Emaomp er vro o tremen eus ur c’hevread levraouegoù, ha mediaouegoù, d’ur vediaoueg kevreet, eus rouedad levraouegoù ar c’humunioù d’ur vediaoueg eus kumuniezh ar c’humunioù, ar gumkum.
Diouzh un tu e tegas koskor perzhek, lakaat a ra e diraez holl annezidi ar c’hanton hollad an dielloù a zo e pep levraoueg.
Diouzh un tu all e pella an dud en abeg d’ ur mererezh ponner ha kreizennet.
Un den a ziviz evit an holl ha dedalvezet e vo patromoù dizanv a zo pell eus gwerc’helezh ar c’humunioù, reoù un den stummet e skolioù ar Stad pe er skolioù meret gant ar strolloù kellidel.
Dedalvezet e vo diwar neuze kalvezderioù un rener stummet hervez un damkaniezh e dalc’h ar gealiadurezh trec’h.
Diwar vont, ul levraouegerez a-vicher nevez degouezhet zo he moumoun al lennadeg, ar renerez ivez. Neuze e klaskont lakaat an holl dud dindan o galloud da bleustriñ al lennadeg.
Diwar-c’horre eo ar stummadur o deus bet avat. Lenn, pe lenn ha c’hoari, pezh a glask ober hon levraouegez, a c’houlenn ur stummadur perzhek war ar c’hoariva hag ur stummadur arbennik war al lennadeg.
Ar stummadurioù berr roet zo darnel ha ne reont ket d’ un den bezañ barrek da ren war ur stroll lennerion. Deur pennañ ur seurt stummadur zo degas arc’hant d’ar stummerion.
Lenn dirak an dud, evel sorbiennañ, c’hoari, a empleg ur pleustr pemdeziek evit bezañ emouiziek ouzh ar pezh a reer.
An dud n’o deus ket bet ur stummadur bastus a ra traoù evel hinienn, evit bezañ gwelet gant an dud, ha n’eo ket evit lakaat da dremen endalc’had an oberenn lennet.
Dezerc’hañ a reont ul lenner evel ma tezerc’h reoù all ur sorbiennour.
Emeur en ur bed faos, ur vuhez leurennet ma n’ eo ket ar pezh a reer a dalvez hogen ar pezh a roer da welout. N’eus ket rec’hoari en devoud hogen falsc’hoari.
An dud war al leurenn zo o tezerc’hañ tud war al leurenn, n’eo ket war al leurenn ez int faos, hogen a-hed o buhez. Sellit pegen brav on ! O micher den o deus disoñjet ha pep ober zo evito un dezerc’hañ.
Ar renerez a c’hoari roll ar renerez evel m’eo bet kelennet dezhi.
Lavarout a ra klask bezañ tost ouzh an dud, gortoz diganto kinnigoù. He evezhiadennoù war ar pezh a ginnig an dud zo bepred yael hogen dispis, ha da glozañ ar breud e lavar e vo graet diouzh he diviz peogwir eo suroc’h… Da dostaat eo ouzh an droienn bobl : lavarit dimp eus petra hoc’h eus ezhomm hag e kelennimp deoc’h e zioueriñ.
Penn mererezh ur benveg he deus kemeret. Ne ra forzh gant an dud. Dont a ra gant he remzad, he diplomoù, lavarout a ra te da dud n’ he deus ket diwallet ar saout ganto, hogen n’o gwel ket. Ne zesko ket kalz traoù diganto peogwir e oar pep tra. Dafar int evit an den nemetañ er framm ez eo hi dre berzh he stummadur.
Tu zo da gompren seurt emzalc’h a venn bezañ efedus, a vicher, padal mar sellan ouzh an dekvloaziadoù o paouez tremen e c’hellan lavarout ne gas da neblec’h nemet da vastañ da gletadurezh un nebeut hiniennoù pignet en un tren diroll.
Petra ober neuze ? Tec’hout ? Emlazhañ ? Kenderc’hel gant ar vuhez, zoken mar laka seurt tud da c’hoarzhin.