e freskijenn skosat an hañv

freskijenn-skosat
An doare ma vez kinniget oberennoù kizellerezh e kêr Dundee zo bet ouzh va degas da soñjal c’hoazh er stuzegezh pobl hag er sevenadur.
Hag e c’haller komz eus sevenadur gant ar mirdioù ? Ha n’ int ket nemet ul lec’h da ginnig ar stuzegezh ren evel skouer ha talvoud nemetañ a-dreuz d’ he c’henderc’hadoù ?

Ur vaouez a laboure en ur mirdi en Naoned a lavare din e oa savet hiviziken an diskouezadegoù, hag aozet ar mirdioù, en un doare na roe kel ebet eus ar pezh a oa an arz, nag eus istor an arz. Aozet e oant e doare da zedennañ an dud d’ o lorbañ, d’o lakaat da vezañ laouen gant ar pezh a welent.

Ur stenwezer ‘m boa prenet pa ‘m eus kroget gant ul labour gopret, hag aet on e pladennaoueg Sarcelles, ma oa en amzer-se un dinaz komunour, gant ar soñj amprestañ pladennoù evit o lerc’hwezañ. Er pladennaoueg e oa ur gerzoniourez. Goulennet he deus ouzhin petra a selaouen. Selaou a raen er skingomz Salut les copains eleze kanaouennoù yéyé, un nebeut jazz hag un nebeut kanaouennoù gall.
Ar sonerezh klasel na anavezen nemet dre ar pezh a oa arveret gant an daranverezh.
Kregiñ a reas ar vaouez gant kinnig din sonerezhioù a anavezen un tamm anezho dre al luganoù daranverezh d’o adlec’hiañ en oberennoù ma oant bet kemeret. Kinniget he deus ivez pennadoù gitar klasel din da welout ne oa ket arveret ar benveg er sonerezh rock nemetken. Va lakaet he deus e darempred gant tud a aoze abadennoù da selaou sonerezh e ti ar yaouankiz.
Aze ‘m eus selaouet pladennoù oberennoù diazez na anavezen ket, Bach, Beethoven, Richard Strauss. An displegadennoù a oa eeun : emdroet e oa ar sonerezh eus ur sonerezh o tont eus an neñv a veuze an den, d’ur sonerezh a zouge an den d’an neñv hag erfin d’ ur sonerezh a oa a-live gant an den.
Da heul bezañ selaouet ur bladenn gant Bach e oa bet goulennet diganimp e petra hon boa soñjet. Evidon ne oa ket ar sonerezh un dra kefredel pe kalvezel. Respontet ‘m boa e oa bet evidon ar sonerezh selaouet ur valeadenn en ur wenodenn e-touez gwez bras da serr-noz. Kement-se ‘m boa buhezet evit gwir, dre ma oan deuet a-benn da lezel ar sonerezh da ren. Goapaet e oan bet gant darn eus ar selaouerion.
Farsus eo peogwir em eus bet tro da selaou sonerezh acousmatique kalz diwezhatoc’h. Savet gant sonenrollerioù ar sonerezh-se a ampare gweledvaoù stenek hag un drugar e oa. Ar sal sinema kozh a yae en un doare fetis en tu all d’ e vogerioù da stummañ koadeier stank, kompezennoù ledan, mogerioù a-zerc’h pe toull ur prenestrig. Tro ‘m boa bet da eskemmañ gant an aozourez a oa laouen gant an disoc’h war ur selaouer.
Ne vern ‘ta pezh a soñj ar re a oar pezh a zo da soñjal, deuet e oan a-benn da gaout va darempred gant ar sonerezh, ha den ne c’halle kemer va flas pe laerezh pezh ‘m boa bet. Dismegañsoù an dud a oa aner ha ne greden e seurt ebet e oa o savpoentoù plat diarzaeladus. Bennozh da ‘m ranellded a-ziwar-lerc’h ha da implijadez ar bladennaoueg em boa graet va hent. Ur chañs ! Droch he dije gallet bezañ ha droch em bije gallet bezañ ivez.

