Un nebeut tud er mouvement breton a zarempredan. N’ eus ket pell ‘zo on bet skandalet gant unan pa lavaren va soñj war an ezhomm eus ur brezhoneg, kuit d’ar re a blij dezho pleustriñ ur rannyezh d’ o choaz.
Va c’hendivizer zo aet e kounnar ruz o lavarout e oa kement-se ur c’heal gall. Me oa dalc’het gant diaoul ar jakobinelezh. Ne oa ket evel-se an traoù e broioù all ar bed…
Gast, tenn e oa an afer ! Ent naturel e vefe tonket ar brezhoneg da vruzunañ ?
Marteze e vefe tonket da vont da get ivez, ret lezel da vont anez bezañ ur Gall fallakr ?
Ha keal ur stuzegezh vrezhon ne vefe ket a orin gall ivez ? Hag an trivli breizhek a ren er vro ne vefe ket ivez un treuzplakadur eeun eus ar chaovinegezh c’hall ?
Neuze tudoù, paouezit gant ho sirk breizhek pa ra ac’hanoc’h Gallaoued ar c’hornog.
Mil gwech ‘m eus lavaret ne’ m boa netra a-enep an dud a gomz pe a skriv ur rannyezh. O flijadur eo. Disfiz ‘m eus avat ouzh an nevezrannyezherion hag a-wechoù ouzh o nevezrannyezhoù apupre.
Dec’h da noz e lavare din ur paotr e oa souezhet gant pezh a c’hoarvez gant Diwan. Ha ne vefe ket tud e-dalc’h ar Stad C’hall o lakaat ar reuz e-barzh Diwan ?
Marteze e tlefen emc’houlenn ha ne vefe ket tud dindan dorn ar C’hallaoued o labourat da rannyezhekaat ar brezhoneg ?
Dioueroù ar Vrezhoned eo a zistruj ar brezhoneg, o leziregezh, o zech da chom dindan kletadurezh ur saviad isdenion, d’ober gant un isyezh evel kalz sujidi er bed. Kalz tud a embann kreñv o c’harantez ouzh o yezh hag a ren hollad o buhez hag o labour e galleg er stuzegezh c’hall.
Labour ez eus d’ ober avat da virout ouzh an dafar denel burzhudus hon eus da vont da get. Plijadur ez eus da gaout o lakaat ar brezhoneg er bed, ouzh emlakaat er bed, mar teurvezit paouez gant ho rambreoù, mar paouezit gant arverañ ar brezhoneg evel un andon buzadoù er gevredigezh c’hall.
Lakaat ar yezh da voued tudoniourion, lakaat ar stuzegezhioù pobl d’ ur folklor dinoaz, zo lakaat etre krommelloù an denelezh hag ar yezh hon eus, lakaat ar bed en arvar.
Setu ar priz a vo talet evit ur barfeted amzere.