e sigur Watchmen

Watchmen gant Alan Moore, evit an erbar, ha Dave Gibbons, evit ar skeudennoù, DC Comics 1986/1987, Troidigezh c’hallek Jean-Patrick Manchette, embannet an holl levrennoù e stumm ul levr postek gant URBAN COMICS e 2012.

Pa lenner rakskrid embanner gall Watchmen, Doug Headline e kaver roud un tuadur a denn d’ ober ur plas d’ ar bandennoù treset e metou an arz ensavadekaet, eleze war nevid ar c’halvezadoù arzel hag e metaoùioù an dud stuziet war an arz ensavadekaet, ar mirdioù, ar palerioù arz, hag an dastumerion…
A-raok labour Alan Moore ha Dave Gibbons e vije bet ar bandennoù treset, evit dalc’herion ar bandennoù treset evel un arz, un doare ledkultur mat da vezañ bevezet gant tud dister, un diduamant evit bugale, ha n’ eo ket kalvezadoù kulturel sirius evit tud a oar. Setu pezh on techet da soñjal.

Evit d’ an dresourion istorioù bezañ arzourion, bezañ degemeret evel «krouerion» wirion, eo bet ret dezho diskouez o sentidigezh ouzh ar stuzegezh ren. Ret e oa dezho bezañ soliet o labour er stuzegezh ren.

Gallet o dije an dreserion nevez en em lec’hiañ en hil ar stuzegezh pobl. Padal e vije bet ret dezho degemer e c’helle bezañ eus arz ha stuzegezh pobl eleze kalvezadoù ha gwezhiañ tost ouzh an holl, hegerzh d’ an holl.
O stuziadur, dre ar skolioù ma oant bet o studiañ, dre ar metaoùioù a zarempredent, a vire outo da gemer an hent-se.

Ar bandennoù treset padal zo un arz eskoret eus ar stuzegezh pobl, un arz tost ouzh an dud.
Diorreet eo bet an istorioù gant tresadennoù er c’hazetennoù, lennet gant micherourion hag implijidi, ma skrive tud tost ouzh ar metoù-se a gejent war o femdez. Tost tre edont emichañs eus ar stil kazetennel, ur skritur war ar prim da vezañ komprenet war ar prim. Padal ne oant ket keleier hogen ul lennegezh treset.
El lennegezh treset ez adkaver trepetoù ar pemdez ha doareoù da c’hourzhtreiñ an darvoudoù dre ar fent an aliesañ, pezh a zo boutin en oberennoù pobl, ha dre an tresadennoù dreist-holl, a zegas dremmwelioù ledanoc’h d’ ar gerioù ha d’ an darvoudoùigoù a hañvalfe hepto eus ar boutinañ.
Prederioù an tudennoù hag o iziunadoù a eskor eus an oberoù, an darvoudoù.
Diwerc’hegezh an tresadennoù hag an darvoudoù zo un digor d’ an tudennoù, kement a grogoù da vont en tu all d’ ar pezh a zo gouzañvet dre dennañ korvo eus an dargouezh.
Ne glasker ket souezhañ pe gelenn al lennerion, diorren furmoù kemplezh ha spletus evit an «arzour» da remziadiñ, d’ en em lakaat anavezout evel perc’henn e galvezad.

(E Frañs, Tardi, da skouer, a oa deuet a-benn da ensammañ an hil pobl. Ne bella ket re diouzh ar binvioù, ar stumm, an danvez, oc’h adlec’hiañ ar bandennoù treset er stummoù arz pobl kent evel ar feilhtonioù : stumm an tresadennoù, kalvezerezhioù kozh da lakaat skeudennoù er romantoù pobl, lennegezh diduiñ endalc’het enni prederioù an den war e dammig buhez…
Dre binvidikaat hag eeunaat ar furmoù d’ ho lakaat e dalc’h an istor e ro d’ al lennerion un nesaegezh oberiant ouzh an danvez. Kenderc’hel a ra gant an erv boulc’het gant e ziaraogerion, aozerion na oant ket troc’het diouzh ar stuzegezh pobl ma vez an arz kened ha niñvañ ha n’ eo ket labour, kenderc’hañ ha diduamant nemetken.)