Lavaret eo bet din n’ eus ket ken pell-se e veze degemeret ar stuzegezh pobl gant ar frammoù kefridiel pa skoaziadennent ur greizenn a ginnige sonerezh traditionnelle.
Ma ran gant stuzegezh pobl, ha n’eo ket gant stuzegezh henvoazel pe hengoun, eo evit merkañ an diforc’h etre populaire ha traditionnel.
Evit gwir hon eus gant hon tradgarourion un dra a zo gwall bell diouzh an darvoud a c’hoarvez e Dundee, pe eus ar pezh a zo evidon stuzegezh pobl.
E degouezh an henvoazelourion eo bac’het ar sonerezh en ul lec’h kloz. Brav eo ar c’hensonadegoù a ginnigont hogen e troc’hont gant ar pemdez, evel ar gouel ramzel a aozont ur wech ar bloaz.
Hag e rin hengounelourion pe henvoazelourion anezho, pe hendraourion evel ma rae anezho o-unan an dud a zastume ar c’hanaouennoù hag ar sorbiennoù ?

Pezh a ginnig an dud-se n’eo ket stuzegezh pobl, eleze oberennoù savet gant, pe a-gevret gant ar bobl, n’eo ket un hent d’ar sevenadur evit ar bobl. Bodañ a reont tud a zo karourion furmoù sonerezhel ‘zo eus an tremened lec’hel hag o c’has a reont e metou ar stuzegezh ren. Reiñ a reont stummoù, ur golo degemeradus, doujus hag enorus, da furmoù henvoazel, pezh a gaver en o lugan : musiques trad’actuelles. Evito eo un ober nevesaat a soñjont bezañ nevesaus. N’eo ket krouiñ a reont, nebeutoc’h c’hoazh reiñ lec’h d’ an nit, hogen merañ.

Gant ar bobl a dalvez evidon o tont eus ar bobl pe graet a-gevret gant ar bobl ha n’eo ket graet evit ar bobl pe gant danvez amprestet d’ ar bobl, pe gant stummoù ar bobl pe gant, ledstummoù stuzegezhel ren.
Perak ar ger pobl ? Pe ster en deus bremañ ? Pobl a zeu e brezhoneg evel e galleg eus al latin emichañs, ha ster ar ger latin populus a hañval bezañ lies abaoe e orin koulz lavarout.
Neuze pa ran gant pobl e komzan eus an dud n’ o deus netra er bed evel m’ emañ hiziv, eleze an dud a zo er-maez diraez anezho an holl lec’hioù krouiñ kempred : an armerzh, ar potilikerezh, ar skiantoù, an dezeviñ, an arzoù, hag a zo kondaonet da amparañ yoc’had andespizet ar bevezerion ma koll an hiniennoù o unvez evit bezañ parz eus an unvez «bevezerion».
Diaes eo ober gant ar ger yoc’h, peogwir eo bet arveret (gant Hannah Harendt) evit stad ar boblañs dindan ar renadoù hollveliour, ha ma soñjan ez arc’hwel damheñvel ar c’hevredigezhioù beveziñ hag ar renadoù hollveliour, ez int diouzh un tu ur framm armerzhel ha diouzh an tu all ur framm politikel.

Pobl a arveran ivez peogwir e klaskan un hil etre stuzegezh ar poblañsoù koueriadel hag hini ar poblañsoù micherour a ‘n naontekvet kantved hag ar poblañsoù implijidi ha bevezerion a vremañ. Ar bobl zo evidon ur stroll hiniennoù, ur gumuniezh a oa dezhi e stuzegezh, a zo bet destuziet dre zonedigezh ur stuzegezh ren aloubus a zo bet ensammet gant gwiskadoù zo eus ar gumuniezh.
Dre ensammañ ar stuzegezh arall ez ensammont he c’heal eus ar gumuniezh destuziet.
Perzhioù ar bobl evit ar stuzegezh ren zo evit gwir disoc’h gweredoù an destuziadur sellet gant ar stuzegezh ren evel dezverkoù piaouel ar gumuniezh destuziet. Ensammet int dizezrann evel perzhioù «o fobl» gant an araogelourion henvoazelourion. Dont a ra ar bobl destuziet da vezañ evito ur releg, ur bobl vojennek, un «identité» evel ma lavaront dre amprest d’ ar stuzegezh ren.
Kalz deurusoc’h eo ar pezh a skriv war an divoud Jean Wagner e-barzh Les poètes nègres des États-Unis, Librairie Istra 1962.

