emvuhezskrid c’hoazh

melCouleur de peau : miel. Jung, MC Productions 2007, seizvet embannadur.
Ur vandenn dreset a zibun derou buhez an aozer eo. Kregiñ a ra e vuhez pa ‘z eo bet kavet e Seoul war ar straed o furchal er sailhoù-lastez gant ur polis ha kaset d’un ti emzivaded.
Kinniget eo ar skrid gant holl vinvioù an handerc’hañ (Ne gav ket din e c’haller ober gant derc’hennañ, ledanoc’h a galz eget ar beziadoù eo oberenn an aozer). Pinvidik eo an tresoù ha pinvidik an danevellañ. Reiñ a ra tro dimp an tresour da glevout doareoù ar bugel eo bet. Ar bugel a chom un dudenn a zo estreget ar pezh ez eo ar paotr bremañ. Evel-se eo bet pe evel-se n’eo ket bet. An istor kontet gant an aozer diwar-benn ar bugel eo bet n’eo ket un deskrivadur gwec’helour eus ar pezh a zo bet.
Destuziet eo bet ar bugel en ur dremen eus Korea da Belgia. Koulskoude e chom ennañ tammoù eus e stuzegezh kent na ouie ket e oa anezho. Un diavaeziad zo ennañ.
Ne glask ket an aozer ijinañ pezh na anavez ket, ne glask ket sevel ur fals danevell eus buhez unan n’eo ket mui. Leurennañ a ra e drivliadoù, e soñjoù, e c’hoantoù, buhez an den ez eo. En em seveniñ a ra den en e rezid hag an dud a glasko en e oberenn titouroù war an advabiñ a vo war un hent-bac’h.
Echu an div levrenn e chomer gant huñvreoù ha goulennoù war an den ez eo pep hini ac’hanomp. (Un trede levrenn ez eus ne ‘m eus ket lennet. Ur film zo bet graet ivez.)

Pell e vezer aze eus menozioù savet en a-raok, eus kealioù graet ha tout ar stuzegezh ren. Netra da welout gant Breizh faltaziet Breizhiz, repu klet hinienn ar yoc’h.

BirmaniaChroniques Birmanes, Guy Delisle, Dastumad Shampoing, Guy Delcourt Productions, 2007.
Ur vandenn dreset all eo a zanevell un prantad bevet e Birmania gant un tresour kanadian dimezet gant ur c’hallez aet da labourat er vro-se evit un aozadur angouarnamantel.
Un doare deskrivadur evit touristed, evit ar gall keitat o veajiñ. N’eo ket un tresour a dres hogen un tresour a labour, a gomz eus e labour tresour, eus e drepetoù tad er gêr. Danevelloù birmaniat ne zere ket ouzh ar vandenn dreset-se. Me e Birmania eo. Da fent e c’hallfe tremen. Ne vale ket evidon avat. Skuizhus eo an doare-se da strishaat an danevellañ da gudennoùigoù an aozer. Doare tresañ an aozer zo arveret kalzik a-walc’h en amzerioù-mañ. Marteze e teu eus levezon ar blogoù treset war internet. N’ouzon ket, n’anavezan ket mat a-walc’h an danvez. Seurt doare tresañ a gavan mat gant un istor fentus berr gant ur gag nemetken, en ur strip bennak en ur gazetenn.
Skrivagnerion a venn ivez komz eus ur vro estren dezho pa n’o deus graet nemet treuziñ anezhi hep kuitaat o boest stuzegezhel dezho. Displijus eo da lenn pa ne c’hellont nemet komz diwar o fenn. Mat eo evit touristed, evit tud na lennont ket pelloc’h eget diavaez an traoù.
Plijus eo, fentus a-wechoù, hogen goullo. Chom a ra paper duet zoken ma n’eo ket fall ent kalvezel.

Dre zegouezh eo degouezhet ar vandennoù treset-se etre va daouarn hogen klokaat a reont va skiant prenet ha ledanaat va dremmwel evit ar pezh a sell ouzh an emvuhezskridoù.

Gaza

Chroniques birmanes a ‘m laka da soñjal er bandennoù treset a zo kelaouennerezh war un dro. Un nebeut ‘m eus lennet. Enno ez eus ur gwir sell war an dud hag an darvoudoù. An aozer zo bepred bezant gantañ ar vro hag an dud. Atebek eo war e labour ha mont a ra da glask an danvez a zo da soliañ e labour. Danvez ha donder a zegas dimp. Sevel a ra istorioù gant buhezioù tud boutin a zo diles o saviado.
Gaza 1956, Joe Sacco, Futuropolis 2010,
Jours de destruction, jours de révolte, Chris Hedge, Joe Sacco, Futuropolis 2012.

 

Tu a vefe da soñjal ez eus bandennoù treset diduiñ, Asteriks kozh da skouer, ha koulskoude ez eus e-barzh Asteriks danvez ha donder. Ur bazenn eo bet en emdroadur ar bandennoù treset. An aozerion ne gomzont ket diwar o fenn, ne glaskont ket en em ziforc’hañ diouzh treserion o mare. N’ eo ket ar furmoù roet d’ an danvez gant an aozerion a zo e-kreiz o freder hogen an danvez. Puilh ha don eo an danvez en Asteriks. Soliet eo war ur stuzegezh bividik hag ur buhezañ digor war ar bed.

Ar poz emvuhezskrid ? ma ‘z eo menneget ur vandenn dreset all zo aze.
Ar skeudennoù zo hervez bedetheque.com.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.