Dour chag ar geunioù,
bodoù broen raz,
frond kreñv,
regalis ha pebr,
du eo an dour,
roufennoù ar gwagennigoù,
tireoul ha dour.
Revr kelan koeñvet ur c’hi e-kreiz ur poull ledan,
savadurioù uhel ar burerezh a valir a-us d’ an dismantr,
eus a-bell int gwelet,
betek ar vouc’h,
betek an hent vras.
Ar c’hamp zo tachenn hon c’hoari,
kamp alaman aet d’al lu frañsez,
an holl bodet amañ zo micherourion Stad.
Lestr ramzel ar burerezh,
a-ispilh en noz miliadoù a gleuzeurioù,
sklerijenn hon nozvezhioù
uhel warnañ ar flammenn,
Antar a veilh warnomp.
Mar tarzh e vimp lazhet holl,
lojet e tiez o zoen betoñs perzhded alaman
en o mesk blokozioù bras
ma riboulomp gant ur gouloù-godell
war roudoù ur c’helan bennaket
a vefe bet disoñjet,
pe gwell, da gavout armoù,
redadegoù kezeg houarn
betek ar porzh,
betek al Loer.
Eürusat paourentez,
paour a lavare mamm
hogen bepred kempenn
ha reizh.
D’ar skol ez eomp a-dreuz d’ ar parkeier,
kuitaat an hent etre an tiez koad ha tachenn ar souderion
o flammennoùigoù dallus adskedet gant o maskloù bloc’hek ha du,
tremen etre ar parkeier ha kamp ar jipsianed,
avi ganimp eus o buhez
tec’hout diouzh an tonkad
kent tizhout ar vourc’h.
Micherour e vi da heul da dad !