Riad Sattouf, l’Arabe du futur, une jeunesse au Moyen Orient (1978-1984), Allary Éditions 2014
War gein ar golo :
Ce livre raconte l’histoire vraie d’un enfant blond et de sa famille dans la Lybie de Kadhafi et la Syrie d’Hafez Al-Assad.
Ar vandenn dreset-se a hañval bezañ kinniget evel un emvuhezskrid.
Gwir e vefe ar pezh a zo danevellet, ar wirionez, ar werc’helezh marteze ?
Penaos e c’hallfe un oberenn bezañ an darvoudoù a veneg ? N’ eo nemet un oberenn, ken pell hag an oberennoù-all diouzh gwerc’helezh an traoù hag an darvoudoù.
En oberenn-se e kaver stlenn a-zivout darvoudoù tremenet a zo bet dastumet gant an aozer kalz war-lerc’h an darvoudoù, mesket gant eñvorennoù ur bugel re yaouank evit emellout en darvoudoù pe evit o meizañ, hag eñvorennoù tud all o doa buhezet an hevelep darvoudoù gantañ, danzeet gant ar pezh a zo bet buhezet abaoe gant an aozer, gant ar stuzegezh tapet gantañ da c’houde ar prantad danevellet, sturiet gant e drivliadoù a-vremañ.
Un desteriañ eo, un derc’hennañ forzh penaos.
Liketenn an embanner zo arwerzhouriezh eeun : istor gwirion, bugel blev melen, Libia Kadhafi, Siria Hafez Al-Assad, kement bommoù mat da dizhout un nevid ledan, o sellout diouzh tu titloù bras ar muiañ gwerzet ha ledet gant ar wask.
Al levr zo da lenn evel forzh peseurt handerc’had all, un handerc’had a gemer harp war eñvorennoù un den a gont un istor a-vremañ evit tud a-vremañ.
Hekleviñ a ra d’ un dra a zo steuziet tu-bennak en tremened ha na vo mui anezhañ morse. N’ eo ket displijus da lenn.
Ken faltaziek ha Le cheval d’orgueil gant Pierre Jakez Elias eo, a zo bet kinniget evel ken gwirion all. Dizoleiñ a reer e seurt levrioù ar pezh a c’houlenn ar vouc’hizion vihan gall d’ o zremened : gwrizioù faltaziet, un diaz poblañsel n’o deus ket mui dre berzh o destuziadur.
Kavout a reer e-barzh un hiraezh d’ ur bed a zo tec’het kuit, un deneridigezh ouzh ar bed-se war un dro gant ar blijadur a vezañ un den stuziet, er stuzegezh kornogat-se a gred bezañ ar Sevenadur. Argaset eo evit gwir an tremened e kement ma c’hallfe ober kudenn er bed a-vremañ. N’eo ket hepken dre e bellaat war-bouez un tremened mojennekaet hogen dre e lec’hiañ en ur stuzegezh all, Breizh ar ploue pe broioù arab krennamzerel. Troc’het eo istor an aozer hag en em livañ a ra un istor nevez ma ‘z eo argaset an troc’h.
Gwengelek eo ar bed deskrivet, an tudennoù. N’eo ket glanded tudenn ar bugel en amzer derc’henet en istor a welan, hogen ar glanded gwisket gant un Europad a-vremañ dirak ur gevredigezh arall. A-us d’ ar c’hrogad emañ an aozer. Padal, pezh a zibab an aozer diskouez n’ eo ket dinoaz. Emouez eo ouzh stad ar bed ha gouzout a ra e vo eus al lennerion.
N’eo ket ur blog, n’eo ket ur c’harned prevez savet a zeiz da zeiz.
Diaes eo d’un den na vezañ un tourist estren en e dremened.
Ar gudenn zo neuze lakaat al labour ret da anavezout gwelloc’h an tremened-se, da bellaat diouzh un trivli diwar-c’horre, d’ en em lec’hiañ en istor an denelezh, da adkavout ar bugel n’ eus ket mui anezhañ.
Ar bugel zo bepred ennon a glever a-wechoù. Ur bugel zo bepred ennomp hogen n’ eo ket mui an hini a zo bet. Didalvoud eo klask gwrizioù, pe zigarezioù d’ar pezh ez omp. Un den e-touez an denion omp. Atebek omp war an denelezh. Ensammañ e istor zo ensammañ e zislavaroù ha n’eo ket livañ ur vojenn a vo plantet ennañ klichedoù ar stuzegezh ren.
Ur bern tud a denn da lakaat atebegezh an oberoù vil war dud all. Feuket eo o glanded gant oberoù divalav ar re-all. Pep hini zo gantañ oberoù vil avat. Na skrijus eo an eñvor a-wechoù. Kriz omp ha n’eo ket ar re all.
Aon ‘m eus e vefe kar eztaol an aozer ouzh ar vojennouriezh yaelaus a ren e Breizh.
Arvar zo war ar bed, bepred, hag e-lec’h kregiñ gant sevel ur bed pinvidik ha digor, an dud a sav en-dro dezho un handerc’hañ d’ emwareziñ diouzh ar bed.
Bevañ a reont en un aezhenn flour keit ma kouezh endro dezho an denelezh en e boull.