Kollet
e-kreiz an noz
an noz o tibunañ a bep tu
disontadus
anrakweladus e vevenn
steuziet eo ar bed
steuziet an holl dud.
Nijadenn en deñvalijenn
danvez flour
gwele divent.
Fraoñvadeg mouget ar c’heflusker
chouradenn an avel
war ar c’harr a ya diharz
abaoe pegoulz
da belec’h ?
Dibouez eo
disoñjet eo kement a zo tremenet
distremenet.
Ar skingomz a gas diastal e sonerezh.
Ar skuizhnez a zistumm an egor
a deuz an amzer
a ziverk kement n’eo ket ar pred.
Roudi
eur mesedj tou iou Roudi…
Netra splannoc’h
netra kaeroc’h
eget tarzh an notennoù-se
e kreiz an noz
e-kreiz neblec’h.