emaint…

emaintHag an holl dud-se, an holl o deus lavaret din istorioù, pe o skrivet, pe o filmet, pe o dibunet e mil ha mil doare,
E pelec’h emaint ?
N’ o c’hlevan ket mui a-wechoù. O disoñjal a ran.
Ha pell ez int ?
E pelec’h int steuziet ?
Hag emaint aze skoachet e pleg an hent ?

Ha degouezhet e penn an hent, dindan ar glav, dindan an erc’h, dindan un oabl du, un oabl ruz, ha degouezhet e penn an hent, o c’havin ?
Ouzh taol ur c’hafedi, en ur sal emvod, e trepas ur skeudennva, war astell ul levraoueg, ouzh moger ur mirdi ?
Azezañ a rin hag o selaou, sellout a rin ouzh o c’horf, ho linennoù, o skeudennoù, o dremm, o ene, digemm.

C’hwek eo an hent, daoust d’an amzer, daoust d’an egor, daoust d’an hentred ha d’ar skoilhoù, daoust d’ar gloazioù, d’ar beurevezhioù re c’hleb, re yen, d’an heol o vont da guzh re abred, d’an avel trenk.

Arvaret ‘m eus, kollet ‘m eus kalon, kouezhet on gant ar skuizhnez, gant ur goullo re zon.
Pelec’h edont ? Tec’het ? Trec’het ? Troet da enebour ? Beuzet e torchennoù ur gador-vrec’h ?

Emaon war an hent, digenvez, goullo, pell eus nep pal, eus nep ober.
Mont ha mont, hep penn na lost d’ an naer.

Unan hag unan e tiskoachont, bliv, drant ha sioul, gant peb a brof.
Ha setu me Mabig Jezuz dirazañ an Tri Roue.
Nag a chañs, nag a voz.

Evit ur wech anzav ur wir drugarez.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.