enkadenn ?

enkadennUr souezh eo gwelout penaos e waster a-wechoù barregezhioù an dud.

Enkadenn Diwan Savenneg a ‘m laka da soñjal er c’hementad labour postet gant ar gerent e skol o bugale.
An dud-se a bost o amzer, o labour, o arc’hant er skol. Perak ? Evit o bugale.
Ar gerent a glask bepred ober o seizh gwellañ evit o bugale. Petra vern live trivli breizhek an dud-se, petra vern o liamm ouzh ar brezhoneg, o bugale eo a gont.
Padal, pa welan an tamm bras eus ar buhezioù-se postet en ur framm evel Diwan, na hañval ket lakaat da vleuniañ un drederenn eus ar binvidigezh-se, eus ar c’hevala denel ez eo, on sabatuet.

En un emvod ma oa anv eus saviad ar skolioù Diwan e 44, e venege an dud an ezhommoù da wellaat ar framm, ez embannent o zrivli breizhek. Ret eo eskemmañ evit lakaat a-wel ar mankoù hag ar pezh a zo yael en arc’hwelerezh ar framm a lavare tud ‘zo, ha tud all, ret eo diskouez pouez 44 en un azginivelezh a ‘r c’hultur breizhek…
Hag e oa ganto ur soñj bennak a-zivout diorren ha pinvidikaat ar brezhoneg, a-zivout kevredikaat ar yezh pe e zigeriñ war an denelezh ?

Er breudoù e hañvale bezañ bet disoñjet ar gerent hag o bugale. Pezh a gonte e oa keal teusk ur vrezhonelezh vojennek hag arc’hwelerezh ur framm ganet eus seurt mojenn…

Ar gerent a labour start, dastum a reont arc’hant, klask a reont ar savadurioù da lojañ ar skol hag o feurmiñ a reont, o derc’hel a reont e ratre, kavout a reont ar c’hoskor d’ober war dro ar skol, goprañ a reont ar c’hoskor. Hepto, ne vefe ket eus Diwan. Koulskoude eo an dud a ver Diwan a ziviz war ar c’helennerezh, war zibab ar skolaerion, war o stummadur. Hag arabat e vefe d’ar gerent emellout el lod-se eus arc’hwelerezh ar skolioù ? Kompren a ran, betek ur poent avat…

Tro ‘m eus bet da gejañ gant un niver bihan a skolaerion a zo tud plijus an holl anezho, barrek a-fet kelenn, hogen a hañval ober gant ur brezhoneg a gemm eus ur skolaer d’egile. Un dibab eus ar framm eo emichañs, un dibab gaonac’h. Respet da yezh ar bobl ? E bro Naoned, ar rannyezh ledetañ zo ar galleg, galleg pobl ha galleg bourc’hizion vihan.
Ar skolaerion yaouank deuet da gelenn e bro Naoned a gimiad alies da zistreiñ da Gornog Breizh, da dostaat ouzh ur rannyezh vojennek, danvez o azeulerezh ur vro aet da get emichañs. Dre o stummadur e chomont pell eus ur brezhoneg komzet er bed a-bezh.

Diwan zo ur benveg burzhudus, ur vammenn labour a c’hellfe kas ar brezhoneg hag an denelezh war raok. Padal ne arc’hwel nemet e-giz ur Club Med da gemer ebat, e-giz ur flac’h d’an deskadurezh c’hall divarrek da reiñ ur c’helennerezh azas d’ar vugale, nemet e vefe pinvidik o c’herent. Ur palastr war ar gevredigezh c’hall eo, ha n’eo ket andon ur bed kaeroc’h a c’hellfe ar gerent hetiñ evit o bugale.
Hep labour ar gerent e vefe distrujet ar vugale gant seurt doareoù ober, hag echu e vefe bet gant Diwan abaoe pell.
Keuzius eo gwelout kement a varregezhioù labour foranet pa c’hellfent bezañ pinvidigezh Breizh hag ar bed.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.