eneoù kaer

eneou kaerEurvad an dud vunut, an dud-se n’o doa ket pleget d’ an alouber.
N’ o doa ket graet kalz a dra. Ne oa bet nemet kenderc’hel da vezañ, na genlabourat gant mistri Europa hogen gant an dud nes dezho, skoulmañ liammoù startoc’h ganto.
Ganet e oa enno ar santad da vezañ graet traoù talvoudus.
Merzhet o doa an heugus e oa ar brezel. An nebeut a oa bet lezet dezho gant o mistri kent, o doa postet e silvidigezh o denelezh.

Tremenet ar barrad feuls, ne zifourke ket war varadoz an douar. Ar bed ne vefe ket mui evel a-raok ar brezel avat. Setu a soñjent. Trec’het e oa bet an droug, an droug hollveziadel, sevenadur an droug. Peurechu e oa ren ar vistri o c’horvoe adal an amzerioù koshañ. Ne vefe mui da c’houzañv leviadurezhioù direizh armerzhourion ha politikourion tidek o beli. An holl dud a vefe kevatal. An holl a vefe selaouet. Ar wech-mañ e vefe anzavet d’ an dud vunut ar roll a c’hoarient er gevredigezh. Labour a vefe da bep hini hervez ar pezh a ouie ober ha pep hini a vefe selaouet.
Laouen edont, dieub. Ne oant ket eus ar re o doa da ziverkañ ar sammad o doa war ar c’hoch.
Bez e vefe c’hoazh da c’houzañv ur frapadig direizhderioù ar bed kozh sur a-walc’h. Ne vefe ket hir amzer da c’hortoz. Aes e vefe bremañ kemer perzh da sevel ar bed nevez pa c’hallfe pep hini lavarout e soñj ha deskiñ e vicher den.
Skoazellet e vefent, selaouet. Ur bobl e vefent.
Kaer e oa kenvuhezañ plijadur an dud-se. Kaer e oa o jourdoul. Kaer e oa o welout asantiñ ouzh strivoù c’hoazh, ouzhpenn ar re o doa graet a-hed ar brezel da chom digabestr.
An disterañ den mac’hagnet e zenelezh a zouge uhel un tamm eus kaerded ar bed.
Echu e oa an noz. Lugernus e oa an dremmoù.

Siwazh, an hevelep re a rene war ar bed. O mistri gozh oa emgeitet gant euzhadennoù ar brezel. Chomet int sioul keit m’ o deus gallet gwaskañ war o fizhoni.
Deuet e oant er-maez eus an ifern kreñvoc’h ha krishoc’h eget biskoazh, gounezet ganto binvioù nevez. Tennet o deus o mad eus gwikefreoù ur bed kreizennet, kabestret strizh. Eus ur c’harc’har politikel, milourel, e oant barrek d’ober un urzh armerzhel nevez.
Gouzout a ouient hiviziken e c’heller distrujañ denelezh an dud da gaout un bagad chatal aes da vleniañ.

An dud vunut, harozed o dremmoù kaer, zo bet adkaset d’an netra, mezhekaet, goapaet, diskouezet d’ an holl evel atebeion an dizeneladur renet warno gant mistri a soñje bezañ dreisttud, reoù a gabestre an denelezh, a laere denelezh en ur grediñ tapout un dreistad denelezh.
Dizenelaet, dibolitikaet eo bet an dud vunut, kantet da chatal o vont da vegeliat un tamm paper en o dorn a zilennadeg da zilennadeg, galvet da beuriñ diziwezh pradeier helvus ar beveziñ yoc’hek.
A zenion da yoc’h int bet mac’hagnet, gwastet o c’haerded, o yec’hed, o selloù a bare war un dremmwel skedus.

Ne vern, en o c’hreizon e chom kaerded ha brokusted. Un dremmwel kaer a sked en o daoulagad paret war skleur un deiz nevez o tont war ur bed brokus kaer ha c’hwek.
Ganet o deus kaerded ar bed, kaerded a zouge endeo o diaraogerion, tud rez.
Ur bed hepto ne vo nemet un euzhadenn.
O anal zo hini ar bed, zoken mar n’ eus ket bepred ganti frond ar roz.
Aes eo o lazhañ, o mac’hagnañ, o mezhekaat er c’hrevier ma eskor red aner ar moneiz.
Keit ma chomo un tamm eus o c’hig e c’hello genel o askre kaerded ar bed.
Hep o buhezioù troet davit an dazont pa baoueze heug ar brezel a-raok tarzhañ a-nevez krishoc’h war glask kabestrañ o eneoù, hepto, hep kened o dremmoù, ar bed zo vil.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.