Pa ran gant pobl eo peogwir e klaskan un hil istorek, ur sell politikaus, un niñvañ, un ode d’ ar sevenadur, un ober rezidek, ha n’eo ket un dibarelezh, ur plas er gevredigezh beveziñ, pezh a vefe evidon asantiñ d’ an argerzh yoc’hekaat (gwazh a se), pezh a lezfe ganin un divoz don.
Setu pezh a glaskan ober. N’ eo ket lavarout e teuan a-benn.

E Dundee e lakaer ar stuzegezh pobl en amen d’ar bobl evel danvez pemdeziek ha bev, hogen e degouezh an henvoazelourion eo prenet ar furmoù henvoazel e karc’har an arbennigourion henvoazkarourion.
N’eo ket didalvoud. Heuliañ a reont hent ar breizhkarourion, treiñ a reont kein da nep stuzegezh pobl evit sevel ur stuzegezh vojennek ermaez eus ar bobl. Soliañ a reont war ar skeudenn eus ar bobl kenderc’het gant ar stuzegezh ren. Labourat evit ar bobl a reont, ha n’eo ket gant ar bobl, da glask pareañ ar gouli ez eo an destuziañ. Tud fur ez int pa bellaont diouzh ar boan, ar reuz. Hag ez int emouez ouzh ar pezh a reont ?

Penaos digeriñ ar mirdioù ? Penaos reiñ tro d’ ur stuzegezh pobl da vleuniañ ? Penaos terriñ ersav dismegañsus ha kentelius bevezerion ar stuzegezh ren ?

Al lennegezh lunweziat da skouer zo bet dismegañset e-pad pell. Dismegañset eo bepred, nemet eo bet atoret gant gwiskadoù ‘zo eus ar boblañs dre he reolata e stumm nevezbandennoù treset, arz !
Petra eo an arz avat !
E degouezh nevez aozourion an nevez sonerezh henvoazel hag an nevez istorioù treset, an arz zo kalvezderioù nevez diwar o stuziadur tapet er stuzegezh ren. Trad ha comics kempenn ha disi a savont, troc’het an hil gant ar gumuniezh hag ar stuzegezh o engehentas. Risklet o deus en anistor, pe klask a reont tapout tren ar stuzegezh ren o klask lorbañ e boblañs oberiant dre he lakaat da grediñ o deus un dibarelezh prizius evit he c’hultur. Alese o doareoù begennoù proviñsek.

Ken lu ez int avat ha noblañsoù Loeiz pevarzek o doa o zi-feurm, pe ar vourc’hizion vras diskouezet, derc’het, e-barzh Don Kic’hote Cervantes en em vode gwisket e mesaerion da skrivañ barzhonegoù karantez…
Petra a c’haller gortoz digant barzhed treuzwisket gant dilhadoù gwriet gant ar stuzegezh ren ?

Hag ar stuzegezh pobl e kement-se ? Ne raer foutre kaer…
Seurt emzalc’h zo kement ha kondaoniñ ar boblañs d’ ar yoc’hekaat, d’ an anistor, hag en em gondaoniñ d’ an anistor. An diouer a stuzegezh pobl eleze a andon krouiñ, neveziñ, a gas he izili d’ ur yoc’had bevezerion, a gas an denelezh da get. Ar vevezerion zo bevezerion gouzañvat un isstuzegezh kenderc’het evito.
Marteze eo se an dazont, an dibolitikadur, an destuziadur, an anistor, yoc’hoù sentus leviet gant un nebeut tud a oar.

E pep lec’h er bed emichañs e klask tud ‘zo mont donoc’h eget-se gant ar saviad m’ emaint hag ez int un tamm mat prederiet gant saviad ar bobl, gant ar buhezañ, kentoc’h eget gant diduamantoù giz c’hoari gant ur bobl vojennek da bellat diaesterioù ar bevañ.

E straedoù Dundee ez eus en aer fresk, frond un nevez-amzer. A belec’h e c’hwez an aer-se a gaver un tammig e pep lec’h er bed hag a-dreuz an amzer ? Hag ez eus hiziv listri da bakañ an aer-se en o gouelioù ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.