Pennfolliñ a ra. Hag ez a buan ouzh buan, mui ouzh mui, hec’h eñvor da get ? Hag e ouezo ober gant ar pellgomz nevez ? Perak eo chomet sac’het ar benveg kozh ? Mat e oa.
Hag he merc’h ? Petra he deus lavaret dezhi ?
Kavout ar ger kentañ, ar peurrest a zeuy da heul.
Ne zeu ket.
Petra he deus lavaret d’ he merc’h ? Perak ? Hag e oa gerioù drouk ? Hag e oa gerioù sioulaus ?
Ken klañv eo hi.
Nann. Ne adkavo ket. Muioc’h e klask, nebeutoc’h e teu…
Pe c’herioù ? A-bouez eo.
Chom sioul. Bezañ eeun tre.
Diskregiñ ha komz.
He dorn kozh zo war ar benveg, daeroù en he daoulagad.
– Alo, te eo ? N’ouzon ket mui…