An heol a ya da guzh. Kozh eo an deiz da vat.
Setu endro tachenn ar gwallhuñvreoù gant o aridennad kudennoù diziskoulm a stignont. Pep hini a sach d’e heul unan nevez a zegas gantañ e sammad spont.
O bed spontus zo pinvidikoc’h ha speredekoc’h eget trepetoù dister ar c’hudennoùigoù pemdeziek.
Ar spont, ar garmoù, a hent an deñvalijenn zo d’o heul tresoù kaer ur bed buhezek.
N’eus na derc’hennadoù lorc’hus, na kinkladurioù fonnus, na tudennoù dister ha diezhomm o vordilhañ.
Nemet an eilenn ergerzhet gant an unan dre ar munud, en he birvilh a oberoù.
Ar bed gronnet, dizenelaet, moustret da zerc’hel en ur c’horf strishaet da vezañ klenket war astell goullo islonkus raklunioù fur ha helvus a darzh laouen en un tan-arvest a stlap kement bruzhun buhez davit dremmwelioù diharz o tigeriñ diastal.
Aon, aon ruz an ober, aon spontus an dizoleiñ.
Ar riskloù zo lod an den peurbadus.