skrapet munutennoù digant an tonkad
trec’het war ranngalon marv o mab
warc’hoazh zo bepred nevez flamm
hiziv a bad da viken keit ma vuhezont
an ozhac’h
uvel
blin
zo gantañ mousc’hoarzh ur bugel
ha galloud Moizez.