en ur lenn Queen Emeraldas

emeraldasWatashi wa Emeraldas, me zo Emeraldas, setu pezh a lavar harozez ar manga a-hed he zroioù kaer.
Ne ouier ket kalz a draoù diwar ben an dudenn, pe kevrinus eo ar pezh a ouier.
Kregiñ a ra an istor gant un dudenn all, Hiroshi, paotr yaouank a zo e bal sevel un oabllestr evit kantren en egor divent an hollved.
Un nebeut kantreerion all a gaver er vandenn dreset-se. N’o deus pal ebet a vefe un termen d’o zroioù kaer. Tudennoù brokus int, renet gant o huñvreoù, gant an tonkad.
Daoust d’o uhelvennadoù int degaset da arverañ ar feulster da genderc’hel gant o buhez kantreerion an hollved. Bezañ un den a empleg chom dieub.
Poblet eo an hollved gant ijin tresañ Leiji Matsumoto hag un drugar eo.
Ne vezer ket pell eus tresadennoù ar bloavezhioù 50 a gaver en oberennoù amerikan, italian, gall, pe all. An istor zo ar stur hag a-wechoù ar skeudennoù zo brasluniet. Aergelc’h western pennadoù ‘zo eus an istor zo marteze un dave da skeudennedoù an amzer-se ivez.
Kalz muioc’h a lusk ez eus gant framm ar pajennoù avat, marteze dindan levezon ar filmouriezh pe dre un hengoun tresadennel japanat pinvidik. Marteze ivez dre berzhioù mat an dreserion.
Pellaat a reer eus ar skeudennoù bac’het en un heuliad kensturdalegoù reizhkornek peuz unvent. Ment ha durc’hadur ar skeudennoù zo liesek diouzh ezhommoù an danevellañ.
Evit gwir e krog an traoù da gemm e Frañs ivez e-kreiz ar bloavezhioù pemont gant tud evel Calvo (Moustache et Trottinette, La Bête est morte) hogen ne dizh ket ar furmoù japanat.
Plijus tre eo bet al lenadenn ha leun a zizoloadennoù.

Queen Emeralda, Leiji Matsumoto, Japan 1977. Adembannadur klok e galleg Kana, 2014.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.