Lavarout un istor, pe sealou un istor, n’ eo morse diduamant hogen gwezhiañ, emañ war dachenn an niñvañ. An amzer tremenet er c’havioù hag er c’hafedioù ma c’hoarvez bepred darvoudoù dieil eskoret eus an niñvañ n’ eo ket amzer kollet.

An dresourion a vremañ pa arc’hont an dezvad arzourion a sav darvoudoù ha tudennoù da zedalvezañ kealiadoù raksavelet, war-bouez kalvezerezhioù a sellont evel o ferc’hentiezh, evel ganet en o c’hreizon hag a dro en-dro o zammig buhez, dres eveldon. Kleñved ar gevredigezh veveziñ eo moarvat.

N’ eo ket sur hag eo deuet a-benn oberennoù Tardi da dizhout ul lennerion ledan.
An embannerion a daol pled ouzh o «arzourion» d’ o lec’hiañ en o nevidva ha n’ eo ket d’ o skorañ da ziorren o ferzhioù denel. Ezreolderioù ez eus.
Ned eo deurus evito un aozer nemet e kement e vo prenet al levrioù, ha prenet e vint gant izili ar metaoùioù o deus amzer, arc’hant, hag ur stuzegezh da brenañ kalz levrioù. Ret eo neuze dezho embann levrioù kaer ha n’eo ket traoùigoù embannet war baper fall a uzo buan dre forzh bezañ lennet gant ar vugale koulz ha gant an oadourion, hag a echuo e korn ar privezioù. Petra soñjit ? Ar arz zo peurbadel. An arz marteze, ket ar c’halvezadoù daoust da strivoù ar metaoùioù a emveiz evel peurbadel.
Dre an embannerion eo tremenet ar bandennoù treset eus tachenn un arz digor gant kalz lennerion da dachenn un arz ensavadekaet evit dastumerion hag arbennigourion.
An doare surañ eo bet da zistrujañ enno pezh a oa ur buhezañ, d’ o c’hantañ er c’halvezañ, ha da glozañ dremmwel un arz hontkenderc’hañ. Marteze eo bet en orin kalvezadoù pinvidik, arz, e-touez un toullad kalvezadoù dister avat.

Distrujet eo bet un arz pobl hag al lennerion distuj a ranko ober o mad eus ledoberennoù pasket dezho peogwir eo, sañset, an dra nemetañ int barrek da gompren. Roet eo dezho ul ledarz da veveziñ.
Kalz nebeutoc’h a galvezerezhioù a oa d’ ar sevel bandennoù treset e deroù an 20et kantved,
pezh a roe stabilded d’ al lennerion, ur geriaoueg (treset ha skrivet) komprenet d’ ar sell kentañ gant kalz tud dre an nebeut stummoù diazez ma kave an aozerion drezo an tu da zegas ul liesseurtelezh bammus en ur chom tost ouzh al lennerion, ouzh o stuzegezh, o reiñ tro dezho da vont davit dremmwelioù ledan.

Hiziv an deiz eo bet liesskementet ar c’halvezerezhioù. Pep hini a vount dirazañ E galvezerezh, estlammus, bammus ha…digomprenadus evit an hini na venn ket bezañ ur arbennigour hogen un den nemetken o lenn un istor, o tegemer keloù digant ar bed hag o ferzhiañ ennañ.

Hent Alan Moore ha Dave Gibbons a droc’h gant ar arz pobl. Aet eo ganto d’ un dafar d’ o frederiadennoù arbennigourion stummet gant ar stuzegezh ren.
Ar sell taolet war o labour gant arbennigourion ar c’hultur zo en hevelep bed.
E-lec’h kaout un dremmwel, ur sell ledan war ar bed, bezañ o vuhezañ emaint en alvez. Berniañ a reont kalvezadoù ha dedalvezout kalvezerezhioù. Diskouez a reont o ampartiz pa c’hortozer diganto trehontiñ o femdez.

Ne vern, lennit Watchmen ha grit ho mad eus an danvez stank a zo bet lakaet e-barzh.

Keuz a’ m eus me da Bibi Fricotin. En abeg da seurt lennadennoù ne vin morse un den sirius avat.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.